text
stringlengths
2
986k
id
stringlengths
47
47
metadata
dict
Rumspringa Rumspringa a zo ur prantad ispisial e buhez an Amished. Klotañ a ra gant ur prantad ma c'hell ar grennarded dizoleiñ hag arnodiñ traoù nevez, en diavaez eus reolennoù o relijion (bleinañ ur c'harr, evañ alkol, kaout darempredoù gant nann-Amished, gwiskañ bravigoù ha fard...) hep na vefe graet an disterañ tamall dezho gant tud all o c'hevredigezh. Kregiñ a ra Rumspringa war-dro 16 vloaz hag e pad 2 vloaz. E-pad ar prantad-se e c'hell ar c'hrennard chom e ti e dud pe mont kuit. Goude Rumspringa e tistro ar c'hrennard er gevredigezh hag e vez badezet. Diwar-se e vo ret dezhañ (dezhi) heuliañ reolennoù strizh ar relijion. Dont a ra ar ger Rumspringa eus alamaneg Pennsylvania. Talvezout a ra kement ha kantreal, dizoleiñ.
<urn:uuid:a4d16de2-ffda-4ebd-8327-af100374d135>
{ "date": "2013-06-19T16:24:29Z", "dump": "CC-MAIN-2013-20", "file_path": "s3://commoncrawl/crawl-data/CC-MAIN-2013-20/segments/1368708882773/warc/CC-MAIN-20130516125442-00006-ip-10-60-113-184.ec2.internal.warc.gz", "language": "bre", "language_score": 1.000006914138794, "language_script": "Latn", "top_langs": "{\"bre_Latn_score\": 1.000006914138794}", "url": "http://br.wikipedia.org/wiki/Rumspringa" }
Patrom:Toullgorferezh pennañ Eus Wikipedia Mont da : merdeiñ , klask g • ka • ke Toullgorferezh Doareoù-toullañ Doareoù toullgorfadurezh a-vremañ • Danvezioù toullgorferezh • Astennadur • Toullgorfadurezh evit ar blijadur • Toullgorfadurezh en tu-gin (" pocketing ") • Toullgorferezh war-c'horre • Pistolenn evit toullañ ar skouarn Toullañ ar skouarn Tragus • Antitragus • Snug • Daith • Conch • Helix • Rook • Industriel An dremm hag ar genoù Jod • Abrant • Korn al lagad • Gweuz ( Labret • Pladenn-weuz • Stagell ar weuz • Monroe • Medousa ) • Fri ( Fronell • Septom • Etre an daoulagad ) • Teod ( Stagell an teod ) • Hugenn Ar c'horf Kein • Kroc'hen an dorn • Kroazlez • Madison • Begel • Beg ar vronn • Kilpenn • Meilh-dorn Organoù genel ar merc'hed Kourzh (" Kristina ") • Mezenn an ellig • Goloenn an ellig • Tric'horn • Stagell ar muzelloù bihan (" fourchette ") • Isabella • Muzelloù • Nefertiti • Priñsez Albertina Organoù genel ar baotred Ampallang • Apadravya • Hafada • Pod-mezenn • Treuzkalc'h • Delfin • Dydoe • Frenom • Skalier • Perine • Lorum • Kroaz voemus • Priñs Albert • Priñs Albert tu-gin • Moudenn • Treuzgousac'h Adtapet diwar « http://br.wikipedia.org/w/index.php?title=Patrom:Toullgorferezh_pennañ&oldid=1484261 » Rummad : Taolennoù merdeiñ Toullgorferezh Lañser merdeiñ Ostilhoù personel Krouiñ ur gont nevez Kevreañ Esaouennoù anv Patrom Kaozeadenn Adstummoù Gweladennoù Lenn Kemmañ Gwelet an istor Oberoù Klask Merdeiñ Degemer Kemmoù diwezhañ Ur bajenn dre zegouezh Meneger hollek Kemer perzh Skoazell Porched ar gumuniezh Tavarn Roadoù Boest ostilhoù Pajennoù liammet Heuliañ ar pajennoù liammet Pajennoù dibar Stumm da voullañ Chomlec'h ar stumm-mañ Titouroù ar bajenn Yezhoù all English Norsk bokmål Svenska Kemmañ al liammoù Kemmoù diwezhañ degaset d'ar bajenn-mañ, d'an 5 Ebr 2013 da 02:08. Gallout a reer implijout an testennoù zo dindan an Aotre-Implijout Creative Commons Dereiñ/Kenrannañ ; divizoù ouzhpenn a c'hall bezañ ivez. Gwelet an Doareoù Implijout evit gouzout hiroc'h. Reolennoù prevezded Diwar-benn Wikipedia Kemennoù Gwel evit an hezoug
<urn:uuid:b3314c4a-2b26-411d-9a7e-342e76f59e8f>
{ "date": "2013-05-18T11:51:27Z", "dump": "CC-MAIN-2013-20", "file_path": "s3://commoncrawl/crawl-data/CC-MAIN-2013-20/segments/1368696382360/warc/CC-MAIN-20130516092622-00033-ip-10-60-113-184.ec2.internal.warc.gz", "language": "bre", "language_score": 0.9968514442443848, "language_script": "Latn", "top_langs": "{\"bre_Latn_score\": 0.9968514442443848}", "url": "http://br.wikipedia.org/wiki/Patrom:Toullgorferezh_penna%C3%B1" }
Ur yezh indez-aryek eo ar potwareg (potwari, anvet ivez pothohari ha mirpuri), komzet eus Rawalpindi e Pakistan betek Mirpur war ar vevenn kachmirek. Ur yezh kar d'ar pandjabeg ha d'ar romeg, yezh an jispsianed.
<urn:uuid:b430ff5a-5a84-4fd2-a48c-9a206f586ab1>
{ "date": "2013-05-21T13:00:50Z", "dump": "CC-MAIN-2013-20", "file_path": "s3://commoncrawl/crawl-data/CC-MAIN-2013-20/segments/1368700014987/warc/CC-MAIN-20130516102654-00033-ip-10-60-113-184.ec2.internal.warc.gz", "language": "bre", "language_score": 0.9994364976882935, "language_script": "Latn", "top_langs": "{\"bre_Latn_score\": 0.9994364976882935}", "url": "http://br.wikipedia.org/wiki/Potwareg" }
a vo kavet e Kerandafar, ar sanailh ma vez klenket dafar ar Wikipedia. N'eus na pajenn na media ebet er rummad-mañ evit ar mare.
<urn:uuid:7ae54a82-b843-46ad-a770-1a135d811f9e>
{ "date": "2013-05-25T09:49:06Z", "dump": "CC-MAIN-2013-20", "file_path": "s3://commoncrawl/crawl-data/CC-MAIN-2013-20/segments/1368705926946/warc/CC-MAIN-20130516120526-00032-ip-10-60-113-184.ec2.internal.warc.gz", "language": "bre", "language_score": 0.9994904398918152, "language_script": "Latn", "top_langs": "{\"bre_Latn_score\": 0.9994904398918152}", "url": "http://br.wikipedia.org/wiki/Rummad:Ganedigezhio%C3%B9_1386" }
-on Ur pennad eus ar Wikeriadur, ar geriadur liesyezhek frank a wirioù. | | Taolenn Brezhoneg -on /ɔ̃n/ - Merk al liester a stager ouzh anvioù-kadarn 'zo. -on /ɔ̃n/ - Merk ar c'hentañ gour unan : Furmoù savet gant an dibenn-ger-se Ret e vefe resisaat ar rummenn ger : -ak-, -verb-, -ag-, -adv-, unan all. |Sellet e vez ouzh ar bajenn pe ar gevrenn-mañ evel un divraz da glokaat e brezhoneg. Mar gouezit tra pe dra diwar-benn danvez ar pennad e c'hellit lakaat ho kouiziegezh da dalvezout dre gemmañ ar bajenn-mañ diouzhtu goude klikañ war al liamm « kemmañ ».| 1. dibenn anv-gwan - gwirion, brezhon
<urn:uuid:f70baa0d-9a65-4507-ad20-32da3a7ebea0>
{ "date": "2013-05-18T21:46:14Z", "dump": "CC-MAIN-2013-20", "file_path": "s3://commoncrawl/crawl-data/CC-MAIN-2013-20/segments/1368696382892/warc/CC-MAIN-20130516092622-00074-ip-10-60-113-184.ec2.internal.warc.gz", "language": "bre", "language_score": 0.9999904632568359, "language_script": "Latn", "top_langs": "{\"bre_Latn_score\": 0.9999904632568359}", "url": "http://br.wiktionary.org/wiki/-on" }
Bro-Raez Istor [kemmañ] En IXvet kantved e voe aloubet ar c'horn-bro gant armeoù ar Vretoned, renet gant Nevenoe hag e vab Erispoe, a voe trec'h war ar Franked etre 843 ha 851. Da-heul Feur-emglev Angers (851), skoulmet etre Karl Voal hag Erispoe e voe roet bro Raez, pe "Ratense", d'ar Vretoned.[1] Ar baron Jili Raez, a damaller dezhañ bezañ muntret ha gwallet e-leizh a vugale vihan, a oa un denjentil eus Bro-Raez. Notennoù [kemmañ] - René Cintre, Les Marches de Bretagne au Moyen Âge, ti-embann Jean Marie Pierre 1992 - Alain Gérard, Les Vendéens des origines à nos jours, Centre vendéen des recherches historiques, La Roche-sur-Yon 2001
<urn:uuid:25053733-e128-4006-9e06-21e16a541027>
{ "date": "2013-05-21T19:55:56Z", "dump": "CC-MAIN-2013-20", "file_path": "s3://commoncrawl/crawl-data/CC-MAIN-2013-20/segments/1368700497024/warc/CC-MAIN-20130516103457-00074-ip-10-60-113-184.ec2.internal.warc.gz", "language": "bre", "language_score": 0.986416757106781, "language_script": "Latn", "top_langs": "{\"bre_Latn_score\": 0.986416757106781}", "url": "http://br.wikipedia.org/wiki/Bro-Raez" }
Karaez-Plougêr |Kumunioù Breizh| |Karaez-Plougêr| |Departamant||Penn-ar-Bed| |Bro hengounel||Kerne - Poc'hêr| |Arondisamant||Arondisamant Kastellin| |Etrekumuniezh||Kumuniezh kumunioù ar Poc'hêr| |Bro 'Voynet'||Bro Kornôg Kreiz-Breizh| |Pastell-vro votiñ| |Kanton||Karaez-Plougêr | (penngêr) |Kod INSEE||29024| |Kod post||29270| |Maer | Amzer gefridi |Kristian Troadeg | 2001-2014 |Gorread||2 581 ha = 25 81 km²| |Hed ha led||48.28°, -3.58°| |Uhelder||keitat : 104 m | bihanañ : 69 m brasañ : 169 m |Poblañs hep kontoù doubl||7 667 | (2007) |Stankter||war-dro 296| | | Taolenn Istor [kemmañ] Darvoudoù-sport a bep seurt [kemmañ] - 6 a viz Gouere 2011 : 5vet tennad-hent Tro Bro-C'hall etre Karaez hag ar C'hab Frehel ; trec'h eo Mark Cavendish (Enez-Vanav). Etimologiezh [kemmañ] Dont a ra anv Karaez eus an anv: Caer Ahes. Kaer : lec'h kreñvet. Monumantoù ha traoù heverk [kemmañ] - Dourbont roman - Pont Toull Vihan - Iliz-parrez Sant Treveur - Iliz Sant Pêr, Plougêr - Maner Kernigez - Ti ar Senechal - Pont ar Veilh Veur - Kouent an Aogustined - Kouent Karmez - Kouent an Ospitalierezed - Ar mirva henoniezh - Plasenn an Tour d’Auvergne - Chapel Santez Anna - Kastell Kerampuilh - Ar C’hastell Ruz - Marc'h-tan kozh - Bez ar C'hommonwealth e bered ar gumun |Bro||Niver a soudarded| |Kanada||1 (Aerlu)| |Hollad||1| Sport [kemmañ] E Karaez ez eus ur strollad mell-droad anvet Dernières Cartouches de Carhaix, ur skipailh atleterezh, ur skipailh handball, a skipailhoù sportoù all ivez. Tud brudet [kemmañ] Tud bet ganet eno [kemmañ] - Vefa de Bellaing, bet ganet Geneviève (Jenovefa e brezhoneg) Charbonnier de Sireuil, songarourez, emsaverez yezh ha sevenadur Breizh ha barzhez (Soaz Kervahe hec'h anv-pluenn) 19 a viz Gwengolo 1909. Douaroniezh [kemmañ] Emdroadur ar boblañs 1962-2006 [kemmañ] Niver a annezidi Brezhoneg [kemmañ] - E 1921, d'an 2 a viz Gwengolo, e voe votet un het gant kuzul-kêr Karaez evit goulenn ma vije kelennet ar brezhoneg er skolajoù hag el liseoù hag e vije posupl tremen un arnodenn vrezhonek er vachelouriezh. Ya d'ar brezhoneg [kemmañ] - D'ar 27 a viz Gwengolo 2004 e oa bet votet ar garta Ya d'ar brezhoneg gant kuzul-kêr ar gumun. - D'ar 14 a viz Meurzh 2005 e oa bet roet da gumun Karaez al label Ya d'ar brezhoneg live 2. - D'an 31 a viz Genver 2009 e oa bet roet da gumun Karaez al label Ya d'ar brezhoneg live 3. Buhez foran [kemmañ] - Unan eus ar c'humunioù e-penn a-raok evit lakaat ar brezhoneg war wel er vuhez foran eo Karaez abaoe ar bloavezhioù 1980 da nebeutañ. Bet eo ar gumun gentañ o staliañ panelloù heñchañ divyezhek, pa oa maer Jean-Pierre Jeudy. Gant Kristian Troadeg, maer abaoe 2001, ez eus bet graet ur c'hammed all war-raok ha votet ez eus bet un destenn politikerezh yezh a-unvouezh. Ur bodad trakêr a vod dileuridi eus Ofis ar Brezhoneg, kevredigezhioù brezhonek ar gumun hag hiniennoù kar-o-yezh zo bet savet dindan renerezh Visant Abaziou eilmaer brezhoneger e-karg eus ar sevenadur. - E 1999 eo bet staliet sez Ofis ar Brezhoneg, benveg politikerezh yezh Rannvro-Breizh e Karaez, gant ar Rannvro. Deskadurezh [kemmañ] - Skolioù divyezhek a zo eno abaoe 1985. - E 2006 e kaver Diwan hag an div hentenn divyezhek er gumun : Div Yezh ha Dihun. 13 % eus bugale kêr zo skoliataet e Diwan hag en deskadurezh divyezhek (21,49% er c'hentañ derez). - E distro-skol 2009 e oa enskrivet e Diwan hag er c'hlasoù divyezhek 23,3% eus bugale ar gumun evit a sell ouzh ar c'hentañ derez [3]. - E Karaez eo bet staliet al lise Diwan kentañ e Breizh. - E 2011 ez eus kaoz da serriñ an hentenn vrezhonek en eil derez er skolioù Stad. - E distro-skol 2010 e oa enskrivet er skol Diwan hag er c'hlasoù divyezhek 452 skoliad (23,2% eus skolidi ar gumun evit a sell ouzh ar c'hentañ derez) [4]. - Al liesdegemer"Galipette/Toutig penn" en deus sinet Live 1 karta Divskouarn. - Al Liesdegemer "La main dans la main" en deus sinet ul live tost da live 1 karta Divskouarn. Gouelioù dibar [kemmañ] - Gouel an Erer Kozh, e miz Gouere - Bagadañs, e miz Gouere - Saloñs al Levrioù ha Romantourien Breizh, en diskaramzer Melestradurezh [kemmañ] |Listenn maered Karaez| |Maread||Anv||Strollad||Perzh| |1792 –||Théodore Le Gogal| |a-raok 1845 – goude 1845||Bernard||Kuzulier-meur| |a-raok 1853 – goude 1867||Révault||Kuzuliad-kêr e 1866| |a-raok 1877 – goude 1880||Joseph Nédellec||noter. Kuzulier-meur hag kannad| |a-raok 1900 – goude 1900||Anthoine| |1906 – mae 1945||Ferdinand Lancien||Strollad radikal-sokialour||Senedour| |c'hwevrer 1957 – meurzh 1977||Jean Rohou||dehou diseurt||tisaver labourioù foran| |meurzh 1977 – mezheven 1995||Jean-Pierre Jeudy||Strollad komunour Gall||Kuzulier-meur kanton Karaez-Plouger.(1973-1979)| |mezheven 1995 – meurzh 2001||André Le Roux||Unvaniezh evit an demokratelezh Gall||apotiker| |meurzh 2001 – bremañ||Christian Troadec||kleiz diseurt||kazetenner| |N'eo ket anavezet c'hoazh an holl fedoù.| Gevellerezh [kemmañ] Gevellet eo kêr gant : - Oiartzun en Euskal Herria - Waldkappel en Alamagn - Carraig Mhacaire Rois en Iwerzhon - Dawlish e Bro-Saoz - Rijnwoude en Izelvroioù - El Arroub e Palestina Liammoù diavaez [kemmañ] - (br) Lec'hienn an ti-kêr - (br) Karaez-Plougêr war lec'hienn Geobreizh - L'Ouest en mémoire (Ina) - Daspun etrevroadel ar c'hoarioù kelted e Karaez-Plouguer 1990 - L'Ouest en mémoire (Ina) - Gouel an erer kozh 1995 - L'Ouest en mémoire (Ina) - Ar spered Kreiz Breizh 1998 - (INA) 7 a viz Gouere 1995. Sellet d'ar 27 a viz Mezheven 2011, 7 a viz Gouere 1995. Sellet d'ar 27 a viz Mezheven 2011
<urn:uuid:edd6905e-6881-4ac9-abbf-c8ae8bad3045>
{ "date": "2013-05-24T04:46:52Z", "dump": "CC-MAIN-2013-20", "file_path": "s3://commoncrawl/crawl-data/CC-MAIN-2013-20/segments/1368704179963/warc/CC-MAIN-20130516113619-00074-ip-10-60-113-184.ec2.internal.warc.gz", "language": "bre", "language_score": 0.9972159266471863, "language_script": "Latn", "top_langs": "{\"bre_Latn_score\": 0.9972159266471863}", "url": "http://br.wikipedia.org/wiki/Karaez" }
Normandi Normandi pe Normandia [1] (Nouormandie e normaneg, Normandie e galleg ha Normandy e saozneg) zo unan eus ar broioù kozh a zo aet da ober Bro-C'hall, war-bouez an inizi Aldernez, Gwernenez, Jerzenez, Sark hag a zo perc’hennet gant kurunenn Breizh-Veur, hep bezañ un darn eus ar Rouantelezh-Unanet, dre ma'z eo rouaned Breizh-Veur ha Norzhiwerzhon duged Normandi ivez. | | Taolenn Orin an anv [kemmañ] Normandi a zeu eus al latin Normandia , savet diwar ar ger Northmen, paotred an Norzh. Istor [kemmañ] Yezh [kemmañ] Normaneg a vez lavaret eus yezh Normandi. Kêrioù pennañ [kemmañ] - Rouen (410 000 annezad) - An Havr-Nevez (250 000 annezad) - Caen (200 000 annezad) - Cherbourg (90 000 annezad) - Évreux (51 200 annezad) - Dieppe (35 700 annezad) - Sant-Heler (29 400 annezad), e Jerzenez - Alençon (28 900 annezad) Boued Normandi [kemmañ] Boued mod Normandi zo diazezet war pevar produi : an avaloù, al laezh, ar c'hig hag ar boued-mor. Gounezet vez avaloù evit ober chistr ha Calvados hag a zo implijet er gegin ivez. Produiñ a reer ivez formajoù, ha kregin evel istr, meskl ha kregin Sant-Jakez. Dave ha notennoù [kemmañ] - Normandia eo an anv hervez Geriadur Hemon-Huon, Normandi eo a gaver er c'hanaouennoù-pobl.
<urn:uuid:a1cbe9b2-b8c2-41b6-b172-9c1087776573>
{ "date": "2013-06-18T07:30:39Z", "dump": "CC-MAIN-2013-20", "file_path": "s3://commoncrawl/crawl-data/CC-MAIN-2013-20/segments/1368706964363/warc/CC-MAIN-20130516122244-00074-ip-10-60-113-184.ec2.internal.warc.gz", "language": "bre", "language_score": 0.9937211275100708, "language_script": "Latn", "top_langs": "{\"bre_Latn_score\": 0.9937211275100708}", "url": "http://br.wikipedia.org/wiki/Normandi" }
Emgann ar renkadoù zo unan eus diazezoù ar varksouriezh. Hervez Karl Marx ha Friedrich Engels, diazezerien ar gelennadurezh, "Istor kement kevredigezh a zo eo istor emgann ar renkadoù ".
<urn:uuid:a92d1bcf-430e-47d8-8ab2-68f9e6d44195>
{ "date": "2013-05-23T09:02:25Z", "dump": "CC-MAIN-2013-20", "file_path": "s3://commoncrawl/crawl-data/CC-MAIN-2013-20/segments/1368703057881/warc/CC-MAIN-20130516111737-00082-ip-10-60-113-184.ec2.internal.warc.gz", "language": "bre", "language_score": 1.0000052452087402, "language_script": "Latn", "top_langs": "{\"bre_Latn_score\": 1.0000052452087402}", "url": "http://br.wikipedia.org/wiki/Emgann_ar_renkado%C3%B9" }
Leòdhas agus na Hearadh Leòdhas agus na Hearadh a vez lavaret e gouezeleg (Lewis and Harris e saozneg) eus an div enezenn stag, Leòdhas en hanternoz ha Na Hearadh er c'hreisteiz, en Inizi Gall. Ober a reont brasañ enezenn Bro-Skos ha Breizh-Veur. Etrezo hag an douar-bras emañ ar strizh-mor anvet the Minch.
<urn:uuid:b823929b-3630-48a1-8ef4-41d6a2fb4a5d>
{ "date": "2013-06-20T06:03:33Z", "dump": "CC-MAIN-2013-20", "file_path": "s3://commoncrawl/crawl-data/CC-MAIN-2013-20/segments/1368710366143/warc/CC-MAIN-20130516131926-00082-ip-10-60-113-184.ec2.internal.warc.gz", "language": "bre", "language_score": 0.9972995519638062, "language_script": "Latn", "top_langs": "{\"bre_Latn_score\": 0.9972995519638062}", "url": "http://br.wikipedia.org/wiki/Le%C3%B2dhas_agus_na_Hearadh" }
a vo kavet e Kerandafar, ar sanailh ma vez klenket dafar ar Wikipedia. 2 isrummad zo d'ar rummad-mañ diwar un hollad a 2. N'eus er rummad-mañ nemet ar bajenn da-heul.
<urn:uuid:4f591a9d-fd08-4e3a-9a0e-8356de7b24e6>
{ "date": "2013-06-20T06:29:17Z", "dump": "CC-MAIN-2013-20", "file_path": "s3://commoncrawl/crawl-data/CC-MAIN-2013-20/segments/1368710366143/warc/CC-MAIN-20130516131926-00082-ip-10-60-113-184.ec2.internal.warc.gz", "language": "bre", "language_score": 0.9997349381446838, "language_script": "Latn", "top_langs": "{\"bre_Latn_score\": 0.9997349381446838}", "url": "http://br.wikipedia.org/wiki/Rummad:1814" }
| || | Buhez ha fent |Lossec Hervé | |13,90 €||Poser une question sur ce produit| | | Sur eo eh anavezit anezo toud an dud ‘ba an istoriou-mañ. Penaoz ‘ta, ne rit ket ? Geo ‘vad, ma z oh bet o pourmen kostez Bro-Leon eur wech bennag, ma z eo c’hoarvezet ganeoh mond en ti-bank, pe en eun davarn. Koñchennou a beb seurt a glever eno, traou c’hoarvezet e gwirionez, m’hen tou, war bouez nebeud a dra yantao. E brezoneg c’hwek, mardouen ! Ar politikerez, ar vuhez vodern, festival Kann al Loar… O meno o-devez Feñchig ha Jopig war bep tra. Ne guz ket Herve Lossec a-dreñv e fent memestra : gouzoud a ra diskouez plegou e galon deom eun tamm bennag, buhez e vamm-goz hag hini Sebastian, lesanvet Sebastopol ; e eñvorennou deuz ar skol, pe hoaz e redadeg "trail" en Thailand. N’eo ket unan da gaoud hirêz deuz an traou tremenet, gwelloh gantañ chom heb dizoñjal anezo, ha c’hoarzin asamblez gand al lennerien, heb tamm aon ebed rag an dazond ! Anavezet-mad eo Herve Lossec evid e vrezoneg brao hag e fent, hag evid ar startijenn e-nevez o kas en-dro Ti ar Vro Bro-Leon. Meur a leor e-neus embannet : "Domino !" (‘ti ar Falsab) ha "Perles de Banquiers" (‘ti an Télégramme) e galleg, ha "Loig Drouglazet" evid ar re yaouank (‘ti TES) e brezoneg. Gand Emgleo Breiz e-neus embannet "Friko Yannig Pennkaled", hag hemañ eo e eil leor. Vous les connaissez tous, ces Léonards, mais si... Vous les avez croisés à la banque, au bar du coin... Ils ont leur avis sur tout, et le clament haut et fort : la politique, les affaires locales, les moeurs qui changent, le festival Kann al Loar... Jopig et Feñchig ne sont jamais en reste. Et leur breton populaire sonne toujours juste sous la plume d’Hervé Lossec. Mais celui-ci ne se cache pas derrière son humour : ici on trouvera ses souvenirs d’adolescent de l’hiver 1963, et l’histoire de sa grand-mère, ainsi que celle de Sébastien-Sébastopol, qui nous donnent à mesurer le chemin parcouru par la société depuis... pour le meilleur? En tous cas c’est vers demain que regardent ces nouvelles, sans crainte ni faux regrets ! | | | | Vous pourriez être également interressé(e) par un de ces produits
<urn:uuid:1e5be433-39d8-4c15-9b1b-fb52558f0bea>
{ "date": "2013-05-22T19:19:01Z", "dump": "CC-MAIN-2013-20", "file_path": "s3://commoncrawl/crawl-data/CC-MAIN-2013-20/segments/1368702414478/warc/CC-MAIN-20130516110654-00033-ip-10-60-113-184.ec2.internal.warc.gz", "language": "bre", "language_score": 0.9132905006408691, "language_script": "Latn", "top_langs": "{\"bre_Latn_score\": 0.9132905006408691, \"fra_Latn_score\": 0.043057460337877274, \"frp_Latn_score\": 0.013162997551262379}", "url": "http://www.emgleobreiz.com/index.php?page=shop.product_details&product_id=472&flypage=flypage_images.tpl&pop=0&vmcchk=1&option=com_virtuemart&Itemid=2" }
E Gras-Gwengamp e oa bet aozet evit an eil gwech un nozhvezh disko evit sikour skol Diwan Gwengamp. © 2006-2013 Wevod | Sign In | Subscribe | Legal mentions
<urn:uuid:a9cabbf4-ff17-47e9-acc2-eea3a332985f>
{ "date": "2013-05-24T12:26:02Z", "dump": "CC-MAIN-2013-20", "file_path": "s3://commoncrawl/crawl-data/CC-MAIN-2013-20/segments/1368704655626/warc/CC-MAIN-20130516114415-00009-ip-10-60-113-184.ec2.internal.warc.gz", "language": "bre", "language_score": 0.9820552468299866, "language_script": "Latn", "top_langs": "{\"bre_Latn_score\": 0.9820552468299866}", "url": "http://blog.gwagenn.tv/videos/view/155031/2012/03/30/nozvezh-disko" }
Jean-Baptiste Colbert Eus Wikipedia |Labour zo d'ober c'hoazh a-raok peurechuiñ ar pennad-mañ. Ma fell deoc'h reiñ un tamm skoazell, krogit e-barzh. Mar karfec'h reiñ hoc'h ali ha netra ken, grit 'ta e pajenn ar gaozeadenn.| |Labour zo d'ober c'hoazh a-raok peurechuiñ ar pennad-mañ. Ma fell deoc'h reiñ un tamm skoazell, krogit e-barzh. Mar karfec'h reiñ hoc'h ali ha netra ken, grit 'ta e pajenn ar gaozeadenn.|
<urn:uuid:3c78ccb5-5bd9-4584-b684-5fe90958d078>
{ "date": "2013-06-19T01:52:49Z", "dump": "CC-MAIN-2013-20", "file_path": "s3://commoncrawl/crawl-data/CC-MAIN-2013-20/segments/1368707439689/warc/CC-MAIN-20130516123039-00009-ip-10-60-113-184.ec2.internal.warc.gz", "language": "bre", "language_score": 1.0000077486038208, "language_script": "Latn", "top_langs": "{\"bre_Latn_score\": 1.0000077486038208}", "url": "http://br.wikipedia.org/wiki/Jean-Baptiste_Colbert" }
Mikuláš Kadaň Mikuláš Kadaň (tchekeg : Mikuláš z Kadaně) a oa un horolajer. Gantañ e voe ijinet Horolaj steredoniel Praha, asambles gant Jan Šindel e-tro 1410 (Wenceslas IV a oa impalmaer d'ar mare-se). Kemmet e voe an Horolaj gant Mestr Hanuš, ha diwar se e fazias Alois Jirásek pa'z embannas e oa bet savet e oa bet savet an Horolaj gant Hanuš.
<urn:uuid:c97f900b-c9c2-41f6-9370-5809456cf11d>
{ "date": "2013-05-21T08:01:44Z", "dump": "CC-MAIN-2013-20", "file_path": "s3://commoncrawl/crawl-data/CC-MAIN-2013-20/segments/1368699798457/warc/CC-MAIN-20130516102318-00024-ip-10-60-113-184.ec2.internal.warc.gz", "language": "bre", "language_score": 0.9234126806259155, "language_script": "Latn", "top_langs": "{\"bre_Latn_score\": 0.9234126806259155, \"pms_Latn_score\": 0.011527790687978268}", "url": "http://br.wikipedia.org/wiki/Mikul%C3%A1%C5%A1_Kada%C5%88" }
Mont-Terrible a oa anv un departamant gall e Suis da vare an Impalaeriezh c'hall kentañ. Porrentruy e oa ar pennlec'h anezhañ. Dont a ra an anv eus ar Mont-Terri, pe Pultberg en alamaneg, ur menez 804 metr a uhelder dezhañ, e kanton Jura e Suis. Krouet e voe e 1793 pa voe staget ouzh Bro-C'hall ar République rauracienne, savet e 1792 diwar ul lodenn eus eskopti Basel. E 1797, e voe distaget priñselezh kozh Montbéliard diouzh departamant gall an Haute-Saône evit he stagañ outi. Diskaret e voe an departamant e 1800, ha staget ouzh an Haut-Rhin, e stumm daou arondisamant, re Delémont ha Porrentruy. E 1815 e voe rannet an douaroù anezhañ:
<urn:uuid:cf07e1af-758c-4463-b9f7-d8e281d4066a>
{ "date": "2013-05-21T08:09:03Z", "dump": "CC-MAIN-2013-20", "file_path": "s3://commoncrawl/crawl-data/CC-MAIN-2013-20/segments/1368699798457/warc/CC-MAIN-20130516102318-00024-ip-10-60-113-184.ec2.internal.warc.gz", "language": "bre", "language_score": 0.999503493309021, "language_script": "Latn", "top_langs": "{\"bre_Latn_score\": 0.999503493309021}", "url": "http://br.wikipedia.org/wiki/Mont-Terrible" }
Bob Marley Robert Nesta Marley, lesanvet Bob Marley, a oa ur soner, kaner ha soanozer reggae ganet e Saint Ann (Jamaika) d'ar 6 a viz C'hwevrer 1945 ha marvET abalamour d'ur c'hrign-bev e Miami (Florida, e Stadoù-Unanet Amerika) d'an 11 a viz Mae 1981. Penn ar strollad ska, , rocksteady ha reggae anvet "The Wailers" (1964 – 1974) ha Bob Marley & the Wailers (1974 – 1981). Derc'hel a ra da vezañ ar soner ska ha reggae brudetañ, ha lakaet en deus ar bed a-bezh da anavout sonerezh Jamaika[1]. E-mesk kanaouennoù brudetañ Marley e c'haller menegiñ "I Shot the Sheriff", "No Woman, No Cry", "Exodus", "Could You Be Loved", "Stir It Up", "Jamming", "Redemption Song", "One Love" ha, gant "The Wailers", ""Three Little Birds"[2], hag an oberennoù dalif "Buffalo Soldier" ha "Iron Lion Zion". An albom dastumad, Legend, embannet e 1984, tri bloaz goude e varv, eo ar bladenn reggae zo bet gwerzhet ar muiañ (10 gwezh pladenn platin[3]), gant ouzhpenn 12 milion skouerenn gwerzhet. | | Taolenn Yaouankiz [kemmañ] Bob Marley, (e anv gwir Robert Nesta Marley), a zo bet ganet e Jamaika, mab ur vamm jamaikan du, Cedella Booker , hag un tad jamaikan gwenn a orin saoz, Norval Marley, a oa o vevañ e Liverpool. Kabiten e oa er verdeadurezh ha labourat a rae evel mestr-micherour e plantadegoù. Bob Marley n'en deus ket anavezet anezhañ morse (tud Norval Marley ne blije ket dezho e zaremped gant ur plac'h du). Norval a bourchasas arc'hant d'e wreg ha d'e vugel met ne veze ket gwelet alies, rak alies e veze o verdeiñ. E 1955, pa oa Marley 10 vloaz kozh, ez eas e dad da anaon diwar un taol-gwad da 60 vloaz. Marley a c'houzañvas ar ouennelouriezh pa oa yaouank rak gwelet fall e oa an hironaj e Jamaika, ha talañ a reas ouzh goulennoù diwar e identelezh gouenn a-hed e vuhez. Disklêriañ a reas : - "Ne'm eus rakvarn ebet diwar e benn. Gwenn e oa ma zad ha du e oa ma mamm. Un hiron a reont ac'hanon pe forzh pe anv all. Me, ne duan gant den ebet. Ne duan ket gant tu du an den na gant an tu gwenn. Tuañ a ran gant Doue, an hini en deus ma c'hrouet hag en deus lakaet ac'hanon da zont eus du ha gwenn." Bob Marley a zioueras e dad, ha disteurel a reas an hironaj-mañ. Da vare e grennoad e kuitaas ar maezioù evit mont da ghetto Trenchtown, e Kingston, nebeut goude marv e dad. Ret e voe dezhañ deskiñ en em zifenn abalamour d'e hironaj ha d'e vent vihan (163 cm). Gounit a reas brud evit e nerzh hag ul lesanv da-heul : "Tuff Gong". Eno e kejas gant Bunny Livingstown, brudet diwezhatoc'h evel Bunny Wailer, ha gant Peter Tosh. Kregiñ a reas ganto da ganañ tonioù Rhythm and Blues a gleve war radioioù Miami. Bob Marley a guitaas e vicher souder hag a enrollas e ganaouenn gentañ Judge Not e 1961, pa oa 16 vloaz. Ne voe ket gwerzhet mat ar bladenn met kenderc'hel a reas Marley memestra. formed a ska and rocksteady group, calling themselves "The Teenagers". They later changed their name to "The Wailing Rudeboys", then to "The Wailing Wailers" Ar Wailers [kemmañ] E 1963 e savas gant Peter Tosh, Bunny Wailer, Junior Braithwaite, Beverley Kelso, ha Cherry Smith ar strollad ska ha rocksteady anvet "The Teenagers". Cheñch a rejont anv diwezhatoc'h evit "The Wailing Rudeboys", ha goude evit « The Wailing Wailers » (ar rugennerien rugenner). Tapout a rejont kontradiñ gant Studio One ha produet e oa o c'hanaouennoù kentañ gant Clement Coxsone Dodd. Dispartiañ a rejont diouzh Dodd er fin abalamour da gudennoù arc'hant. E 1966, Braithwaite, Kelso, ha Smith o doa dilzezet The Wailers, ar pezh a leze Marley, Livingston, ha McIntosh. E 1966 e timezas gant Rita Anderson ha mont a reas ivez da labourat d'ar Stadoù-Unanet, en Delaware, e lec'h ma oa e vamm addimezet o chom, e 1967. Labourat a ra en ostaleri Dupont ha drec'hel a ra da skrivañ kanaouennoù. Kemeret eo e lec'h er strollad gant Constantine "Dream" Walker e-keit-se. Goude e zistro, goude an hañv 1966, e kemmas kredenn hag a zeuas da vezañ rastafari ha da gaoud dreadlocks. Sevel a ra gant Peter Tosh ha Bunny Livingston al label dizalc'h "Wail'n Soul'm". O c'hentañ son produet gante o-unan er c'hiz rocksteady nevez zo anvet "Bend Down Low". Mortimer Planno, ur rasta jamaikan a orin kuban en deus beajet en Etiopia hag en deus kejet gant Haile Selassie Iañ e deroù ar bloavezhioù 60, a roas dezhañ ul lodenn eus e brederouriezh rasta. Hep harp ur gwerzher a-vivher e veze gwerzhet fall-kenañ e bladennoù, ha Marley zo re baour evit bevañ e kêr gant e vaouez Rita hag e zaou vugel Cedella ha Ziggy. E 1967 e tistroas d'e gêriadenn evit ar pezh zo anvet ur prantad sioulder speredel hag a badas ur bloavezh. Derc'hel a ra avat da sevel sonioù da enrollañ ha da embann pladennoù 45 tro divrud evit e di-embann vihan "Wail'n Soul'm", evel "Hypocrites" ha "Nice Time", sinet Bob Marley & the Wailers, hag a zeuio da vezañ brudet-kenañ. Adalek 1968 e skrivas e ganaouennoù relijiel kentañ. Goude un tabut gant Dodd, Marley hag e strollad a grogas da labourat gant ar produktour Lee "Scratch" Perry hag e strollad studio, "The Upsetters". E penn-kentañ ar bloavezhioù 70 e produas Marley e bladenn « Soul Rebel » gant Lee Scratch Perry. Fachañ a reas gantañ abalamour d'ar gwirioù oberour : Perry, hag a grede kaout ar gwirioù, a embannas ar bladenn e Bro-Saoz. D'ar memes mare e labouras gant ar produktour amerikan Danny Sims, met, d'an nebeutañ evit Bob, ne voe disoc'h mat ebet eus ar c'henlabour-mañ. Daous ma ne badas ket ar c'henlabour gant Perry en tu all d'ur ur bloavezh, kalz tud a soñj dezhe ez eo ar prantad ma oa enrollet ar sonerezh gwellañ. E-pad ur mare leun a ziaesterioù evito, Marley hag e strollad a yeas e darempred gant Chris Blackwell, rener al label Island, hag a embannas lodenn vrasañ e berzhioù niverus. War al label-se e voe savet « I Shot The Sheriff » gant Marley e 1973, ur ganaouenn a vo adkemeret gant Eric Clapton. Ar pladennoù kentañ embannet e ti Island a voe embannet dindan anv ar Wailers met, e 1974, Bunny Wailer (ha ne c'helle ket gouzañv ar c'harr-nij) ha Peter Tosh a guitaas ar strollad, o leuskel Bob e-unan. Lod a soñj dezhe e oa dizemglevioù etre Livingston, McIntosh, ha Marley diwar-benn o labour, lod all a lavar e oa gwelloc'h dezhe labourat pep hini diouzh e du. McIntosh a grogas da enrollañ dindan anv Peter Tosh, ha Livingston a zalc'has e anv nevez : Bunny Wailer. Bob Marley and the Wailers [kemmañ] Daoust d'an disparti e talc'has Marley da enrollañ evel "Bob Marley & The Wailers". E-ouez z sonerien nevez, menegomp ar breudeur Carlton hag Aston "Family Man" Barrett d'an taboulinoù ha d'ar gitar boud, Junior Marvin ha Al Anderson d'ar gitar, Tyrone Downie ha Earl "Wya" Lindo gat ar c'hlaouieroù, hag Alvin "Seeco" Patterson gant ar benvegoù-tos. An "I Threes", anezhe Judy Mowatt, Marcia Griffiths, ha maouez Marley, Rita, a gane. En e bladenn solo kentañ, "Natty Dread" hec'h anv, kas a reas sonioù blues, a-drugarez d'ur gitarour amerikan. Heuliet eo gant "Live!" enrollet d'an 18 a viz Gouere 1975 e Londrez ha "Rastaman Vibration", hag a voe ar bladenn gwerzhet ar gwellañ e-pad buhez Marley. E 1975, Marley a zeuas da vezañ anavezet er bed a-bezh gant e hit kentañ e diavaez Jamaika, "No Woman, No Cry," war an albom Natty Dread. Heuliet e oa gant an albom a reas berzh er Stadoù-Unanet, Rastaman Vibration (1976), a chomas peder sizhun er Billboard charts Top Ten. E miz Kerzu 1976, daou zevezh ent "Smile Jamaica", ur sonadeg digoust aozet gant kentañ ministr Jamaika, Michael Manley, a-benn sioulaat ar reuz etre an div gostezenn bolitikel a oa o stourm an eil gant eben, Bob Marley a achapas d'ul lazhadeg aozet gant 6 den armet en e chomaj. Resev a reas memestra ur boled er vrec'h hag unan all en e vruched, ha gloazet e oa e wreg Rita en un doare grevus gant ur boled en he fenn. Don Taylor, o manager, a oa gloazet en un doare grevus-kenañ. Nag an dorfedourien nag an arc'hantaer na voe adkavet. Abeg al lazhaged a oa politikel sur a-walc'h. Tud zo a gred ez eo abalamour m'en doa kameret perzh Marley en un abadenn a-du gant an araokour Michael Manley. Marley a oa bet gourdrouzet goude an abadenn-se. Al lazhadeg a vefe bet arc'hantaet gant an tu mirour... met Marley a lavare ne rae ket a bolitikerezh, hag a vurutelle anezhañ hep ober forzh eus ar c'hamp o veuliñ ar peoc'h hag unvanelezh ar jamaikaned a-enep an disparti hag ar brezel diabarzh. N'eus displegadenn sur ebet. Daoust da se, daou zevezh goude ar gwall-daol, e kemeras perzh Bob Marley en abadenn Smile Jamaica e Kingston. Divroañ a reas goude da Londrez peogwir n'en em sante ket mui e surentez e Jamaika. Enrollañ a reas enni ar pladennoù "Exodus", "Kaya" ha singlioù gant Lee Scratch Perry. Marv Bob Marley [kemmañ] E 1977, dizoloiñ a reas ur gloazadenn en e viz-troad (an hini bras) dehoù. Plijet bras gant ar mell-droad, krediñ a reas e oa en em c'hloazet o c'hoari. Graet e vez un diagnostik gwir : Bob Marley a oa tapet gant krign bev ar c'hroc'hen. Aliet e voe dezhañ troc'hañ e viz-troad, ar pezh a nac'has, peogwir e oa a-enep mennozhioù ar rastafari. Klask a reas ar vezeien pareañ anezhañ ouzh e gimigurañ, e klinikenn ar mezeg Josef Issels en Alamagn, met ne voe efed ebet. En em ledañ a reas ar c'hrign-bev. E fin e vuhez, e kemmas kredenn hag e heulias kredenn an Iliz reizhkredour etiopiat (unan eus an Ilizoù jamaikan, tost d'ar preder rasta). C'hoant en doa da vervel e Jamaika met mervel a reas e Miami d'an 11 a viz Mae 1981, re wan an tamm outañ evit ober ar veaj e karr-nij betek Jamaika, goude bezañ deuet en-dro eus klinikenn an doktor Issels. E istor ne echuas ket amañ hag ar pezh en deus graet a zo bev c'hoazh hiziv an deiz. Pladennoù [kemmañ] Gant ar Wailers (Bunny Wailer & Peter Tosh) : - 196? : One Love at Studio One (63-66) (dastumadeg e ziv bladenn embannet e 1991) - 196? : Simmer down at Studio One (dastumadeg embannet e 1994) - 1966 : The Wailing Wailers at Studio One (dastumadeg embannet e 1994) - 1967 : Destiny (dastumadeg embannet e 1999) - 1967 : Climb The Ladder (dastumadeg embannet e 2000) - 1968 : Wailers & Friends (dastumadeg e 1999) - 1969 : Soul Rebels - 196? : Soul Revolution Part 1 & 2 - 196? : Birth of a legend (63-66) (pladenn embannet e-kreiz ar bloavezhioù 70) - 197? : The Early Collection (63-66) (pladenn embannet e-kreiz ar bloavezhioù 70) - 1972 : Catch A Fire - 1973 : Burnin' ; African Herbsman (dafar enrollet e 1969-70) - 1974 : Rasta Revolution (dafar enrollet e 1969-70) E-unan (ar Wailers a zeuas da vezañ ar strollad sonerien a ambrouge anezhañ) : - 1974 : Natty Dread - 1975 : Live! - 1976 : Rastaman Vibration - 1977 : Exodus - 1978 : Kaya ; Babylon by Bus - 1979 : Survival - 1980 : Uprising dastumadegoù : - 1983 : Confrontation - 1984 : Legend - 1986 : Rebel Music - 1991 : Talkin' blues - 1992 : Songs Of Freedom (4CD) - 1995 : Natural Mystic - 1999 : Chant Down Babylon - 2001 : One Love -The very Best Of- - 2003 : Live at the Roxy - 2005 : Africa Unite -The Singles Collection- Notennoù [kemmañ] Liammoù [kemmañ] Liammoù diabarzh [kemmañ] - The Wailers - I Threes : Kor ar Wailers - Peter Tosh - Bunny Wailer - Bugale Bob, holl sonerien reggae ha rastafari: Liammoù diavaez [kemmañ] - Lec'hienn ofisiel Bob Marley (e saozneg) - Lec'hienn ur fan gall - atersadennoù, teuliadoù, biografiezh, pladennografiezh... - ozioù kanaouennoù Bob Marley - [1] : Pep tra war Bob Marley... - Bob Marley : Biografiezh ha pladennografiezh - Voice Of The Sufferers (lec'hienn gall e saozneg) - Bob Marley Magazine (lec'hienn war Bob Marley, gant ul lodenn e galleg) - [2] : Lec'hienn war Bob Marley
<urn:uuid:e64f543e-d3df-4f2f-95a1-122625e47740>
{ "date": "2013-05-19T14:43:56Z", "dump": "CC-MAIN-2013-20", "file_path": "s3://commoncrawl/crawl-data/CC-MAIN-2013-20/segments/1368697681504/warc/CC-MAIN-20130516094801-00052-ip-10-60-113-184.ec2.internal.warc.gz", "language": "bre", "language_score": 0.9989287853240967, "language_script": "Latn", "top_langs": "{\"bre_Latn_score\": 0.9989287853240967}", "url": "http://br.wikipedia.org/wiki/Bob_Marley" }
Yonne (stêr) Ar Yonne zo ur stêr eus Bro-C'hall, 293 km dezhi. Emañ hec'h eienenn er menezioù Morvan, nepell diouzh Château-Chinon. Un adstêr eo d'ar Saena war he lez kleiz, ha roet he deus hec'h anv d'an departamant gall Yonne. Departamantoù ha kêrioù bras treuzet gant ar stêr [kemmañ] - Nièvre (58) : Clamecy - Yonne (89) : Auxerre, Joigny, Sens - Seine-et-Marne (77) : Montereau-Fault-Yonne Hec'h adstêrioù [kemmañ] War he lez dehou (D) pe he lez kleiz (K): - an Anguison (D) - an Armançon (D) - an Auxois (D) - ar Beuvron (K) - ar c'h-Cure (D) - ar Gaillarde (D) - an Oreuse (D) - ar Ravillon (K) - ar Serein (D) - an Tholon (K) - ar Vanne (D) - ar Vrin (K)
<urn:uuid:c860f6b7-ad57-4802-ad93-756412c7b460>
{ "date": "2013-05-24T19:03:45Z", "dump": "CC-MAIN-2013-20", "file_path": "s3://commoncrawl/crawl-data/CC-MAIN-2013-20/segments/1368704986352/warc/CC-MAIN-20130516114946-00052-ip-10-60-113-184.ec2.internal.warc.gz", "language": "bre", "language_score": 0.931110680103302, "language_script": "Latn", "top_langs": "{\"bre_Latn_score\": 0.931110680103302, \"gla_Latn_score\": 0.013723700307309628, \"zea_Latn_score\": 0.011873945593833923}", "url": "http://br.wikipedia.org/wiki/Yonne_(st%C3%AAr)" }
Krouet eo bet ar sindikad SLB gant Dominig Jolivet, asambles gant tud all. Evit 7Seizh, ar penn bigouter en deus lakaet ar gaoz àr an traoù pouezhusañ ‘ba SLB Diwan er mare-mañ : statudoù disheñvel ar skolioù etre Breizh ha Bro-Euskadi an norzh, darempredoù gant ar sindikadoù all hag all… - Actu / Info - Le Mag & Co - Sport/Loisirs - Vos annonces - e brezhoneg - en galo - Les dessins de Manu
<urn:uuid:761c401a-43cf-40ca-a789-dd00b197f5cb>
{ "date": "2013-06-19T09:25:16Z", "dump": "CC-MAIN-2013-20", "file_path": "s3://commoncrawl/crawl-data/CC-MAIN-2013-20/segments/1368708546926/warc/CC-MAIN-20130516124906-00052-ip-10-60-113-184.ec2.internal.warc.gz", "language": "bre", "language_score": 0.9996516704559326, "language_script": "Latn", "top_langs": "{\"bre_Latn_score\": 0.9996516704559326}", "url": "http://7seizh.info/2012/09/19/atersadenn-gant-dominig-jolivet-mouez-aotreet-slb-ba-diwan/" }
Ur gontelezh kent aet da get e oa Middlesex. Londrez e oa e gêr bennañ. E 1889 e voe disrannet dioutañ Kontelezh Londrez. E 1965 e voe staget ouzh Londrez Veur.
<urn:uuid:36b4d79d-171a-4e8f-8d5d-3e73ffd3c64c>
{ "date": "2013-05-22T19:03:22Z", "dump": "CC-MAIN-2013-20", "file_path": "s3://commoncrawl/crawl-data/CC-MAIN-2013-20/segments/1368702298845/warc/CC-MAIN-20130516110458-00065-ip-10-60-113-184.ec2.internal.warc.gz", "language": "bre", "language_score": 0.9995042085647583, "language_script": "Latn", "top_langs": "{\"bre_Latn_score\": 0.9995042085647583}", "url": "http://br.wikipedia.org/wiki/Middlesex" }
Ar yezhoù yuzev-arabek a zo enne meur a yezh arabek komzet gant ar yuzevion o chom pe bet o chom gwechall e broioù ma vez komzet arabeg. Dre ma vez diazezet ar yezhoù yuzevek-se war ar an doare arabeg lec'hel e cheñch ivez ar yezhoù yuzev-arabek a lec'h da lec'h ivez, da skwer ar yuzev-morokeg pe ar yuzev-yemeneg. Goude ar brezel etre israel hag ar broioù arabek e 1948 e tec'heas kuit an darn vrasañ eus ar yuzevion eus ar broioù arabek da glask repu en Israel hag e Frañs. En arvar da vont da get emañ ar yezhoù yuzev-arabek hiziv dre ma'z int bet dilezet evit ober gant ar galleg pe an hebraeg hervez ar vro. Peurliesañ e veze skrivet ar yezhoù yuzev-arabek gant al lizherenneg hebraek kentoc'h evit gant al lizherenneg arabek gant lizherennoù ouzhpenn evit sonennoù na vezont ket kavet en hebraeg. Gwelet ivez [kemmañ] Liammoù diavaez [kemmañ]
<urn:uuid:4783fa90-c77e-44b5-b5e2-e7e4cc930a63>
{ "date": "2013-06-19T16:24:23Z", "dump": "CC-MAIN-2013-20", "file_path": "s3://commoncrawl/crawl-data/CC-MAIN-2013-20/segments/1368708882773/warc/CC-MAIN-20130516125442-00065-ip-10-60-113-184.ec2.internal.warc.gz", "language": "bre", "language_score": 1.000009298324585, "language_script": "Latn", "top_langs": "{\"bre_Latn_score\": 1.000009298324585}", "url": "http://br.wikipedia.org/wiki/Yezho%C3%B9_yuzev-arabek" }
a vo kavet e Kerandafar, ar sanailh ma vez klenket dafar ar Wikipedia. N'eus er rummad-mañ nemet ar bajenn da-heul.
<urn:uuid:42e10640-ad45-4607-887b-44a730c6a247>
{ "date": "2013-06-19T23:06:53Z", "dump": "CC-MAIN-2013-20", "file_path": "s3://commoncrawl/crawl-data/CC-MAIN-2013-20/segments/1368709805610/warc/CC-MAIN-20130516131005-00091-ip-10-60-113-184.ec2.internal.warc.gz", "language": "bre", "language_score": 0.9994534850120544, "language_script": "Latn", "top_langs": "{\"bre_Latn_score\": 0.9994534850120544}", "url": "http://br.wikipedia.org/wiki/Rummad:Marvio%C3%B9_1688" }
Yezhoniezh Ar yezhoniezh eo studi ar yezhoù en un doare ledan. Deskrivañ ha dielfennañ mont-en-dro ar yezhoù eo kefridi ar yezhoniezh, da lavarout eo deskrivañ ar yezhoù, en un doare objektivel, dres ma vezont implijet gant an dud, hep klask barnañ pe 'mat' pe 'fall' eo an implijoù anezhe a vez graet er yezhoniezh a-vremañ. Ar yezhoniezh-gourc'hemenn diouzh he zu a fell dezhi lakaat reolennoù implij-mat ar yezh daoust d'an doareoù ma vez implijet ger pe c'her gant an dud. Bez' e c'heller isrannañ ar yezhoniezh evel-hen: - yezhoniezh sinkronel pe yezhoniezh ziakronel - gant ar yezhoniezh sinkronel e vez studiet ur yezh evel m'emañ d'ur mare resis ha gant ar yezhoniezh ziakronel e vez studiet an doar ma kemm ur yezh pe ur strollad yezhoù a-hed an amzer. Hiziv an deiz e tenn an darn vrasañ eus ar studioù yezhoniel d'ar yezhoniezh sinkronel, peurliesañ o plediñ gant stad ur yezh hag he mont-en-dro en amzer a-vremañ. - yezhoniezh teorikel ha yezhoniezh pleustrek - ar yezhoniezh teorikel a bled gant an doare da zeskrivañ mont-en-dro ar yezh-mañ'r-yezh pe c'hoazh an doare da frammañ damkanoù donoc'h a-benn displegañ darvoudoù hollek e yezhoù mab-den. Ar yezhoniezh pleustrek, avat, a denn d'an doareoù ma c'heller lakaat ar ouiziegezh teorikel-se e pleustr, d.s. dre grouiñ binviji-yezh. Hiziv an deiz e tenn meur a dachenn bleustrek dreist-holl d'implij an urzhiataerezh, da skouer an treiñ dre urzhiataer. D'o zro e tegasas ganti ar skiant bet prenet war seurt tachennoù pleustrek doareoù nevez da gompren ar gevreadurezh pe ar semantik gant un diazez matematikel resisoc'h. - yezhoniezh kenarroudel ha yezhoniezh zizalc'h - Ar yezhoniezh kenarroudel a bled gant an doareoù ma vez implijet er bed: he ferzh er gevredigezh (yezhoniezh kevredel pe 'sokialyezhoniezh') ; penaos e vez desket ar yezhoù er penn-kentañ, h.a. Ar yezhoniezh zizalc'h, diouzh he zu, a denn d'ar studi ar yezhoù eviti o-unan hep derc'hel kont eus faktorioù all. Tachennoù-studi ar yezhoniezh teorikel dre ar munud [kemmañ] Peurliesañ e vez isrannet ar yezhoniezh teorikel e meur a dachenn-studi resis pe resisoc'h : - fonologiezh - studi mont-en-dro sonioù ur yezh ; - morfologiezh - studi an doare da sevel gerioù, da skouer implij ar rakgerioù, al lost-gerioù hag ar gerioù kevrennek ; - semantik - studi ster ar gerioù (semantik gerva) hag an doare ma vez savet ster ar frazennoù diwar ar gerioù a implijer ; - pramatik - studi implij pleustrek ar yezh gant an dud en o darempredoù - yezhoniezh istorel - studi al liammoù etre ar yezhoù dre zielfennañ ar c'hemmoù yezhoniel a-hed an amzer ;
<urn:uuid:9f57501b-46ef-4f6e-a9cd-389b4aea087e>
{ "date": "2013-06-19T23:06:58Z", "dump": "CC-MAIN-2013-20", "file_path": "s3://commoncrawl/crawl-data/CC-MAIN-2013-20/segments/1368709805610/warc/CC-MAIN-20130516131005-00091-ip-10-60-113-184.ec2.internal.warc.gz", "language": "bre", "language_score": 1.000009536743164, "language_script": "Latn", "top_langs": "{\"bre_Latn_score\": 1.000009536743164}", "url": "http://br.wikipedia.org/wiki/Yezhoniezh" }
Rummad:Esperanteg Ur pennad eus ar Wikeriadur, ar geriadur liesyezhek frank a wirioù. Gerioù esperantek. |Taolenn| Isrummadoù 6 isrummad zo d'ar rummad-mañ diwar un hollad a 6. Niver a bennadoù er rummad "Esperanteg" Emañ ar 200 pajenn da-heul er rummad-mañ, diwar un hollad a 4 583.(200 kent) (200 war-lerc'h) (200 kent) (200 war-lerc'h)
<urn:uuid:e7f4ddc8-f1e6-4af8-a516-271476c43098>
{ "date": "2013-05-18T22:09:38Z", "dump": "CC-MAIN-2013-20", "file_path": "s3://commoncrawl/crawl-data/CC-MAIN-2013-20/segments/1368696382917/warc/CC-MAIN-20130516092622-00032-ip-10-60-113-184.ec2.internal.warc.gz", "language": "bre", "language_score": 0.9959015846252441, "language_script": "Latn", "top_langs": "{\"bre_Latn_score\": 0.9959015846252441}", "url": "http://br.wiktionary.org/wiki/Rummad:Esperanteg" }
a vo kavet e Kerandafar, ar sanailh ma vez klenket dafar ar Wikipedia. 3 isrummad zo d'ar rummad-mañ diwar un hollad a 3. N'eus er rummad-mañ nemet ar bajenn da-heul.
<urn:uuid:a5975041-1d01-446b-bf74-68f49401e1d8>
{ "date": "2013-05-24T05:28:38Z", "dump": "CC-MAIN-2013-20", "file_path": "s3://commoncrawl/crawl-data/CC-MAIN-2013-20/segments/1368704218408/warc/CC-MAIN-20130516113658-00032-ip-10-60-113-184.ec2.internal.warc.gz", "language": "bre", "language_score": 0.999762237071991, "language_script": "Latn", "top_langs": "{\"bre_Latn_score\": 0.999762237071991}", "url": "http://br.wikipedia.org/wiki/Rummad:1977" }
More videos Kemenadenn bet lennet da vare degouezh ar Redadeg 2012 e Douarnenez. Sadorn 19 a viz Mae. 825 views | 0 com Bet e oamp oc'h heuliañ ar Redadeg war hentoù Eliant, Kemperle, Rieg ha Pont-Aven !. Gwener 18 a viz Mae 2012. 640 views | 0 com Bet e oamp oc'h heuliañ ar Redadeg war hentoù Bro-Pourlet ha Kreiz-Breizh. Yaou 17 a viz Mae 2012. 830 views | 0 com Bet e oamp oc'h heuliañ diouzh noz skipailh ar Redadeg w… 814 views | 1 com D'al lun 14 da noz e oa tremenet ar Redadeg e Plerin, un… 384 views | 0 com Bet e oamp oc'h heuliañ ar Redadeg e Gwengamp hag e Plij… 766 views | 0 com Bet e oamp oc'h heuliañ ar Redadeg e Landerne hag e Mont… 856 views | 0 com Loc'het eo ar Redadeg eus Brest ! Sadorn 12 a viz Mae. 912 views | 0 com Emgav gant Rhapsoldya, un devezh a-raok ar Redadeg 2012 … 441 views | 0 com Ur vandennad merc'hed gwisket cheuc'h zo erruet e marc'h… 767 views | 0 com Ur ganaouenn en deus savet Dom Duff evit Redadeg 2012. U… 634 views | 0 com Ar Redadeg 2012 he doa ur stand e Gouel ar Filmoù. Setu … 491 views | 0 com Setu ni un eil gwech e Donostia e bro euskadi. Dibenn ar… 577 views | 0 com Ar c'horrika eo ar redadeg e bro Euskadi. Aet omp gant u… 1102 views | 0 com Setu fin ar bloaz o tostaat. Kinnig a reomp deoc'h distr… 247 views | 0 com hag ivez: un tamm bruderezh evit Gouel Broadel ar Brezho… 1016 views | 0 com Heuliet hon eus ar redadeg war hentoù Bro Gerne etre Ell… 1176 views | 0 com Page 1 / 2 for 23 total videos
<urn:uuid:02d907ab-b3d1-4e3d-8d96-efcc1d83c2e7>
{ "date": "2013-06-18T06:57:33Z", "dump": "CC-MAIN-2013-20", "file_path": "s3://commoncrawl/crawl-data/CC-MAIN-2013-20/segments/1368707184996/warc/CC-MAIN-20130516122624-00032-ip-10-60-113-184.ec2.internal.warc.gz", "language": "bre", "language_score": 0.9983351826667786, "language_script": "Latn", "top_langs": "{\"bre_Latn_score\": 0.9983351826667786}", "url": "http://www.gwagenn.tv/videos/index/tag:redadeg" }
Gerard ter Borch Gerard ter Borch a stagas gant an tresañ pa oa eizh vloaz, ha deskiñ a reas gant e dad Gerard ter Borch gozh, ul livour bet e Roma. Soñjal a reer e voe broudet ter Bourch da livañ gant Hendrick Avercamp, ha goude ur chomadenn verr e Amsterdam e 1632. Gant Pieter de Molyn e studias e Haarlem etre 1632 ha 1635. Gantañ e teskas an doare da aozañ taolennoù. Deskiñ a reas ivez a-fet implijout al liv gris diwar oberennoù Frans Hals. Beajiñ a reas e Londrez (1635), en Alamagn, e Frañs hag en Italia a-raok en em staliañ e Amsterdam, ha marteze e voe levezonet gant oberennoù Rembrandt. E 1646 ez eas da Vünster hag eno e livas Peoc'h Westfalia e Münster. War an daolenn e c'haller gwelout kannaded veur an Izelvroioù ha re Spagn. Unan anezho a heulias betek Madrid. Eno e voe degemeret gant ar roue, ha studiañ a reas oberennoù Diego Velázquez. Ur wech distro d'an Izelvroioù e timezas gant unan eus e nizezed e 1654 e Deventer hag e teuas da vezañ bourgmestr ar gêr. Bourc'hizine ar gêr a blije dezho ma rafe Borch o foltred. Ar C'hoarierien tric-trac (1653), hag a c'haller gwelout e Kunsthalle Bremen, a zo unan eus e oberennoù kentañ, hag unan eus are vrudetañ ivez. Un darvoud arme eo, damheñvel ouzh taolennoù Frans Hals. Ur wech distro eus Italia e kemmas Borch doare da livañ, hag e stagas gant darvoudoù nes, a denne da vuhez ar vourc'hizien peurliesañ. Ter Borch a oa barrek evit a selle ouzh livañ poltredoù ha livañ senennoù e diabarzh tiez pinvidik-mor. Barrek e oa ivez evit a sel ouzh livañ munudoù : danvez un tapis, luc'h listri argant, strink ha dilhad (voulouz ha satin gwenn). Levrlennadur [kemmañ] - Émile Michel, Gérard Terburg (ter Borch) et sa famille, Paris, J. Rouam ; Londres, G. Wood, 1887
<urn:uuid:253c5909-b4f8-49a0-a7c4-812fbea7fe19>
{ "date": "2013-05-25T17:52:50Z", "dump": "CC-MAIN-2013-20", "file_path": "s3://commoncrawl/crawl-data/CC-MAIN-2013-20/segments/1368706009988/warc/CC-MAIN-20130516120649-00040-ip-10-60-113-184.ec2.internal.warc.gz", "language": "bre", "language_score": 0.9999085664749146, "language_script": "Latn", "top_langs": "{\"bre_Latn_score\": 0.9999085664749146}", "url": "http://br.wikipedia.org/wiki/Gerard_ter_Borch" }
a vo kavet e Kerandafar, ar sanailh ma vez klenket dafar ar Wikipedia. 2 isrummad zo d'ar rummad-mañ diwar un hollad a 2. N'eus er rummad-mañ nemet ar bajenn da-heul.
<urn:uuid:c909bf02-e407-40fa-9359-c0d0ce0a15b1>
{ "date": "2013-05-25T17:32:02Z", "dump": "CC-MAIN-2013-20", "file_path": "s3://commoncrawl/crawl-data/CC-MAIN-2013-20/segments/1368706009988/warc/CC-MAIN-20130516120649-00040-ip-10-60-113-184.ec2.internal.warc.gz", "language": "bre", "language_score": 0.9997349381446838, "language_script": "Latn", "top_langs": "{\"bre_Latn_score\": 0.9997349381446838}", "url": "http://br.wikipedia.org/wiki/Rummad:1786" }
Aemilianus Marcus Aemilius Aemilianus (war-dro. 207 - 253) a oa impalaer roman e-pad tri miz e 253. Nenet nebeut a dra ne ouzer a-zivout e vuhez. Eus Afrika e teue ha dimezet e oa gant Cornelia Supra. E 251 e oa anvet da rener Panonia ha Moesia Superior goude ma oa bet embannet impalaer ar rener kozh Trebonianus Gallus. E 253 e nac'has Aemilianus paeañ an traj d'ar c'hoted, ar pezh a blijas kalz d'al lu met a fuloras ar c'hoted. Aloubiñ a rejont ar broviñs. Aemilianus a drec'has anezho avat hag e soudarded a embannas anezhañ impalaer. Kerzhout a reas neuze war-du Roma da vrezeliñ ouzh Trebonianus Gallus, met biskoazh ne c'hoarvezas an emgann. Gant e soudarded dezhañ e voe muntret an impalaer hag e vab. Ar Sened a zegemeras Aemilianus ha reiñ a reas an titl a augustus dezhañ hag a augusta d'e wreg. D'an ampoent-se, avat, e antreas rener proviñsoù ar Rin, Valerian, a oa feal da Drebonianus Gallus c'hoazh, en Italia. En em gejañ a reas an div lu, met pa wellas soudarded Aemilianus ne c'hellfed ket trec'hiñ, e vuntrjont o fenn. |An Impalaerien roman| |Anarkiezh vilourel| |En e raok : | Trebonianus Gallus gant Volusianus |Aemilianus | (253) |War e lerc'h : | Valerian |Heuliad Henroma|
<urn:uuid:3176b664-fcf4-4b15-93dd-676cd23288b0>
{ "date": "2013-06-20T06:42:04Z", "dump": "CC-MAIN-2013-20", "file_path": "s3://commoncrawl/crawl-data/CC-MAIN-2013-20/segments/1368710605589/warc/CC-MAIN-20130516132325-00040-ip-10-60-113-184.ec2.internal.warc.gz", "language": "bre", "language_score": 0.9995794892311096, "language_script": "Latn", "top_langs": "{\"bre_Latn_score\": 0.9995794892311096}", "url": "http://br.wikipedia.org/wiki/Aemilianus" }
Ar C'haokaz hag ar republikoù er rannved-se e 1922 Ur Republik Bolchevikour berrbad e oa Republik Soviedel ar Menezioù (ruseg: Го́рская АССР) evel ur rann eus RSKS Rusia d'an 20 a viz Genver 1921 hag aet da get d'ar 7 a viz Mezheven 1924. Eno e veze 800.00 den war 73.000 km² hag isrannet e voe ar republik e 6 bann. Savet e oa bet ar Republik diwar Republik Menezioù Norzh Kaokaz goude ma oa bet aloubet gant Arme Ruz an Unaniezh Soviedel. E deroù ar bloavezhioù 1920 e oa bet isrannet Republik Soviedel ar Menezioù e meur a Republik Sovidel Emren ma e oa savet diwarne OE Kabardin-Balkar, OE Karatchay-Tcherkesia, OE Tchetchenia, OE Osetia an Norzh hag OE Ingouchia. Gwelit ivez [kemmañ]
<urn:uuid:ad275d8b-1648-486c-bf64-60c89dad7138>
{ "date": "2013-05-24T12:04:09Z", "dump": "CC-MAIN-2013-20", "file_path": "s3://commoncrawl/crawl-data/CC-MAIN-2013-20/segments/1368704655626/warc/CC-MAIN-20130516114415-00069-ip-10-60-113-184.ec2.internal.warc.gz", "language": "bre", "language_score": 0.9991639852523804, "language_script": "Latn", "top_langs": "{\"bre_Latn_score\": 0.9991639852523804}", "url": "http://br.wikipedia.org/wiki/Republik_Soviedel_ar_Menezio%C3%B9" }
Popayán zo ur gêr eus Kolombia, ha kêr-benn an departamant Cauca, e mervent ar vro. E stalioù-bras Breizh e kaver kafe anvet Popayán.
<urn:uuid:98271f94-0730-465a-aac3-93eab0992c62>
{ "date": "2013-06-19T01:59:29Z", "dump": "CC-MAIN-2013-20", "file_path": "s3://commoncrawl/crawl-data/CC-MAIN-2013-20/segments/1368707439689/warc/CC-MAIN-20130516123039-00069-ip-10-60-113-184.ec2.internal.warc.gz", "language": "bre", "language_score": 0.9995051622390747, "language_script": "Latn", "top_langs": "{\"bre_Latn_score\": 0.9995051622390747}", "url": "http://br.wikipedia.org/wiki/Popay%C3%A1n" }
Pajenn:Ernault - Gwerziou Barz ar Gouet.djvu/59 Eus Wikimammenn Mont da : merdeiñ , klask Adlennet eo bet ar bajenn-mañ Adtapet diwar « http://br.wikisource.org/w/index.php?title=Pajenn:Ernault_-_Gwerziou_Barz_ar_Gouet.djvu/59&oldid=17874 » Rummad : Reizhet Lañser merdeiñ Ostilhoù personel Krouiñ ur gont nevez Kevreañ Esaouennoù anv Pajenn Kaozeadenn Adstummoù Gweladennoù Lenn Kemmañ Gwelet an istor Oberoù Klask Merdeiñ Degemer Porched ar gumuniezh Kemmoù diwezhañ Un destenn dre zegouezh Ul levr dre zegouezh Un oberour dre zegouezh Skoazell Roadoù Moullañ/ezporzhiañ Sevel ul levr Pellgargañ evel PDF Stumm da voullañ Boest ostilhoù Pajennoù liammet Heuliañ ar pajennoù liammet Pajennoù dibar Chomlec'h ar stumm-mañ Titouroù ar bajenn Menegiñ ar pennad-mañ Kemmoù diwezhañ degaset d'ar bajenn-mañ, d'an 4 Meu 2011 da 00:10. Gallout a reer implijout an testennoù zo dindan an Aotre-Implijout Creative Commons Dereiñ/Kenrannañ ; divizoù ouzhpenn a c'hall bezañ ivez. Gwelet an Doareoù Implijout evit gouzout hiroc'h. Reolennoù prevezded Diwar-benn Wikimammenn Kemennoù Gwel evit an hezoug
<urn:uuid:09984361-1962-4f9c-b6ec-741f072a898e>
{ "date": "2013-05-21T08:02:05Z", "dump": "CC-MAIN-2013-20", "file_path": "s3://commoncrawl/crawl-data/CC-MAIN-2013-20/segments/1368699798457/warc/CC-MAIN-20130516102318-00085-ip-10-60-113-184.ec2.internal.warc.gz", "language": "bre", "language_score": 0.9998794794082642, "language_script": "Latn", "top_langs": "{\"bre_Latn_score\": 0.9998794794082642}", "url": "http://br.wikisource.org/wiki/Pajenn:Ernault_-_Gwerziou_Barz_ar_Gouet.djvu/59" }
Pallenn-moger Eus Wikipedia Kinkladur [kemmañ] Ur c'hinkladur ordinal e oa e ti tud pinvidik ar Grennamzer, a-raok amzer an taolennoù livet. Kuzh [kemmañ] Gallout a rae servij da guzhat un nor. Pennad kar [kemmañ] - Pallenn-moger Bayeux, a zo ur pezh broderezh e gwirionez .
<urn:uuid:5d26871d-481d-490c-ad70-2a6a223171f0>
{ "date": "2013-05-23T16:40:41Z", "dump": "CC-MAIN-2013-20", "file_path": "s3://commoncrawl/crawl-data/CC-MAIN-2013-20/segments/1368703592489/warc/CC-MAIN-20130516112632-00085-ip-10-60-113-184.ec2.internal.warc.gz", "language": "bre", "language_score": 0.9999680519104004, "language_script": "Latn", "top_langs": "{\"bre_Latn_score\": 0.9999680519104004}", "url": "http://br.wikipedia.org/wiki/Pallenn-moger" }
a vo kavet e Kerandafar, ar sanailh ma vez klenket dafar ar Wikipedia. 2 isrummad zo d'ar rummad-mañ diwar un hollad a 2. N'eus er rummad-mañ nemet ar bajenn da-heul.
<urn:uuid:e8027593-a180-4b4e-bdc9-6cad11828154>
{ "date": "2013-05-26T01:03:52Z", "dump": "CC-MAIN-2013-20", "file_path": "s3://commoncrawl/crawl-data/CC-MAIN-2013-20/segments/1368706474776/warc/CC-MAIN-20130516121434-00085-ip-10-60-113-184.ec2.internal.warc.gz", "language": "bre", "language_score": 0.9997349381446838, "language_script": "Latn", "top_langs": "{\"bre_Latn_score\": 0.9997349381446838}", "url": "http://br.wikipedia.org/wiki/Rummad:1574" }
Kartenn eus Aljeria. Tassili n'Ajjer eo ar menezioù a weler er gevred. An Tassili n'Ajjer zo ur gompezenn veneziek e gevred Aljeria, ma vev Berbered touareg. Djanet eo kêr vras an tolead. Kevioù zo er c'herreg ha livadurioù enne, eus ar mare ma ne oa dezerzh ebet er vro. Skeudennoù [kemmañ]
<urn:uuid:af45d07c-0a91-4f4a-9812-8989cb1c68d4>
{ "date": "2013-05-24T20:04:53Z", "dump": "CC-MAIN-2013-20", "file_path": "s3://commoncrawl/crawl-data/CC-MAIN-2013-20/segments/1368705020058/warc/CC-MAIN-20130516115020-00011-ip-10-60-113-184.ec2.internal.warc.gz", "language": "bre", "language_score": 0.9999895095825195, "language_script": "Latn", "top_langs": "{\"bre_Latn_score\": 0.9999895095825195}", "url": "http://br.wikipedia.org/wiki/Tassili_n'Ajjer" }
Bellerofon Gerdarzh [kemmañ] Βελλεροφοντης > Βελεμνον, βελονη, βέλος ( saezh) - φοντης (lazher) > φονευω (lazhañ). Mojenn [kemmañ] Mab e oa da c'h-Glaokos (pe da b-Poseidon, hervez ar mojennoù), a oa roue Korintos, ha da Eurimeda. Mab-bihan e oa da Sisifos. Hipponoos e oa e anv pa oa ganet, met adanvet e voe Bellerofon (« muntrer Belleros ») war-lerc'h lazhañ Belleros. Abalamour d'ar gwalldaol-se e rankas tec'hel da d-Tirins ma voe degemeret e lez ar roue Proetos.
<urn:uuid:7dd265af-e85c-473e-a428-60ffb8d284ec>
{ "date": "2013-05-25T04:00:38Z", "dump": "CC-MAIN-2013-20", "file_path": "s3://commoncrawl/crawl-data/CC-MAIN-2013-20/segments/1368705407338/warc/CC-MAIN-20130516115647-00022-ip-10-60-113-184.ec2.internal.warc.gz", "language": "bre", "language_score": 0.9987471699714661, "language_script": "Latn", "top_langs": "{\"bre_Latn_score\": 0.9987471699714661}", "url": "http://br.wikipedia.org/wiki/Bellerofon" }
Rummad:Henc'halleg Ur pennad eus ar Wikeriadur, ar geriadur liesyezhek frank a wirioù. Gerioù henc'hallek Isrummadoù 2 isrummad zo d'ar rummad-mañ diwar un hollad a 2. Niver a bennadoù er rummad "Henc'halleg" N'eus er rummad-mañ nemet ar bajenn da-heul.
<urn:uuid:4253eebb-15ed-45f6-91f1-a4ada546cea8>
{ "date": "2013-05-25T03:33:24Z", "dump": "CC-MAIN-2013-20", "file_path": "s3://commoncrawl/crawl-data/CC-MAIN-2013-20/segments/1368705407338/warc/CC-MAIN-20130516115647-00022-ip-10-60-113-184.ec2.internal.warc.gz", "language": "bre", "language_score": 0.9996700286865234, "language_script": "Latn", "top_langs": "{\"bre_Latn_score\": 0.9996700286865234}", "url": "http://br.wiktionary.org/wiki/Rummad:Henc'halleg" }
Rummad:Marvioù 543 Eus Wikipedia Mont da : merdeiñ , klask Niver a bennadoù er rummad "Marvioù 543" N'eus er rummad-mañ nemet ar bajenn da-heul. B Benead Norcia Adtapet diwar « http://br.wikipedia.org/w/index.php?title=Rummad:Marvioù_543&oldid=1489970 » Rummad : 543 Marvioù ar bloavezhioù 540 Lañser merdeiñ Ostilhoù personel Krouiñ ur gont nevez Kevreañ Esaouennoù anv Rummad Kaozeadenn Adstummoù Gweladennoù Lenn Kemmañ Gwelet an istor Oberoù Klask Merdeiñ Degemer Kemmoù diwezhañ Ur bajenn dre zegouezh Meneger hollek Kemer perzh Skoazell Porched ar gumuniezh Tavarn Roadoù Boest ostilhoù Pajennoù liammet Heuliañ ar pajennoù liammet Pajennoù dibar Stumm da voullañ Chomlec'h ar stumm-mañ Titouroù ar bajenn Yezhoù all Azərbaycanca Беларуская (тарашкевіца) বাংলা বিষ্ণুপ্রিয়া মণিপুরী Bosanski English Euskara فارسی Suomi Français 贛語 Bahasa Indonesia Íslenska 日本語 Қазақша 한국어 नेपाल भाषा Português Română Srpskohrvatski / српскохрватски Slovenčina Slovenščina Српски / srpski Svenska Türkçe Татарча/tatarça Oʻzbekcha Tiếng Việt Winaray Kemmañ al liammoù Kemmoù diwezhañ degaset d'ar bajenn-mañ, d'an 5 Ebr 2013 da 08:38. Gallout a reer implijout an testennoù zo dindan an Aotre-Implijout Creative Commons Dereiñ/Kenrannañ ; divizoù ouzhpenn a c'hall bezañ ivez. Gwelet an Doareoù Implijout evit gouzout hiroc'h. Reolennoù prevezded Diwar-benn Wikipedia Kemennoù Gwel evit an hezoug
<urn:uuid:5f2aca60-eaf6-469d-86c8-a815115d4dda>
{ "date": "2013-06-19T17:05:29Z", "dump": "CC-MAIN-2013-20", "file_path": "s3://commoncrawl/crawl-data/CC-MAIN-2013-20/segments/1368708946676/warc/CC-MAIN-20130516125546-00022-ip-10-60-113-184.ec2.internal.warc.gz", "language": "bre", "language_score": 0.9867318868637085, "language_script": "Latn", "top_langs": "{\"bre_Latn_score\": 0.9867318868637085}", "url": "http://br.wikipedia.org/wiki/Rummad:Marvio%C3%B9_543" }
Thomas Hobbes Thomas Hobbes, ganet d'ar 5 a viz Ebrel 1588 ha marvet d'ar 4 a viz Kerzu 1679, a oa ur prederour saoz, brudet dreist-holl evit e levr, Leviathan. Al levr-se a levezono kalz ar sell war ar politikerezh e bed ar C'huzh-Heol. Hobbes a zo unan eus diazezourien ar brederouriezh politikel hag un damkaniour eus ar galloud. Prederiañ a reas war ar stad, hag a lakafe da baouez ar brezel naturel a vez etre an holl dud, hag a warantfe ar surentez eus an hinienoù. Hiziv an deiz, Hobbes a zo brudet evit e labourioù politikel ha prederouriezhel, met labouret en deus ivez kalz war danvezioù evel an istor, ar ventoniezh, an doueoniezh, ar vuhezegezh, ar brederouriezh en he fezh, hag ar pezh a c'heller envel ar skiantoù politikel. Ouzhpenn da se, Hobbes a zisplegas an natur denel evel un natur hiniennek, ar pezh a levezono kalz ar preder denoniour.
<urn:uuid:95905e73-69a9-4a03-b1a9-c63f7a6294aa>
{ "date": "2013-05-18T12:11:03Z", "dump": "CC-MAIN-2013-20", "file_path": "s3://commoncrawl/crawl-data/CC-MAIN-2013-20/segments/1368696382396/warc/CC-MAIN-20130516092622-00048-ip-10-60-113-184.ec2.internal.warc.gz", "language": "bre", "language_score": 1.0000083446502686, "language_script": "Latn", "top_langs": "{\"bre_Latn_score\": 1.0000083446502686}", "url": "http://br.wikipedia.org/wiki/Thomas_Hobbes" }
Luís Iañ Eus Wikipedia Mont da : merdeiñ , klask Luís Iañ (1838-1889) a voe roue Portugal eus 1861 da 1889 . Adtapet diwar « http://br.wikipedia.org/w/index.php?title=Luís_Iañ&oldid=1473795 » Rummad : Rouaned Portugal Tiegezh Sachsen-Coburg-Gotha Ganedigezhioù 1838 Marvioù 1889 Lañser merdeiñ Ostilhoù personel Krouiñ ur gont nevez Kevreañ Esaouennoù anv Pajenn Kaozeadenn Adstummoù Gweladennoù Lenn Kemmañ Gwelet an istor Oberoù Klask Merdeiñ Degemer Kemmoù diwezhañ Ur bajenn dre zegouezh Meneger hollek Kemer perzh Skoazell Porched ar gumuniezh Tavarn Roadoù Boest ostilhoù Pajennoù liammet Heuliañ ar pajennoù liammet Pajennoù dibar Stumm da voullañ Chomlec'h ar stumm-mañ Titouroù ar bajenn Menegiñ ar pennad-mañ Yezhoù all Aragonés Беларуская Български Català Česky Dansk Deutsch English Esperanto Español Euskara Suomi Français Galego עברית Hrvatski Magyar Italiano 日本語 ქართული Latviešu Nederlands Norsk bokmål Polski Português Română Русский Svenska 中文 Kemmañ al liammoù Kemmoù diwezhañ degaset d'ar bajenn-mañ, d'an 4 Ebr 2013 da 19:21. Gallout a reer implijout an testennoù zo dindan an Aotre-Implijout Creative Commons Dereiñ/Kenrannañ ; divizoù ouzhpenn a c'hall bezañ ivez. Gwelet an Doareoù Implijout evit gouzout hiroc'h. Reolennoù prevezded Diwar-benn Wikipedia Kemennoù Gwel evit an hezoug
<urn:uuid:ba2e5244-e65f-43df-b8b0-c27c2df44847>
{ "date": "2013-05-23T02:17:31Z", "dump": "CC-MAIN-2013-20", "file_path": "s3://commoncrawl/crawl-data/CC-MAIN-2013-20/segments/1368702749808/warc/CC-MAIN-20130516111229-00051-ip-10-60-113-184.ec2.internal.warc.gz", "language": "bre", "language_score": 0.9947683215141296, "language_script": "Latn", "top_langs": "{\"bre_Latn_score\": 0.9947683215141296}", "url": "http://br.wikipedia.org/wiki/Lu%C3%ADs_Ia%C3%B1" }
Gwengolo |Labour zo d'ober c'hoazh a-raok peurechuiñ ar pennad-mañ. Ma fell deoc'h reiñ un tamm skoazell, krogit e-barzh. Mar karfec'h reiñ hoc'h ali ha netra ken, grit 'ta e pajenn ar gaozeadenn.| | | |Genver ·||C'hwevrer ·||Meurzh ·||Ebrel ·||Mae ·||Mezheven ·||Gouere ·||Eost ·||Gwengolo ·||Here ·||Du ·||Kerzu| Dont a rafe an anv eus ar c'holo a zo deuet gwenn ar parkeier war-lerc'h an eost. Miz an distro d'al labour eo evit kalz a labourerien, evit ar skolidi hag ar studierien. Deizioù a bouez [kemmañ] - D'an 29 a viz Gwengolo emañ Gouel Mikael. Gwechall e oa en deiz-se e veze paeet ar feurm d'ar perc'henn. Ne oa ket hini plijusañ ar bloaz eta, evel a weler er c'hrennlavar: Malarjez, Malarjez Me garje vije bemdez An eost div wech ar bloaz Ha Gouel Mikael bep seizh vloaz.
<urn:uuid:73359f4a-a820-4098-bb14-ad5b8c42df2f>
{ "date": "2013-05-18T22:09:34Z", "dump": "CC-MAIN-2013-20", "file_path": "s3://commoncrawl/crawl-data/CC-MAIN-2013-20/segments/1368696382917/warc/CC-MAIN-20130516092622-00092-ip-10-60-113-184.ec2.internal.warc.gz", "language": "bre", "language_score": 1.0000073909759521, "language_script": "Latn", "top_langs": "{\"bre_Latn_score\": 1.0000073909759521}", "url": "http://br.wikipedia.org/wiki/Gwengolo" }
Ur yezh sinek-tibetek eus skourr ar yezhoù sinaek eo ar $ (huī yǔ徽语, pe Huīzhōu huà 徽州話) komzet gant e su Anhui hag e norzh Zhejiang e Sina. Pemp rannyezh ez eus: - Djichieg (jixi) - Chouyieg (xiuyi) - Tchideueg (qide) - Yandjoueg (yanzhou) - Djingdjaneg (jingzhan) Gwelet ivez [kemmañ]
<urn:uuid:7e86fab3-05b8-4c24-b047-1fa98b69ef48>
{ "date": "2013-05-24T05:14:17Z", "dump": "CC-MAIN-2013-20", "file_path": "s3://commoncrawl/crawl-data/CC-MAIN-2013-20/segments/1368704218408/warc/CC-MAIN-20130516113658-00092-ip-10-60-113-184.ec2.internal.warc.gz", "language": "bre", "language_score": 0.9685841202735901, "language_script": "Latn", "top_langs": "{\"bre_Latn_score\": 0.9685841202735901, \"lim_Latn_score\": 0.010904320515692234}", "url": "http://br.wikipedia.org/wiki/Sinaeg_Huizhou" }
Telenn geltiek An delenn geltiek eo an anv a roer da veur a stumm telennoù bihan (telennoù pobl peurliesañ) a gaver e Kembre, Iwerzhon a Bro-Skos (hag e Breizh abaoe labour Georges Cochevelou hag e vab Alan Stivell). Reishoc'h e vefe komz eus "telennoù keltiek" kentoc'h eget eus an delenn geltiek. An telennoù keltiek hengounel : - Ar c'hCláirseach (pe Clàrsach). Telenn vihan a gaver en Iwerzhon hag e Bro-Skos (gw. Telenn skosat), dezhi kerdin metal. Ober a reer an "delenn varzhek" anezhi a-wezhioù ivez. - An delenn gembreat ("telyn"). Un delenn vihan heñvel ouzh ar c'hCláirseach a vefe bet e Kembre. Hiziv an deiz ez eo un delenn levezonet gant an delenn glasel (brasoc'h eget ar c'hCláirseach ha dezhi kerdin nilon pe gerdin bouzelloù). An telennoù keltiek nevez : - Adalek ar bloavezhioù 50 / 60 e voe savet telennoù e Breizh hag e Bro-C'hall, anvet telennoù keltiek, telennoù levezonet gant c'hCláirseach, dezho ur stumm hag ur son dezho o-unan koulskoude. Brudet e voe seurt telennoù er bed holl gant an telennour Alan Stivell hag e bladenn "renaissance de la harpe celtique". - Telenoù keltiek tredan moanoc'h ha mistroc'h o stumm, levezonet gant stumm telennou ar Grennamzer.
<urn:uuid:214e1d31-fe2b-48c7-b8a6-0461faab5539>
{ "date": "2013-06-18T07:18:13Z", "dump": "CC-MAIN-2013-20", "file_path": "s3://commoncrawl/crawl-data/CC-MAIN-2013-20/segments/1368707184996/warc/CC-MAIN-20130516122624-00092-ip-10-60-113-184.ec2.internal.warc.gz", "language": "bre", "language_score": 0.9999102354049683, "language_script": "Latn", "top_langs": "{\"bre_Latn_score\": 0.9999102354049683}", "url": "http://br.wikipedia.org/wiki/Telenn_geltiek" }
beril Ur pennad eus ar Wikeriadur, ar geriadur liesyezhek frank a wirioù. | | Taolenn Brezhoneg |Sellet e vez ouzh ar bajenn pe ar gevrenn-mañ evel un divraz da glokaat e brezhoneg. Mar gouezit tra pe dra diwar-benn danvez ar pennad e c'hellit lakaat ho kouiziegezh da dalvezout dre gemmañ ar bajenn-mañ diouzhtu goude klikañ war al liamm « kemmañ ».| |Dont a ra danvez ar pennad-mañ eus ar geriadur Freelang. | Enporzhiet eo bet ent emgefreek. - → Etimologiezh da glokaat beril / gourel / - → Termenadur da glokaat
<urn:uuid:136717be-4fa3-4f1c-9ffd-3e6e67403dd7>
{ "date": "2013-06-18T06:57:59Z", "dump": "CC-MAIN-2013-20", "file_path": "s3://commoncrawl/crawl-data/CC-MAIN-2013-20/segments/1368707184996/warc/CC-MAIN-20130516122624-00092-ip-10-60-113-184.ec2.internal.warc.gz", "language": "bre", "language_score": 1.0000038146972656, "language_script": "Latn", "top_langs": "{\"bre_Latn_score\": 1.0000038146972656}", "url": "http://br.wiktionary.org/wiki/beril" }
heti Ur pennad eus ar Wikeriadur, ar geriadur liesyezhek frank a wirioù. Brezhoneg Etimologiezh - Savet diwar het-, pennrann ar verb hetiñ, hag an dibenn-ger -i. Furm verb heti /Distagadur ?/ - Furm ar verb hetiñ en eil gour unan an amzer-da-zont, en doare-disklêriañ.
<urn:uuid:2b3f0d08-b67e-424f-8a71-074d36851088>
{ "date": "2013-06-18T06:51:26Z", "dump": "CC-MAIN-2013-20", "file_path": "s3://commoncrawl/crawl-data/CC-MAIN-2013-20/segments/1368707184996/warc/CC-MAIN-20130516122624-00092-ip-10-60-113-184.ec2.internal.warc.gz", "language": "bre", "language_score": 0.9980819225311279, "language_script": "Latn", "top_langs": "{\"bre_Latn_score\": 0.9980819225311279}", "url": "http://br.wiktionary.org/wiki/heti" }
| Breih e du| Amañ e vez kaoz eus ur vroadelezh a vez nac'het d'ar vretoned. Met n'eo ket tout. Klask a reomp kaout ur sell diveliour war an dachenn-mañ... www.chez.com/duzodu - cached | Emgann - MGI| Stourm a ra ar strollad EMGANN evit dizalc’h politikel Breizh. Fellout a ra deomp e vefe anavezet ar bobl vrezhon war an tachennoù broadel hag etrevroadel dre frammoù politikel dizalc’h, demokratel ha diouzh ar mare ma vevomp ennaň. www.chez.com/emgann - cached | Kaoc'higellig| Pajenn diwar-benn ar politikerezh e Bro-C'hall. Fentigellou ha skeudennou d'ober goap eus politikourien Gall. www.chez.com/evergwennhadu - cached | Ni Hon Huan| Ur strollad politikel zo eus NHU hag e venn bodenniñ war ar 5 departamant Breizh, kenkoulz re an tu de dehoù ha re an tu kleiz unvanet evit muioc'h a frankiz er vro, evit muioc'h a emrenerezh. www.chez.com/nhu/ni_hon_unan.htm - cached | EDE| Europa, Demokratelezh, Esperanteg. Mennozh-stur ar program eo pourchas da Europa ar binvioù ret evit diazezañ un Demokratelezh Perzhiañ. e Brezhoneg ha 5 yezh all Search in Category: World: Esperanto: Socio: Politiko: Eŭropa Unio www.e-d-e.org/?lang=br - modified: Apr 04 2009 - cached | Emglev Kevredel Breizh| Strollad politikel broadelour ha kevreadelour, nag a gleiz nag a zehoù, dre maz eus ezhomm da vodañ an dud ha n'eo ket d'o zisrannañ a-benn gounid d'ar Vrezhoneg o frankiz politikel. www.alliance-federaliste-bretonne.org - published: Apr 25 2006 - cached | Emsav Broadelour Brezhon| Stourm a ra EBB evit dieubidigezh Vreizh en he 9 rannvro istorel ha dreist-holl en he yezh: ur stourm Brezhon a vlegnomp, ha neket ur stourm. membres.lycos.fr/ebb | Kenurzh Breizh Dizalc’h ha Diveliel| Dizalc’hourien, a-benn d’ober war dro ho dazont, diorren ho yezhoù hag ho sevenadur ha dresañ freuz bet graet gant an drevadennouriezh gall. www.cbil.lautre.net - published: Feb 03 2007 - cached | Skeudennoù| Skeudennoù ha tresadennoù politikel dispac'hel, dizalc'hel, broadel ha diveliour. membres.lycos.fr/skeudennou
<urn:uuid:827628ec-fcc4-4630-b196-5907742bbae4>
{ "date": "2013-06-18T06:51:55Z", "dump": "CC-MAIN-2013-20", "file_path": "s3://commoncrawl/crawl-data/CC-MAIN-2013-20/segments/1368707184996/warc/CC-MAIN-20130516122624-00092-ip-10-60-113-184.ec2.internal.warc.gz", "language": "bre", "language_score": 0.999481737613678, "language_script": "Latn", "top_langs": "{\"bre_Latn_score\": 0.999481737613678}", "url": "http://www.gigablast.com/World/Brezhoneg/Kevredigezh/Politikerezh/" }
Tonenn (mas) An donenn (simbol: t) a zo un unanenn vas kevatal gant 1 000 kilogram. A-wezhioù e vez graet tonenn vetrek anezhi. Daoust m'emañ an donenn er-maez eus ar sistem etrebroadel (SI) e vez implijet asambles gantañ. Graet e vez gant tonennoù all e broioù 'zo : - tonenn amerikan (short ton), a dalv 907,185 kg (2000 lb) - tonenn saoz (long ton), a dalv 1016,047 kg (2240 lb)
<urn:uuid:8491b63a-af54-4463-8a94-b04404b8deee>
{ "date": "2013-05-20T18:21:35Z", "dump": "CC-MAIN-2013-20", "file_path": "s3://commoncrawl/crawl-data/CC-MAIN-2013-20/segments/1368699186520/warc/CC-MAIN-20130516101306-00097-ip-10-60-113-184.ec2.internal.warc.gz", "language": "bre", "language_score": 0.9975463151931763, "language_script": "Latn", "top_langs": "{\"bre_Latn_score\": 0.9975463151931763}", "url": "http://br.wikipedia.org/wiki/Tonenn_(mas)" }
Livry a zo ur gumun eus Bro-C'hall e departamant Calvados e Normandi. XXvet kantved [kemmañ] Eil brezel-bed, 1944-1945: mervel a reas pemp den nann soudard e Livry abalamour d'ar brezel, daou anezhe a voe lazhet gant tennoù kanol d'an 13 a viz Even 1944 e-pad Emgann Normandi [1]. Monumantoù ha traoù heverk [kemmañ] - Moudenn Briquessart, XIvet kantved, - Kastell Parfouru, - Chapel Saint Sulpice, XIIvet hag he feunteun [2], - Iliz katolik Sant Varzhin, XIIIvet-XIVvet kantvedoù e Parfouru [3] [4]. - Iliz katolik Intron-Varia e Livry [5]. Bezioù ar C'hommonwealth er gumun [kemmañ] Kabiten e oa er 4th Bn Grenadier Guards. Mervel a reas d'an 30 a viz Gouere 1944 e-pad Emgann Normandi e-pad an Eil brezel-bed [6]. - e bered ar gumun: Livry Churchyard: Marvet e oant e miz Even 1944 en Emgann Normandi e-pad an Eil brezel-bed, daou anezhe, milourion er 8th King's Royal Irish Hussars eus ar Royal Armoured Corps, d'an 12, an trede hini, eus The Queen's Royal Regiment (West Surrey), 1/6th Bn., d'ar 14 [7]. Douaroniezh [kemmañ] Emdroadur ar boblañs 1962-2008 [kemmañ] Niver a annezidi Melestradurezh [kemmañ] Liammoù diavaez [kemmañ] Notennoù ha daveoù [kemmañ] - ↑ Mémorial des victimes civiles en Normandie - ↑ Skeudennoù - Clochers de France - ↑ Patrimoine de France - ↑ Skeudennoù - Clochers de France - ↑ Skeudennoù - Clochers de France - ↑ In Memories - ↑ In Memories
<urn:uuid:2b087ead-d7fd-4682-ad18-fd45fb0441db>
{ "date": "2013-05-23T09:44:01Z", "dump": "CC-MAIN-2013-20", "file_path": "s3://commoncrawl/crawl-data/CC-MAIN-2013-20/segments/1368703108201/warc/CC-MAIN-20130516111828-00097-ip-10-60-113-184.ec2.internal.warc.gz", "language": "bre", "language_score": 0.8320389986038208, "language_script": "Latn", "top_langs": "{\"bre_Latn_score\": 0.8320389986038208, \"nrm_Latn_score\": 0.014438088983297348, \"mlt_Latn_score\": 0.01442036498337984, \"ltz_Latn_score\": 0.010118314996361732}", "url": "http://br.wikipedia.org/wiki/Livry_(Calvados)" }
Lorenzo II de' Medici Lorenzo II de Medici, ganet e 1492 e Firenze, marvet e 1519 er Villa Medicea di Careggi, a renas e Firenze adalek 1513 betek e varv gant kleñved Naplez e 1519. Anvet e voe da zug Urbino e 1516. Dezhañ e oa dediet Il Principe, levr Niccolò Machiavelli E vuhez [kemmañ] Mab e oa da Piero il Fatuo (1472-1503), mestr Firenze, ha d'e bried Alfonsina Orsini, ha mab-bihan da Lorenzo il Magnifico. Kaset e oa bet e diegezh kuit eus Firenze en 1494, pa zigoras e dad perzhier kêr d'ar C'hallaoued, ha bevañ a reas e yaouankiz e Roma. En 1512 e c'hallas distreiñ da Firenze a drugarez da skoazell ar pab Jul II ha d'ar C'hevre Santel : un armead spagnol, kaset gant Raymond de Cardona, a aloubas Mugello ha gwastet e voe Prato ha Campi Bisenzio, freuz ha lazh enne. O welout kement-se e plegas Republik Firenze, Dimeziñ ha bugale [kemmañ] Dimeziñ a reas da Madeleine de la Tour d'Auvergne (1495-1519), keniterv d'ar roue gall Frañsez Iañ, abalamour da unaniñ an daou diegezh a-enep an Impalaeriezh santel roman german. Ur verc'h o doe ar priedoù: - Caterina de' Medici (1519-1589), a zimezas d'ar roue gall Herri II hag a voe mamm da zaou roue gall. Ur mab bastard en doa bet a-raok: - Alessandro de' Medici, a renas war e lerc'h. Poltred [kemmañ] Poltredet e voe gant Raffaello a-raok e eured. Gwelout a reer an dug (dug Urbino) en e zilhad kaerañ, voulouz, feur.
<urn:uuid:56e2bc13-08db-4133-ab53-b651f5011b38>
{ "date": "2013-05-24T13:00:59Z", "dump": "CC-MAIN-2013-20", "file_path": "s3://commoncrawl/crawl-data/CC-MAIN-2013-20/segments/1368704658856/warc/CC-MAIN-20130516114418-00029-ip-10-60-113-184.ec2.internal.warc.gz", "language": "bre", "language_score": 0.9938554167747498, "language_script": "Latn", "top_langs": "{\"bre_Latn_score\": 0.9938554167747498}", "url": "http://br.wikipedia.org/wiki/Lorenzo_II_de'_Medici" }
Ankylosauria Al loened geotdebrer-se a oa dinosaored bras-kenañ o c'hein hobrejonet, dezhe betek 10 metr hed ha 2,5 uhelder. Plakennoù askornek hir o devoa a-hed o c'horf adalek penn o lost betek o gouzoug ha penn o moj. Ken disi e oa o hobrejon ma oa gwarezet malvennoù o daoulagad gant plakennoù askornek bihan. Pa zegouezhe gante en em gavout gant ur preizher bras, evel an Tyrannosaurus, e oa trawalc'h dezhe mont en o c'hluch da vezañ gwarezet penn-da-benn. Ouzhpenn 1 000 askorn o devoa a-drugarez d'an harnez-se. Ar vataraz askornek e penn o lost a c'halle freuzañ pavioù ur bern preizherien en o zouez an Tyrannosaurus.
<urn:uuid:646a34e9-9234-4447-b5d3-fe8033858128>
{ "date": "2013-05-21T08:57:23Z", "dump": "CC-MAIN-2013-20", "file_path": "s3://commoncrawl/crawl-data/CC-MAIN-2013-20/segments/1368699812416/warc/CC-MAIN-20130516102332-00053-ip-10-60-113-184.ec2.internal.warc.gz", "language": "bre", "language_score": 0.9999648332595825, "language_script": "Latn", "top_langs": "{\"bre_Latn_score\": 0.9999648332595825}", "url": "http://br.wikipedia.org/wiki/Ankylosauria" }
Nyiragongo An Nyiragongo a zo ur menez-tan e Traoñienn ar Rift Meur e reter Afrika. E anv a dalv e brezhoneg an hini a zivoged. Dre m'emañ tost ouzh ur bern kêriadennoù poblet mat, met ivez dre ma tislonk alies hag ez eo redus-kenañ e lava, ez eo anavezet an Nyiragongo evel unan eus ar menezioù-tan dañjerusañ en Afrika. Lec'hiadur [kemmañ] E Republik demokratel Kongo emañ an Nyiragongo, ha resisoc'h : 29,5° Reter ; 1,52° Su. En aridennad ar Virunga (80 km eus Reter da Gornôg hag 20 km ledander) emañ, gant ar menezioù-tan-mañ: ar Vuhaura, ar Vgahinga, ar Sabinyo, ar Vishole, ar Vikeno, ar Garisimbi hag an Niamuragira. War-hed 19 km emañ an Nyiragongo eus kêr Goma, tost d'ar vevenn etre ar C'hongo hag ar Rwanda. Kêr Goma a zo war-dro 400 000 a dud o chom enni. Uhel a-walc'h eo an Nyiragongo, gant 3 469 m a uhelder. War rift Afrikan Esten emañ an Nyiragongo. Tarzhadennoù [kemmañ] Pa vez komzet eus an Nyiragongo e ranker gouzout o deus cheñchet e darzhadennoù e-kerzh ar bloavezhioù, da laret eo e oant tarzhus betek an 19vet kantved evit dont da vezañ dislonkus adalek dislonkadenn 1927 hag he deus paouezet e 1977. E-kerzh an dislonkadenn a badas 50 vloaz e voe krouet ul lenn magma hag en em zileunias en un eurvezh. An dislonkadenn-mañ a gemeras hent Goma hag a baouezas un tammig a-raok an aerborzh, met lazhet e voe 600 den ha leusket ur graterenn 900 metrad donder. Dislonket en deus dija peder gwech :ur wech e 1944, e 1948, e 1977 hag e 2002. Dislonkadenn 2002 he deus lakaet da fall 14 kêriadenn nepell dioutañ ha touchet he deus e lava kêriadenn Goma en ur leskel un nant lava eus 60km hirder ! Setu n'eo ket marv c'hoazh an Nyiragongo. Ur vojenn a zo en-dro d'an Niamuragira diwar-benn an Nyiragongo : laret e vez gant an dud o vevañ tro- dro d'an daou venez-tan-se ez a ene an dud varv da lakaat anezhañ da zislonkañ. Tarzhus eo an Nyiragongo hag ur stumm kemmesk en deus ar mnez-tan Peleat-mañ. Lava berradus ha tarzhadennoù aezhenn dour a zo en e zislonkadurioù. Teñval eo liv e lava hag ur gimiezh bazek he deus. An Nyiragongo na servij da vann evit an dud o vevañ tro-dro (labour-douar...).
<urn:uuid:44c97dc7-eecc-4247-b152-eeec8d8b0c4c>
{ "date": "2013-05-23T17:42:09Z", "dump": "CC-MAIN-2013-20", "file_path": "s3://commoncrawl/crawl-data/CC-MAIN-2013-20/segments/1368703635016/warc/CC-MAIN-20130516112715-00053-ip-10-60-113-184.ec2.internal.warc.gz", "language": "bre", "language_score": 0.9999871253967285, "language_script": "Latn", "top_langs": "{\"bre_Latn_score\": 0.9999871253967285}", "url": "http://br.wikipedia.org/wiki/Nyiragongo" }
c'hwitell Ur pennad eus ar Wikeriadur, ar geriadur liesyezhek frank a wirioù. | | Taolenn Brezhoneg - → Etimologiezh da glokaat - Benveg bihan a ra ur son skiltr pa vez c'hwezhet e-barzh. - Hennezh, ar Yann-se, a rank mont kuit ac'hann, c'hwitell hag all ! KBSA 186 - (Pemdez) Kalc'h. Gerioù heñvelster Deveradoù Troidigezhioù (1) (2)
<urn:uuid:8e8120be-faf8-4560-89e8-64dc1c79b870>
{ "date": "2013-05-23T17:35:44Z", "dump": "CC-MAIN-2013-20", "file_path": "s3://commoncrawl/crawl-data/CC-MAIN-2013-20/segments/1368703635016/warc/CC-MAIN-20130516112715-00053-ip-10-60-113-184.ec2.internal.warc.gz", "language": "bre", "language_score": 0.9999499320983887, "language_script": "Latn", "top_langs": "{\"bre_Latn_score\": 0.9999499320983887}", "url": "http://br.wiktionary.org/wiki/c'hwitell" }
a vo kavet e Kerandafar, ar sanailh ma vez klenket dafar ar Wikipedia. Emañ ar 5 pajenn da-heul er rummad-mañ, diwar un hollad a 5.
<urn:uuid:de7bf999-9b50-403e-9e0d-71466d840163>
{ "date": "2013-05-19T15:36:36Z", "dump": "CC-MAIN-2013-20", "file_path": "s3://commoncrawl/crawl-data/CC-MAIN-2013-20/segments/1368697745221/warc/CC-MAIN-20130516094905-00069-ip-10-60-113-184.ec2.internal.warc.gz", "language": "bre", "language_score": 0.9994001388549805, "language_script": "Latn", "top_langs": "{\"bre_Latn_score\": 0.9994001388549805}", "url": "http://br.wikipedia.org/wiki/Rummad:Wiltshire" }
Agua Azul zo ur mirva en hanternoz stad Chiapas, e Mec'hiko, brudet e lammoù-dour gant adstêrioù ar stêrioù Otulún, Shumuljá ha Tulijá, glas an doureier anezho. E kumun Tumbalá emaint, 64 km eus kêr Palenque. Lammoù-dour Agua Azul gwelet eus an uhel Gwez goloet gant raz
<urn:uuid:a5c1ea3a-19ae-4db8-9afb-8432eae7e851>
{ "date": "2013-06-19T09:56:52Z", "dump": "CC-MAIN-2013-20", "file_path": "s3://commoncrawl/crawl-data/CC-MAIN-2013-20/segments/1368708664942/warc/CC-MAIN-20130516125104-00069-ip-10-60-113-184.ec2.internal.warc.gz", "language": "bre", "language_score": 0.9997859597206116, "language_script": "Latn", "top_langs": "{\"bre_Latn_score\": 0.9997859597206116}", "url": "http://br.wikipedia.org/wiki/Agua_Azul" }
Cheyeneg |Cheyeneg | (Tsêhesenêstsestôtse) |Perzhioù| |Komzet e :||Stadoù Unanet| |Rannved :||Montana, Oklahoma| |Komzet gant :||~ 1.700| |Renkadur :||goude 100| |Familh-yezh :||Yezhoù aljek| |Statud ofisiel| |Yezh ofisiel e :| |Akademiezh :||hini ebet| |Kodoù ar yezh| |ISO 639-1||hini ebet| |ISO 639-2||chy| |ISO 639-3| |Kod SIL||chy| |Sellit ivez ouzh ar pennad Yezh.| Ur yezh aljek eus isskourr yezhoù algonkek ar c'hompezennoù eo ar cheyeneg (Tsêhesenêstsestôtse), komzet gant tro-dro da 1.721 dud diwar 5.000 den en holl e Mirva Cheyened an Norzh e gevred Montana ha gant an Arapahoed e kornôg Oklahoma er Stadoù-Unanet (1990). E Montana e vez implijet gant an holl dud deuet d'o oad met saozneg a gomz kentoc'h ar re yaouankañ, met kelennet e vez d'ar re yaouank e-pad an hañv eno a-benn klask reiñ lusk d'ar yezh. En Oklahoma, avat, ne vez komzet ken nemet gant ar re goshañ. Fonologiezh [kemmañ] N'eo ket liesek-tre fonologiezh Cheyeneg. Tra ma'z eus teir vogalenn hepken e c'heller o tistagañ a dri doare : gant ur vouezh uhel, gant ur vouezh izel pe en un doare divouezh. |Diweuz||Dent||etre staon ha teod||goueled ar genoù||gourlañchenn| |tarzh||p||t||k||ʔ| |c'hwezh||v||s||š||x||h| |fri||m||n| |Araog||Kreiz||Adreñv| |Uhel||e||o| |Izel||a| Yezhadur [kemmañ] Gwelet ivez [kemmañ] |Porched ar yezhoù hag ar skriturioù – Adkavit pennadoù Wikipedia a denn d'ar yezhoù.|
<urn:uuid:9c1476ed-558b-4816-95c8-245555e2c375>
{ "date": "2013-05-22T19:39:58Z", "dump": "CC-MAIN-2013-20", "file_path": "s3://commoncrawl/crawl-data/CC-MAIN-2013-20/segments/1368702414478/warc/CC-MAIN-20130516110654-00080-ip-10-60-113-184.ec2.internal.warc.gz", "language": "bre", "language_score": 0.999427080154419, "language_script": "Latn", "top_langs": "{\"bre_Latn_score\": 0.999427080154419}", "url": "http://br.wikipedia.org/wiki/Cheyeneg" }
Oblast Kaliningrad Oblast Kaliningrad (rusianeg: Калинингра́дская о́бласть, Kaliningradskaya oblast) a zo un oblast eus Rusia hag a sko war ar Mor Baltel. 941 873 a oa o chom eno e 2010. Distag-krenn eo diouzh ar peurrest eus ar vro pa'z eo un ezklozadur lec'hiet etre Polonia ha Lituania, 600 km diouzh lec'h tostañ Rusia "vras" ha ma'z eo ret treuziñ div stad (Lituania ha Belarus) a-raok e dizhout. Un darn eus Prusia ar Reter e oa betek dibenn ar Brezel-bed diwezhañ. 15 125 km² eo gorread an oblast-mañ. Kaliningrad eo ar pennlec'h, anvet Königsberg betek 1946. Liammoù diavaez [kemmañ]
<urn:uuid:84998b3c-3830-4b14-bd80-23e9450445bb>
{ "date": "2013-05-22T19:25:45Z", "dump": "CC-MAIN-2013-20", "file_path": "s3://commoncrawl/crawl-data/CC-MAIN-2013-20/segments/1368702414478/warc/CC-MAIN-20130516110654-00080-ip-10-60-113-184.ec2.internal.warc.gz", "language": "bre", "language_score": 0.9994006156921387, "language_script": "Latn", "top_langs": "{\"bre_Latn_score\": 0.9994006156921387}", "url": "http://br.wikipedia.org/wiki/Oblast_Kaliningrad" }
Niver feurek Un niver feurek zo, e jedoniezh, un niver hag a c'hell en em ezgeriañ evel rannad daou kevan daveel. An niveroù feurek ankevan (anvet rannoù a-wechoù) zo notet peurliesañ a/b, ma vez a ha b daou gevan daveel (gant b anvannel). Envel a reer a an niverer ha b an anver. Pep niver feurek a c'hell bout skrivet en un amvevennad a zoareoù diforc'hek, evel 1/2=2/4=3/6=h.a. Hogen, bez' ez eus ag ur furm brientet, pa ne vez ket a ranner boutin etre a ha b, estreget 1 (Niveroù kentañ int kenetrezo). Pep niver feurek anvannel en deus, en ur mod rik, ur furm hepken eus ar rizh-mañ gant un anver muiel. Komz a reer neuze a rann andireadus. Dispakad dekredel un niver feurek zo bepred trovezhiek adalek un dekredell bennak (da skouer, e degouezh ur skritur dekredel bevennek, ouzhpennadenn mannoù a ziogel an drovezhiegezh). Kement-se zo gwir e forzh petore diazez. A-geveskemm, mar bez un dispakad dekredel trovezhiek gant un niver en un diazez d'an nebeutañ, neuze ez eus un niver feurek anezhañ. ma vez gwalenn ar c'hevanion.
<urn:uuid:43f3bf9a-b49b-4f70-b834-f7e45fd83e92>
{ "date": "2013-06-20T00:38:51Z", "dump": "CC-MAIN-2013-20", "file_path": "s3://commoncrawl/crawl-data/CC-MAIN-2013-20/segments/1368709947846/warc/CC-MAIN-20130516131227-00009-ip-10-60-113-184.ec2.internal.warc.gz", "language": "bre", "language_score": 0.9999833106994629, "language_script": "Latn", "top_langs": "{\"bre_Latn_score\": 0.9999833106994629}", "url": "http://br.wikipedia.org/wiki/Niver_feurek" }
Republik Venezia Republik Venezia (a oa hec'h anv leun Serenissima Repubblica di Venezia en italianeg pe Serenissima Repubblica di San Marco) a oa ur stad savet en-dro da gêr Venezia hag a badas eus ar bloavezh 697 d'ar bloavezh 1797. Renet e veze gant un doge.[1]. Brudet e oa kenwerzhourien Republik Venezia er broioù a oa en-dro d'ar Mor Kreizdouar. E 1797 e voe aloubet gant armeoù Napoleon Bonaparte a oa o vrezeliañ en Italia. Diwezhatoc'h c'hoazh e voe ur republik verrbad en-dro da Venezia etre 1848 ha 1849, anvet Repubblica di San Marco. Notennoù [kemmañ] - "dodje" e geriadur brezhoneg-galleg Roparz Hemon.
<urn:uuid:745197f2-85ee-4a65-9c37-c304ed1487f0>
{ "date": "2013-06-20T01:04:59Z", "dump": "CC-MAIN-2013-20", "file_path": "s3://commoncrawl/crawl-data/CC-MAIN-2013-20/segments/1368709947846/warc/CC-MAIN-20130516131227-00009-ip-10-60-113-184.ec2.internal.warc.gz", "language": "bre", "language_score": 0.9955199956893921, "language_script": "Latn", "top_langs": "{\"bre_Latn_score\": 0.9955199956893921}", "url": "http://br.wikipedia.org/wiki/Republik_Venezia" }
Joos de Momper E dad, e dad-kozh hag e dad-kuñv a oa livourien, dastumerien oberennoù arzel ha gwerzherien taolennoù. Gant e dad e teskas ar vicher. A-drugarez d'e weledvaoù (mor pe menezioù) eo brudet Momper. Tud zo a soñj dezho ez int damheñvel ouzh ar pezh a vo livet da vare romantelezh. O gwelout a c'haller e meur a virdi en Europa : Herzog-Anton-Ulrich-Museum Braunschweig, Alte Pinakothek München, mirdi Hamburg ha hini Leipzig (Museum der bildenden Künste). De Momper a implijas stank un teknik ha a oa dic'hizet, an diarsell endro an hini eo. Diazezet eo talenn gentañ an taolennoù war livioù ruz-rous hag az a war steuziañ betek an dalenn ziwezhañ hag a zo gris-glas, hag etrezo livioù gwer-melen. Uhel e oa ar sell en e daolennoù kentañ, ha diwezhatoc'h e teuas da vezañ izeloc'h. Oberennoù[kemmañ] - Ar Pevar c'houlz-amzer (1612-1620 ?) Herzog Anton Ulrich-Museum, Braunschweig, Saks-Izel, Alamagn. - Gweledva dindan an erc'h, Mirdi an Arzoù-kaer, Châlons-en-Champagne, Bro-C'hall.
<urn:uuid:17948380-cca4-40f7-853b-5d22506c536e>
{ "date": "2013-06-20T07:41:46Z", "dump": "CC-MAIN-2013-20", "file_path": "s3://commoncrawl/crawl-data/CC-MAIN-2013-20/segments/1368710963930/warc/CC-MAIN-20130516132923-00058-ip-10-60-113-184.ec2.internal.warc.gz", "language": "bre", "language_score": 0.9999803304672241, "language_script": "Latn", "top_langs": "{\"bre_Latn_score\": 0.9999803304672241}", "url": "http://br.wikipedia.org/wiki/Joos_de_Momper" }
Kensonenn dre strakal |Doareoù distagañ| |Dre serriñ| |Klikoù| |Tarzhañ| |Strakal| |Entarzhañ| |Fic'hal| |Travat| |C'hwitellat| |Heson| |Fri| |Stlakat| |Froumal| |Tostaat| |Linkus| |Vogalennoù| |Damvogalennoù| |A-gostez| Er yezhoniezh e vez implijet an termen kensonenn dre strakal (saoz.: ejective consonant) war dachenn ar fonetik hag ar fonologiezh evit komz eus ur gensonenn distaget dre serriñ an troc'h-avel war un dro. Kensonennoù divouezh int atav. Pa vezont distaget en un doare sklaer ec'h eo aes o anavezout. E yezhoù zo avat e vezont distaget en un doare gwan a-walc'h hag diaes e c'hell bezañ ober an diforc'h etreze ha kensonennoù dre serriñ plaen. Merket e vez ar fed ma vez distaget ur gensonenn dre strakal hervez reolennoù treuzskrivañ al lizherenneg fonetikel etrebroadel dre skrivañ ur skrap goude an arouezenn a diskwel pe hini eo al lec'h distagañ pennañ, da skouer [k’]. Kavet e vez stank seurt kensonennoù e reter ha su Afrika, kornôg ha gwalarn Norzhamerika ha kornôg Suamerika. En Europa ne vezont implijet nemet gant un nebud yezhoù kaokazek. Ral-kenañ int e lec'hioù all dre ar bed. Kensonennoù dre serriñ eo an darn vrasañ eus ar c'hensonennoù dre strakal implijet gant yezhoù komzet dre ar bed, ha [k’] eo an hini implijet an aliesañ. Ouzhpenn e vez kavet kensonennoù dre fic'hal ha - raloc'h - kensonennoù dre daravat distaget dre strakal ivez. |Kensonennoù||Gwelit ivez: LFE, Vogalenn| | | |An arouezennoù a-zehoù e pep par mar bez a ra dave d'ur gensonenn mouezhiet. E gris emañ ar sonioù ma kreder dibosubl o c'havout.|
<urn:uuid:2caf72d9-56e5-4ec6-99e0-94c26ccb8454>
{ "date": "2013-06-20T07:29:03Z", "dump": "CC-MAIN-2013-20", "file_path": "s3://commoncrawl/crawl-data/CC-MAIN-2013-20/segments/1368710963930/warc/CC-MAIN-20130516132923-00058-ip-10-60-113-184.ec2.internal.warc.gz", "language": "bre", "language_score": 0.9999916553497314, "language_script": "Latn", "top_langs": "{\"bre_Latn_score\": 0.9999916553497314}", "url": "http://br.wikipedia.org/wiki/Kensonenn_dre_strakal" }
a vo kavet e Kerandafar, ar sanailh ma vez klenket dafar ar Wikipedia. Emañ ar 4 pajenn da-heul er rummad-mañ, diwar un hollad a 4.
<urn:uuid:3ec8a757-2463-48f3-b49c-5304677ff569>
{ "date": "2013-06-20T07:41:42Z", "dump": "CC-MAIN-2013-20", "file_path": "s3://commoncrawl/crawl-data/CC-MAIN-2013-20/segments/1368710963930/warc/CC-MAIN-20130516132923-00058-ip-10-60-113-184.ec2.internal.warc.gz", "language": "bre", "language_score": 0.9994157552719116, "language_script": "Latn", "top_langs": "{\"bre_Latn_score\": 0.9994157552719116}", "url": "http://br.wikipedia.org/wiki/Rummad:Ganedigezhio%C3%B9_1715" }
Impalaeriezh |Labour zo d'ober c'hoazh a-raok peurechuiñ ar pennad-mañ. Ma fell deoc'h reiñ un tamm skoazell, krogit e-barzh. Mar karfec'h reiñ hoc'h ali ha netra ken, grit 'ta e pajenn ar gaozeadenn.| Un impalaeriezh a zo ur strollad broioù lakaet dindan beli un impalaer. Dont a ra ar ger eus al latin imperium (beli). Pa gomzer eus un impalaeriezh e vez kaoz eus tiriadoù divent ha liessevenadurel. Ur galloud milourel a ya atav gant mennozh ar framm politikel-kevredigezhel-se. Ur monarkiezh pe unpenniezh eo an impalaeriezh. Graet e vez alies a-walc'h an "impalaeriezh amerikan" eus ar sistem emglevioù milourel ha kenwerzhel a ro ur galloud divent d'ar Stadoù-Unanet. Koulzkoude pa n'eo ket ur riez liesvro, n'eo ket dereat meskañ an dra gant an impalaeriezhoù a zo kaoz anezho amañ. Anvet e vez ar sistem emglevioù an impalaerouriezh. Savboentoù liesseurt a sav war ar meizad-se. Hiziv n'eus nemet impalaer ar Japan a zoug an titl-se, met n'eus ket mui kaoz eus an impalaeriezh p'eo aet bihannoc'h tiriadoù ar Japan dre goll Korea hag ar broioù aloubet er XXvet kantved. N'eo ket mui ur riez liesbobl Japan, nemet e-keñver an Ainoù hag ar Goreidi envroet. | | Taolenn Impalaerezhioù [kemmañ] Afrika [kemmañ] - Impalaeriezh Henegipt - Impalaeriezh Etiopia - Impalaeriezh Songhai Amerika [kemmañ] Azia [kemmañ] - Impalaeriezh Sina - Impalaeriezh persat - Impalaeriezh mongol - Impalaeriezh rusian - Impalaeriezh otoman (astennet da Europa ha da Afrika) - Impalaeriezh Japan - Impalaeriezh Iran Europa [kemmañ] - Impalaeriezh Aten (astennet da Azia) - Impalaeriezh Aleksandr (astennet da Azia ha da Afrika) - Impalaeriezh Aostria (1804 - 1918) - Impalaeriezh Alamagn (1870 - 1918) - Impalaeriezh Roma - Impalaeriezh roman ar Reter - Impalaeriezh ar C'hornôg - Impalaeriezh Santel German - Impalaeriezh gall Napoleon Iañ - Impalaeriezh gall Napoleon IIIde - Impalaeriezh trevadennel gall - Impalaeriezh Breizh-Veur - Impalaeriezh trevadennel Portugal
<urn:uuid:77e3b81a-40d1-49f0-887d-3d3422f26711>
{ "date": "2013-05-19T06:35:54Z", "dump": "CC-MAIN-2013-20", "file_path": "s3://commoncrawl/crawl-data/CC-MAIN-2013-20/segments/1368696384181/warc/CC-MAIN-20130516092624-00089-ip-10-60-113-184.ec2.internal.warc.gz", "language": "bre", "language_score": 0.9998699426651001, "language_script": "Latn", "top_langs": "{\"bre_Latn_score\": 0.9998699426651001}", "url": "http://br.wikipedia.org/wiki/Impalaeriezh" }
Mezoproterozoeg Eus Wikipedia |Eon Proterozoeg| |Paleoproterozoeg| |Siderieg| |Rhyaseg| |Orosirieg| |Statherieg| |Mezoproterozoeg| |Kalymnieg| |Ektasieg| |Stenieg| |Neoproterozoeg| |Tonieg| |Kriogenieg| |Ediakareg| Ar mesoproterozeg eo an eil maread douaroniel eus an eon proterozoeg. En em astenn a ra etre 1 600 milion ha 1 000 milion a vloavezhioù 'zo. Darvoudoù pennañ ar maread-se a voe furmidigezh an dreistkevandir Rodinia ha donedigezh ar revelezh.
<urn:uuid:8aaf3b53-78de-4a67-9950-09eba139095f>
{ "date": "2013-05-22T04:39:28Z", "dump": "CC-MAIN-2013-20", "file_path": "s3://commoncrawl/crawl-data/CC-MAIN-2013-20/segments/1368701314683/warc/CC-MAIN-20130516104834-00089-ip-10-60-113-184.ec2.internal.warc.gz", "language": "bre", "language_score": 0.8578022718429565, "language_script": "Latn", "top_langs": "{\"bre_Latn_score\": 0.8578022718429565, \"cym_Latn_score\": 0.020223183557391167, \"lim_Latn_score\": 0.019768698140978813}", "url": "http://br.wikipedia.org/wiki/Mezoproterozoeg" }
Mazaricos zo ur gumun en kornôg Galiza, e proviñs A Coruña. Mina da Perxubeira. a vo kavet e Kerandafar, ar sanailh ma vez klenket dafar ar Wikipedia.
<urn:uuid:d2b50583-73e4-448c-996d-36d536bd285c>
{ "date": "2013-05-24T12:47:20Z", "dump": "CC-MAIN-2013-20", "file_path": "s3://commoncrawl/crawl-data/CC-MAIN-2013-20/segments/1368704658856/warc/CC-MAIN-20130516114418-00089-ip-10-60-113-184.ec2.internal.warc.gz", "language": "bre", "language_score": 0.9333171248435974, "language_script": "Latn", "top_langs": "{\"bre_Latn_score\": 0.9333171248435974, \"glg_Latn_score\": 0.02802950143814087}", "url": "http://br.wikipedia.org/wiki/Mazaricos" }
Breizh-Uhel Yezh [kemmañ] Ur ster yezhel a roer d'an anv alies: bez' e vije ar vro ma ne gomzer ket brezhoneg, e-skoaz Breizh-Izel e vije bro ar brezhoneg. Da neuze e c'haller teurel evezh: - ne oa ket Bro-Naoned e Breizh-Uhel penn-da-benn, pa veze komzet brezhoneg e korn-bro Gwenrann; - heñvel gant Bro-Sant-Brieg, pa vez komzet brezhoneg er c'huzh-heol anezhi, e Goueloù; - ne oa ket Bro-Gwened e Breizh-Izel penn-da-benn pa vez komzet galleg er sav-heol anezhi a bell zo. Ouzhpenn-se - ne rafe Breizh Uhel nemet kreskiñ, ha Breizh-Izel nemet koazhañ, ken e rankfe bezañ erru Breizh-Uhel en Eusa a-benn bremañ. Istor [kemmañ] E kanaouennoù zo ez eus kaoz eus mont da lec'h pe lec'h eus Breizh Uhel da zeskiñ galleg. E-touez ar muntroù tamallet da Gilles de Rais e-kerzh e brosez e oa hini ur c'hrennard a oa deuet eus Breizh-Izel d'ar Vourc'h-Nevez da zeskiñ galleg.
<urn:uuid:d30c7832-d597-48cf-a888-02ce1dbc8345>
{ "date": "2013-06-19T02:39:16Z", "dump": "CC-MAIN-2013-20", "file_path": "s3://commoncrawl/crawl-data/CC-MAIN-2013-20/segments/1368707440258/warc/CC-MAIN-20130516123040-00089-ip-10-60-113-184.ec2.internal.warc.gz", "language": "bre", "language_score": 1.0000096559524536, "language_script": "Latn", "top_langs": "{\"bre_Latn_score\": 1.0000096559524536}", "url": "http://br.wikipedia.org/wiki/Breizh-Uhel" }
Roll an implijerien Mont da : merdeiñ , klask Roll an implijerien Diskouez anv an implijerien adal : Strollad : (pep tra) Burevidi Enporzhierien Enporzhierien treuzwiki Gwiriañ an implijerien Implijerien kadarnaet Krouerien kontoù Merourien Nemedennoù bloc'hadoù IP Oversighters Robotoù Stewarded Na ziskouez nemet an implijerien o deus degaset un dra bennak Renket dre urzh krouiñ Fulup ( Kaozeal | degasadennoù ) ( merour ) Adtapet diwar « http://br.wiktionary.org/wiki/Dibar:RollImplijerien/sysop » Lañser merdeiñ Ostilhoù personel Krouiñ ur gont nevez Kevreañ Esaouennoù anv Pajenn dibar Adstummoù Gweladennoù Oberoù Klask Merdeiñ Degemer Porched ar gumuniezh Keleier Kemmoù diwezhañ Ur bajenn dre zegouezh Skoazell Roadoù Boest ostilhoù Pajennoù dibar Reolennoù prevezded Diwar-benn Wikeriadur Kemennoù
<urn:uuid:e2ff2080-8201-45ee-a493-4c40bbda2109>
{ "date": "2013-05-21T09:18:11Z", "dump": "CC-MAIN-2013-20", "file_path": "s3://commoncrawl/crawl-data/CC-MAIN-2013-20/segments/1368699856050/warc/CC-MAIN-20130516102416-00016-ip-10-60-113-184.ec2.internal.warc.gz", "language": "bre", "language_score": 0.9989047646522522, "language_script": "Latn", "top_langs": "{\"bre_Latn_score\": 0.9989047646522522}", "url": "http://br.wiktionary.org/wiki/Dibar:RollImplijerien/sysop" }
Samuel Beckett Samuel Beckett (13 a viz Ebrel 1906 - 22 a viz Kerzu 1989) a oa ur skrivagner iwerzhonat. Brudet eo evit e bezhioù-c'hoari evel O c'hortoz Godot pe Deizioù Laouen hag evit e romantoù evel Murphy pe Malone a varv. E galleg hag e saozneg en deus skrivet e oberennoù. Bet en deus priz Nobel al lennegezh e 1969. | | Taolenn Oberennoù [kemmañ] | || | Skingomz Skinwel Sinema Skridoù [kemmañ] | | Romantoù Romantoù berr | | Danevelloù Skridoù arall | | Barzhonegoù [kemmañ] | | Troidigezhioù [kemmañ]
<urn:uuid:8e23c3da-d96a-4eba-b6b9-f1b3a1fc5266>
{ "date": "2013-05-26T02:27:36Z", "dump": "CC-MAIN-2013-20", "file_path": "s3://commoncrawl/crawl-data/CC-MAIN-2013-20/segments/1368706484194/warc/CC-MAIN-20130516121444-00016-ip-10-60-113-184.ec2.internal.warc.gz", "language": "bre", "language_score": 0.9980383515357971, "language_script": "Latn", "top_langs": "{\"bre_Latn_score\": 0.9980383515357971}", "url": "http://br.wikipedia.org/wiki/Samuel_Beckett" }
Ar Pok (Hayez) Eus Wikipedia |Il Bacio (Ar Pok)| |Francesco Hayez, 1859| |Eoullivadur war vezher| |112 × 88 cm| |Pinacoteca di Brera| |Milano| |Italia| - Meur a oberenn zo bet anvet Ar Pok. Ar Pok (Il Bacio er yezh orin, an italianeg) a zo un eoullivadur graet gant Francesco Hayez e 1859, ma weler daou zen yaouank o pokat an eil d'egile. Oberenn vrudetañ al livour eo. War ziskouez emañ e Milano er Pinacoteca di Brera.
<urn:uuid:25e72fbe-1a41-46ba-ad2b-9fc771298ebb>
{ "date": "2013-05-24T20:26:10Z", "dump": "CC-MAIN-2013-20", "file_path": "s3://commoncrawl/crawl-data/CC-MAIN-2013-20/segments/1368705043997/warc/CC-MAIN-20130516115043-00027-ip-10-60-113-184.ec2.internal.warc.gz", "language": "bre", "language_score": 0.9877275228500366, "language_script": "Latn", "top_langs": "{\"bre_Latn_score\": 0.9877275228500366}", "url": "http://br.wikipedia.org/wiki/Ar_Pok_(Hayez)" }
a vo kavet e Kerandafar, ar sanailh ma vez klenket dafar ar Wikipedia. 2 isrummad zo d'ar rummad-mañ diwar un hollad a 2.
<urn:uuid:a6f78d33-f628-42a8-9193-a4ca9a45f515>
{ "date": "2013-05-24T20:39:36Z", "dump": "CC-MAIN-2013-20", "file_path": "s3://commoncrawl/crawl-data/CC-MAIN-2013-20/segments/1368705043997/warc/CC-MAIN-20130516115043-00027-ip-10-60-113-184.ec2.internal.warc.gz", "language": "bre", "language_score": 0.9973500370979309, "language_script": "Latn", "top_langs": "{\"bre_Latn_score\": 0.9973500370979309}", "url": "http://br.wikipedia.org/wiki/Rummad:Politikerezh_Japan" }
dañvad Ur pennad eus ar Wikeriadur, ar geriadur liesyezhek frank a wirioù. | | Taolenn Brezhoneg - Kar d'an anv-gwan doñv. - Meneget er C'hatolikon (dauat). - Da geñveriañ gant ar gerioù dafad en kembraeg, davas en kerneveureg. - Bronneg daskirier doñv (Ovis aries), gloanek ha rodellek e greoñ. - Kreviañ un dañvad. - Den re kuñv. - Yann-se oa un dañvad. - Gwaz touellet gant e wreg. - Feizad en ar relijion gristen. - Pastor an deñved. - Koumoulenn vihan wenn ; kribennoù gwenn an tonnoù. - Deñved zo en oabl. - Deñved war ar mor. Gerioù heñvelster - ster 1 Deveradoù Krennlavaroù - Dañvad kailharet, peurvuiañ Ouzh ar re all a glask en em frotañ. - Gra da zañvad hag e vi touzet. - Ker stank emañ er marc'had Kroc'hen an oan ha kroc'hen an dañvad. - Mar da an deñved da saout Ez eus glav da gaout. - Mar grit/Ma rit ho tañvad e viot touzet. Troidigezhioù - Ar pennad « dañvad » e-barzh Wikipedia
<urn:uuid:37b093b4-0a17-46d0-9995-62210e55746f>
{ "date": "2013-05-24T20:26:46Z", "dump": "CC-MAIN-2013-20", "file_path": "s3://commoncrawl/crawl-data/CC-MAIN-2013-20/segments/1368705043997/warc/CC-MAIN-20130516115043-00027-ip-10-60-113-184.ec2.internal.warc.gz", "language": "bre", "language_score": 0.9999911785125732, "language_script": "Latn", "top_langs": "{\"bre_Latn_score\": 0.9999911785125732}", "url": "http://br.wiktionary.org/wiki/da%C3%B1vad" }
| || | Kentelioù esperanteg war pajenn al liammoù e kavoc'h roll ar skolioù lec'h, ma vez kelennet esperanteg, adalek live an deraouidi betek hini ar re varrek | || | Kejadeg etrebroadel Ploueg-ar-Mor un doare all da zeskiñ esperanteg : bep hañv e vez aozet ur staj-hañv gant hor c'hengevredad e Ploueg-ar-Mor, tost da 200 den ennañ ; war ar roll-labour : kentelioù evit an holl liveoù, touristerezh, c'hoariva, kan, yoga (evit gouzout hiroc'h, kit e darempred gant [email protected] | || | Gweladennerien eus ar bed a-bezh da geñver o zroiad e Frañs, hag e Breizh, e tegouezh e teufe esperantegerien estren d'ober prezegennoù diwar-benn o bro (evit gouzout hiroc'h, kit e darempred gant Josette Ducloyer) | || | Implijad-yaouank Espéranto 22 (vacant) ur buhezour (hag a zo e vurev er CDDP) a vez implijet leun-amzer gant ar gevredigezh departamant Esperanteg 22 evit kemer perzh e meur a zegouezh en departamant : kentelioù ha diskouezadegoù, er skolioù, prezegennoù, abadennoù skingomz war radioioù lec'h...(evit gouzout hiroc'h, kit e darempred gant Sébastien Erhard) | || | Ar roll-skignañ « bretonio » ur roll-skignañ divyezhek (esperanteg-galleg) a zo gant hor c'hengevredad. Evit an holl esperantegerien eo bet savet, hag evit an holl Vretoned a zo tomm d'an esperanteg. War ar roll-se e vez eskemmet (échange) nevezentioù diwar-benn hon obererezhioù er c'horn-bro pe er rannvro. Evit emezelañ (pe koumanatiñ) , kasit ur gemenadenn werc'h da [email protected] | || | Kannadig « Verda Triskelo » ar c'hannadig trimiziek-mañ a zo e bal liammañ holl izili ar c'hengevredad Esperanteg-Breizh (Espéranto-Bretagne) en ur gelaouiñ an dud diwar-benn an esperanteg e Breizh (evit gouzout hiroc'h, kit e darempred gant Jannick Huet) | || | Al laz-kanañ Breizh « Meven » tamm-ha-tamm ez eus bet savet ul laz-kanañ breizhek hag a gan en esperanteg : warlene eo bet embannet e CD kentañ, « Meven » e anv, ha warnañ kanaouennoù breizhek troet en esperanteg. Hag er mare-mañ emañ al laz-kanañ o kas da benn ur bladenn gant « kanaouennoù a vor eus ar bed a-bezh » (evit gouzout hiroc'h, kit e darempred gant Maja 02.96.45.30.60). Le chef de choeur est Maja (Françoise Cornuéjols); elle se réunit 3 fins de semaine par an en groupe, et régulièrement en local. | || | Sevel hag embann en un doare reoliek e-touesk ar strolladoù lec'h e c'haller kavout stalioù treiñ hag a labour war oberennoù skrivagnerien eus ar vro ; hag a-wezhioù e embannont o zroidigezhioù, evel hini oberenn Louis Guilloux « La Domo de la Popolo », Emile Masson « La Rubekolo> »
<urn:uuid:944c89aa-77be-4db5-b2b3-d9688f69f6e6>
{ "date": "2013-06-19T10:36:46Z", "dump": "CC-MAIN-2013-20", "file_path": "s3://commoncrawl/crawl-data/CC-MAIN-2013-20/segments/1368708690512/warc/CC-MAIN-20130516125130-00027-ip-10-60-113-184.ec2.internal.warc.gz", "language": "bre", "language_score": 0.9999419450759888, "language_script": "Latn", "top_langs": "{\"bre_Latn_score\": 0.9999419450759888}", "url": "http://esperanto.bretonio.free.fr/agadoj-br.html" }
Kipsigiseg Eus Wikipedia Mont da : merdeiñ , klask Ur rannyezh kalendjinek eus skourr yezhoù nilotek eo ar c'hipsigiseg ( kipsigis ) e Kenya . Gwelet ivez [ kemmañ ] Yezhoù nilez-saharek Yezhoù nilotek Yezhoù kalendjinek Adtapet diwar « http://br.wikipedia.org/w/index.php?title=Kipsigiseg&oldid=1460508 » Rummad : Meneger yezhoù ar bed Lañser merdeiñ Ostilhoù personel Krouiñ ur gont nevez Kevreañ Esaouennoù anv Pajenn Kaozeadenn Adstummoù Gweladennoù Lenn Kemmañ Gwelet an istor Oberoù Klask Merdeiñ Degemer Kemmoù diwezhañ Ur bajenn dre zegouezh Meneger hollek Kemer perzh Skoazell Porched ar gumuniezh Tavarn Roadoù Boest ostilhoù Pajennoù liammet Heuliañ ar pajennoù liammet Pajennoù dibar Stumm da voullañ Chomlec'h ar stumm-mañ Titouroù ar bajenn Menegiñ ar pennad-mañ Yezhoù all English Français Kemmañ al liammoù Kemmoù diwezhañ degaset d'ar bajenn-mañ, d'an 4 Ebr 2013 da 09:01. Gallout a reer implijout an testennoù zo dindan an Aotre-Implijout Creative Commons Dereiñ/Kenrannañ ; divizoù ouzhpenn a c'hall bezañ ivez. Gwelet an Doareoù Implijout evit gouzout hiroc'h. Reolennoù prevezded Diwar-benn Wikipedia Kemennoù Gwel evit an hezoug
<urn:uuid:73fdd84c-21d1-400d-b4bb-26f65d6aab07>
{ "date": "2013-05-20T00:48:58Z", "dump": "CC-MAIN-2013-20", "file_path": "s3://commoncrawl/crawl-data/CC-MAIN-2013-20/segments/1368698196686/warc/CC-MAIN-20130516095636-00039-ip-10-60-113-184.ec2.internal.warc.gz", "language": "bre", "language_score": 0.9997633099555969, "language_script": "Latn", "top_langs": "{\"bre_Latn_score\": 0.9997633099555969}", "url": "http://br.wikipedia.org/wiki/Kipsigiseg" }
babyboom Ur pennad eus ar Wikeriadur, ar geriadur liesyezhek frank a wirioù. Galleg |Sellet e vez ouzh ar bajenn pe ar gevrenn-mañ evel un divraz da glokaat e galleg. Mar gouezit tra pe dra diwar-benn danvez ar pennad e c'hellit lakaat ho kouiziegezh da dalvezout dre gemmañ ar bajenn-mañ diouzhtu goude klikañ war al liamm « kemmañ ».| - → Etimologiezh da glokaat babyboom / gourel (liester /babybooms)
<urn:uuid:c8724960-ad0f-47f1-b252-8ded50aa8535>
{ "date": "2013-05-20T00:41:11Z", "dump": "CC-MAIN-2013-20", "file_path": "s3://commoncrawl/crawl-data/CC-MAIN-2013-20/segments/1368698196686/warc/CC-MAIN-20130516095636-00039-ip-10-60-113-184.ec2.internal.warc.gz", "language": "bre", "language_score": 0.9999884366989136, "language_script": "Latn", "top_langs": "{\"bre_Latn_score\": 0.9999884366989136}", "url": "http://br.wiktionary.org/wiki/babyboom" }
Aruba a zo un enezenn, 32 kardlev hed dezhi, er Mor Karib, 27 kardlev er-maez da aodoù Venezuela, dezhi ur gorread a 386 devezh-arat (193 km²). Kontrol da veur a vro eus ar rannved-hont, n'eo ket gleborek an hin: sec'h-kras eo ar vro, ha mard eo fall evit al labour-douar e plij d'an douristed kenañ. Ur stad emren eo e framm Rouantelezh an Izelvroioù. Poblet e oa Aruba gant an Amerindianed Caiquetios, ur meuriad arawak deuet eus Amerika ar Su (Venezuela a-vremañ) en XIvet kantved. Dizoloet e oa bet gant ar Spagnoled e 1499, ha da Spagn e oa en-ofisiel pa oa bet aloubet gant moraerien eus an Izelvroioù e 1636. Disrannet eo bet diouzh an Antilhez Nederlandat e 1986. Deuet eo da vout ur vro emren e framm rouantelezh an izelvroioù. Da vezañ dizalc'h e oa a-benn 1996, met paouezet e oa an argerzh a-benn 1990, war c'houlenn gouarnamant Aruba. Hiziv an deiz eo unan eus ar peder stad a ya d'ober Rouantelezh an Izelvroioù. Stadoù Antigua ha Barbuda • Bahamas • Barbados • Belize • Costa Rica • Dominica • Republik Dominikan • Grenada • Guatemala • Haiti • Honduras • Jamaika • Kanada • Kuba • Mec'hiko • Nicaragua • Panamá • Saint Kitts ha Nevis • Santez Lusia • Sant-Visant hag ar Grenadinez • El Salvador • Stadoù-Unanet Amerika • Trinidad ha Tobago Tiriadoù dalc'het Danmark: Greunland Frañs : Clipperton, Gwadeloup, Martinik, Saint-Barthélemy, Saint-Martin, Sant-Pêr-ha-Mikelon an Izelvroioù: Aruba, Bonaire, Curaçao, Saba, Sint Eustatius, Sint Maarten RU: Anguilla, Bermuda, Inizi Gwerc'h Breizh-Veur, Inizi Cayman, Montserrat, Turks ha Caicos SUA : Navassa, Puerto Rico, Inizi Gwerc'h ar Stadoù-Unanet
<urn:uuid:bcd575a8-4ab3-452c-8d31-d6751bf0a2a0>
{ "date": "2013-05-22T20:35:13Z", "dump": "CC-MAIN-2013-20", "file_path": "s3://commoncrawl/crawl-data/CC-MAIN-2013-20/segments/1368702444272/warc/CC-MAIN-20130516110724-00039-ip-10-60-113-184.ec2.internal.warc.gz", "language": "bre", "language_score": 0.996537983417511, "language_script": "Latn", "top_langs": "{\"bre_Latn_score\": 0.996537983417511}", "url": "http://br.wikipedia.org/wiki/Aruba" }
Pallava |பல்லவர் | Pallava | | |Kêr-benn||Not specified| |Yezh(où)||Tamileg| |Gouarnamant||Monarkiezh| |Istor| |- Krouet||Henamzer| |- Aet da get||890| Ar Pallava (Tamileg பல்லவர்) a oa ur rouantelezh kozh su India. N'eo ket sklaer o orin met lakaat a reas an dierniezh he c'hêrbenn e Kanchipuram er IVe kantved kent aloubiñ ar vro delougouat hag un darn eus ar vro damilat. Faezhet e voent gant ar Chola er IXvet kantved hag aet da get e oant un tammig goude-se. Ar roue diwezhañ, Aparajitavarma a voe faezhet gant ar roue Chola e 890.
<urn:uuid:e2370d3e-0485-4150-902f-ec9bd8c4014d>
{ "date": "2013-05-20T08:45:07Z", "dump": "CC-MAIN-2013-20", "file_path": "s3://commoncrawl/crawl-data/CC-MAIN-2013-20/segments/1368698646863/warc/CC-MAIN-20130516100406-00071-ip-10-60-113-184.ec2.internal.warc.gz", "language": "bre", "language_score": 0.9994868636131287, "language_script": "Latn", "top_langs": "{\"bre_Latn_score\": 0.9994868636131287}", "url": "http://br.wikipedia.org/wiki/Pallava" }
Aerborzh etrebroadel Cam Ranh Aerborzh etrebroadel Cam Ranh (Vietnameg: Sân bay quốc tế Cam Ranh) eo aerborzh pennañ Pleiku. E-kichen Proviñs Khánh Hòa emañ, Pleiku, Nam Trung Bo, Vietnam, 30 km e Norzh Nha Trang. Ennañ e erru darn vrasañ eus an nijadennoù da Pleiku. Mont eus ar greizenn d'an aerborzh a gemer war-dro 30 munud.
<urn:uuid:9cdd71d7-c3fb-47a7-b24f-d66fdd6795fd>
{ "date": "2013-05-23T03:33:31Z", "dump": "CC-MAIN-2013-20", "file_path": "s3://commoncrawl/crawl-data/CC-MAIN-2013-20/segments/1368702762497/warc/CC-MAIN-20130516111242-00071-ip-10-60-113-184.ec2.internal.warc.gz", "language": "bre", "language_score": 0.9928286075592041, "language_script": "Latn", "top_langs": "{\"bre_Latn_score\": 0.9928286075592041}", "url": "http://br.wikipedia.org/wiki/Aerborzh_etrebroadel_Cam_Ranh" }
Tino Rossi Ur c'haner gall e oa Tino Rossi, unan eus ar re vrudetañ adalek ar bloavezhioù 1930, e-pad ar brezel, hag er bloavezhioù 1950, ha moarvat an hini zo chomet ar pellañ war vicher. Dont a reas da vezañ unan eus idolennoù yaouankiz e amzer, gant e vouezh flour e lakae an dimezelled da skrijal ha da semplañ, e-pad 30 vloaz da vihanañ en deus lakaet an dud da zañsal vals pe rumba. Leun-kouch e veze kement sal ma kane enni. Meur a gant pladenn en deus graet ha c'hoariet en deus e pemp film warn-ugent, darn anezho graet evitañ hepken (kemend-all a vo graet evit Elvis, ha Johnny Halliday ivez), ken sur e oa an arc'hanterien da gavout o argant en-dro. Met ar gwellañ eo memestra "Si Versailles m'était conté", gant Sacha Guitry. Bac'het e voe e-pad un toullad devezhioù pa voe dieubet kêr Bariz gant an armeoù amerikan ha gall. Kanañ Breizh [kemmañ] E Breizh e oa brudet e ganaouenn Venise et Bretagne ("Ah! Qu'elle est belle ma Bretagne..."), embannet e 1934 , a zo bet kanet evel biskoazh er predoù-eured ha frikoioù, hag a vez kanet c'hoazh gant hon re gozh.
<urn:uuid:9cbf5744-62d3-4e98-b0cd-06d42218d375>
{ "date": "2013-05-23T03:20:31Z", "dump": "CC-MAIN-2013-20", "file_path": "s3://commoncrawl/crawl-data/CC-MAIN-2013-20/segments/1368702762497/warc/CC-MAIN-20130516111242-00071-ip-10-60-113-184.ec2.internal.warc.gz", "language": "bre", "language_score": 1.0000085830688477, "language_script": "Latn", "top_langs": "{\"bre_Latn_score\": 1.0000085830688477}", "url": "http://br.wikipedia.org/wiki/Tino_Rossi" }
Adolf Hitler Adolf Hitler (ganet d'an 20 a viz Ebrel 1889 e Braunau am Inn, Aostria ha marvet dre emlazh d'an 30 a viz Ebrel 1945 e Berlin) a oa ul livour kartennoù-post dianavezet deuet da vezañ ur politikour aostrian-alaman, penn an NSDAP (alamaneg: Nationalsozialistische Deutsche Arbeiterpartei, strollad nazi), kañseller (adalek miz Genver 1933) ha prezidant (adalek 1934) Alamagn ha "Führer" (d.l.e. sturier) an Trede Reich nazi. Hervez ar pezh a lenner en e levr Mein Kampf (skrivet gantañ asambles gant Rudolf Hess en toull-bac'h e 1924) e oa anat dezhañ e oa tonket da vezañ (Vorsehung) sturier ar bobl alaman, ha se zo kaoz e stagas d'ober war-dro politikerezh goude fin ar brezel bed kentañ, e dibenn ar bloavezh 1918. Dre ma oa helavar ha ma ouie ober brud e tastumas kalz a dud en-dro dezhañ buan a-walc'h. Diwar e urzh eo e voe kroget an Eil Brezel Bed dre dagañ Polonia d'ar 1añ a viz Gwengolo 1939 ha drouklazhet 11 milion bennak a dud (en o zouez 6 milion a yuzevien) e kampoù-diouennañ savet gant an SSed war dachenn Polonia dreist-holl ha gant an Einsatzgruppen gwallvrudet. Kiriek eo ivez da varv 30 milion bennak a dud all lazhet e-kerzh ar brezel kroget gantañ. E vuhez [kemmañ] Adolf Hitler a zo bet ganet d’an 20 a viz Even 1889 en ostaleri Gasthof zum Pommer, Vorstadt Nr. 219, e Braunau am Inn, ur gêr vihan eus Aostria-Uhel e-kichen harz Alamagn-Aostria. Pevare eo eus ur familh 6 bugel Alois Hitler an tad ha Klara Pölzl ar vamm. An darn vrasañ eus ar vugale a varv d’un oad izel; e c’hoar vras Paula († 1960) a zo an hini nemeti a chomo bev. Alois Hitler, tad Adolf, a oa maltouter. Ganet ar 7 a viz Even 1837, Alois a gemer da gentañ anv familh e vamm, Maria Anna Schicklgruber met d’ar 6 a viz Even 1876 e kemer anv e dad “Hitler”. Desavet eo Adolf en un doare strizh gant e dad, kozh a-walc’h, war e leve e 1895. An 3 a viz Genver 1903 e varv e dad, heuliet an 21 a viz Kerzu 1907 gant e vamm hag a varv diwar krign-bev ar bronn. Lisead na fall na mat da vare e skoliata e lise Realschule Linz, nac’hañ a ra Hitler heuliañ hent e dad. Deuet da vezañ emzivad, bevañ a ra gant ur yalc’had vihan. C’hwitañ a ra div wech e arnodenn evit mont da akademiezh arzoù-kaer Vienna e 1907 hag an 8 a viz Here 1908. Plijout a ra dezhañ sonerezh Richard Wagner ha plijout a ra dezhañ lenn ivez. Ober a ra leun a dammoù labourioù disheñvel, en ur vevañ er baourentez e-pad 5 bloaz. Diwezhatoc’h e skrivo e barzh Mein Kampf : « E-pad 5 bloavezh ‘m eus ranket, e-giz darbarer er penn-kentañ, ha livour bihan goude-se, gounit va boued ha ma gopr a oa re zister evidon da zebriñ." E-kerzh e vloavezhioù tremenet e Vienna eo e krogo Hitler da vezañ gouennelour, memes ma 'z eo dibosupl gouzout da beseurt mare resis eo ez eo kroget da grediñ en ideologiezh-se. |En e raok: | Paul von Hindenburg |(Prezidant Alamagn) | "Führer" Eost 1934 – Ebrel 1945 |War e lerc'h: | Karl Dönitz |En e raok: | Kurt von Schleicher |Kañseller Alamagn | Genver 1933 – Ebrel 1945 |War e lerc'h: | Joseph Goebbels Lennadurezh [kemmañ] - (en) Hitler's First War, gant Thomas Weber. Hervez an oberour ne voe ket Hitler kaporal gwech ebet ha ne gemeras ket perzh en emgannoù. Ne rae nemet kas lizhiri etre ar jeneraled, dek kilometr a-drek al linennoù. Gwelet ivez [kemmañ]
<urn:uuid:3707caee-35b9-4ef5-888c-d97c3576100e>
{ "date": "2013-05-24T06:51:32Z", "dump": "CC-MAIN-2013-20", "file_path": "s3://commoncrawl/crawl-data/CC-MAIN-2013-20/segments/1368704253666/warc/CC-MAIN-20130516113733-00011-ip-10-60-113-184.ec2.internal.warc.gz", "language": "bre", "language_score": 0.9998410940170288, "language_script": "Latn", "top_langs": "{\"bre_Latn_score\": 0.9998410940170288}", "url": "http://br.wikipedia.org/wiki/Adolf_Hitler" }
Ur gizell da gizellat mein Ur c'halvez o c'hoari gant ur gizell koad Ur gizell zo ur benveg metal, moan ar beg anezhañ, da gizellat mein pe koad, implijet gant kilvizion pe kizellerien. Lemm-lemm e vez ar beg war ar c'hizelloù-koad. - Kizell dir, da labourat war-dro ar c'hoad - -
<urn:uuid:fdd64acd-4bb9-4cc6-92db-ee704fc81173>
{ "date": "2013-05-23T11:13:30Z", "dump": "CC-MAIN-2013-20", "file_path": "s3://commoncrawl/crawl-data/CC-MAIN-2013-20/segments/1368703293367/warc/CC-MAIN-20130516112133-00017-ip-10-60-113-184.ec2.internal.warc.gz", "language": "bre", "language_score": 1.0000087022781372, "language_script": "Latn", "top_langs": "{\"bre_Latn_score\": 1.0000087022781372}", "url": "http://br.wikipedia.org/wiki/Kizell" }
Kompagnunezh Eus Wikipedia Ur gompagnunezh zo ur bodad tud. A-wechoù e vez bodet an dud -se evitar blijadur, ha netra ken. A-wechoù all e vezont bodet, pe strollet evit ur gefredi bennak. Kompagnunezhioù [kemmañ] - Kompagnunezh Jezuz: ar Jezuited. - Ur gompagnunezh en arme a zo renet gant ur c'habiten. - Kompagnunezhioù kenwerzhel - Kompagnunezh an Indez - Kompagnunezh c'hoariva Kompagnunezhioù [kemmañ] Kalz kompagnunezhioù a zo saoznek o anvioù a echu o anv gant "co". Pennadoù kar [kemmañ] - Company, a zo kompagnunezh e saozneg.
<urn:uuid:89120ce2-5e8e-48dc-ae78-130718cb98b9>
{ "date": "2013-05-25T19:27:16Z", "dump": "CC-MAIN-2013-20", "file_path": "s3://commoncrawl/crawl-data/CC-MAIN-2013-20/segments/1368706121989/warc/CC-MAIN-20130516120841-00017-ip-10-60-113-184.ec2.internal.warc.gz", "language": "bre", "language_score": 0.9999901056289673, "language_script": "Latn", "top_langs": "{\"bre_Latn_score\": 0.9999901056289673}", "url": "http://br.wikipedia.org/wiki/Kompagnunezh" }
Edgar Maxence | | Taolenn Buhez [kemmañ] E Skol an Arzoù-Kaer Paris e studias E. Maxence ; al livour klasel Jules-Élie Delaunay (1828-1891) hag an arouezelour Gustave Moreau (1826-1898) a voe e gelennerien. Gant Gustave Moreau e labouras betek 1896. Gant arouezelerien all e voe levezonet ivez, gant ar C'hembread Edward Burne-Jones (1833-1898) hag ar Saoz Dante Gabriel Rossetti (1828-1882) dreist-holl. Ober a rae e vel diwar mojennoù breizhek, keltiek, ha diwar ar Grennamzer. Meur a boltred en doa livet ivez. Oberennoù [kemmañ] - Ene ar C'hoad (1898) a vez gwelet e Mirdi an Arzoù-Kaer Naoned.
<urn:uuid:2e406538-4841-4bfc-b099-59cc2565b3bd>
{ "date": "2013-06-20T07:54:35Z", "dump": "CC-MAIN-2013-20", "file_path": "s3://commoncrawl/crawl-data/CC-MAIN-2013-20/segments/1368711005723/warc/CC-MAIN-20130516133005-00017-ip-10-60-113-184.ec2.internal.warc.gz", "language": "bre", "language_score": 0.9961174130439758, "language_script": "Latn", "top_langs": "{\"bre_Latn_score\": 0.9961174130439758}", "url": "http://br.wikipedia.org/wiki/Edgar_Maxence" }
Rosa Parks |Labour ’zo d’ober c’hoazh a-raok peurechuiñ ar pennad-mañ. Ma fell deoc’h reiñ un tamm skoazell, krogit e-barzh. Mar karfec’h reiñ hoc’h ali ha netra ken, grit ’ta e pajenn ar gaozeadenn.| Rosa Louise McCauley Parks a oa bet ganet d'ar 4 a viz C'hwevrer 1913 e Tuskegee, Alabama (SUA) ha marvet d'ar 24 a viz Here 2005, Détroit, Michigan (SUA). Rosa a oa ur wrierez hag a strourme a-enep anbarzh ar gouennoù er Stadoù-Unanet. Ur vaouez zu e oa. Stourm a reas evit gwirioù ar re zu er Stadoù-Unanet. Deuet eo da vezañ brudet d'ar 1añ a viz Kerzu 1955 e Montgomery (Alabama), rak n'he deus ket lezet he flas bus d'un den gwenn. Herzhet eo bet gant ar boliserien hag kondaonet, evit dizurzh publik ha gwallerezh al lezennoù lec'hel, da baeañ un dell-gastiz 10 dollar, mui 4 dollar a frejoù justis. 4 devzeh goude ober a raio he engalv war ar varnadenn-se. Martin Luther King, ur bastor du yaouank, oadet a 26 bloaz, a grogo neuze gant ur c'houlzad protestiñ hag ur boikot a-enep ar gompagnunezh kirri-boutin. Padout a raio 381 devezh. | | Taolenn Hebvuhez[kemmañ] He yaouankiz[kemmañ] Rosa Parks a zo ganet e Tuskegee, en Alabama. He zad, James McCauley, a oa kalvez hag he mamm, Leona McCauley, a oa skolaerez. Merc'h henañ ur familh daou vugel e oa, Sylvester a oa anv he breur. Goude dizimez he zud, mont a ra da vevañ 'barzh un ti-feurm gant he vall, he vreur hag he zudoù-kozh. Leona a oa staget-tre ouzh ar fed e oa ret d'he vugale kaout un deskadurezh pinvidik, ouzh ar wellañ, daoust da diaesamantoù skoliataerezh ar re zu, setu perak e tivizas ober skol d'ar ger d'he verc'h beteh he 11 bloaz. E 1924 eo kaset Rosa d'an Industrial School for Girls, ur skol bet savet gant familhoù gwenn eus an norzh evit ar vugale du, e Montgomery, nepell eus lec'h bevañ he voereb. Ober a raio he studioù eil-derez en Alabama State Teachers College for Negroes, met rediet e vo paouez anezhe a-raok ar fin evit mont d'ober war-dro he vamm hag he vamm-gozh, klañv bras. He zad-gozh a rae ar ged dirak o zi gant ur fuzul evit diwall ouzh ar Ku Klux Klan, ur strollad a oa a-enep ar re zu, lakaet o doa 2 wech an tan da skol Rosa. E-pad toud he yaouankiz, Rosa a zo bet rediet da vevañ gant ar gouennelouriezh, gouzañvet he deus an holl kunujennoù... Da skouer, ar c'hirri-boutin a oa difennet d'ar skolidi du, ne oa nemet ar re gwenn a oa aotreet da vont 'barzh, ret e oa dezho mont war droad. "Pa oan bihan, soñjal a raen e oa gwelloc'h blaz dour ar feunteunoù evit ar re gwenn eget reoù evit ar re zu." Endalc'hioù politikel kentañ[kemmañ] E 1932, Rosa McCauley a zimez gant Raymond Parks, un emsaver evit ar gwirioù keodedel d'an holl, ha barver a-vicher. Bountañ a ra anezhi da echuiñ he studioù a eil-derez, ar pezh a raio betek 1934. D'ar c'houlz-se, he gwaz a oa o dastum arc'hant evit sikour ur strollad tud yaouank du, Scottboro Boys, a oa tamalled a gaou eus gwallerezh war div blac'h yaouank gwenn. Rosa Parks a labour evel gwrierez deus 1930 betek 1955. Met meur a labourioù bihan he deus graet a-gostez, evel skoazellerezh. E miz Kerzu 1943, Parks a deu da vezañ ezel ouzh emsav evit ar gwirioù keodedel (American Civil Rights Movement), hag a labour e-giz sekretourez, rak ar palac'h nemeti e oa, e Montgomery, evit an NAACP (National Association for the Advancement of Colored People), rennet gant Edgar Nixon. Labourat a ra du-se betek 1957. E 1945, labour a ra buan-ha-buan er bon nijerezioù Maxwell, ur zonenn kevreadel, lec'h ma ne oa ket a hanbarzh. Bez e vo ivez plac'h-tiegezh evit ur goublad frankizour, Clifford ha Virginia Durr, dont a reont da vezañ mignoned, bountañ a reont anezhi d'ober ur stummadur war gwirioù al labourerien hag ar gevatalder etre ar gouennoù e Highlander Folk School, e Monteagle (Tennessee). C'hwec'h miz a-raok ar "gwallzarvoud" e oa. Deus 1965 betek 1988, da goulz he leve, labour a ra evel eilerez ar c'hannad afrikamerikan, John Conyers. Darvoudoù pennañ he vuhez[kemmañ] Mont en-dro ar c'hirri-boutin[kemmañ] D'ar c'houlz-se a reolenn a oa : -Penn a-raok ar c'harr-boutin, da lavaret eo ar 4 renkennad gentañ, a oa miret evit ar re Gwenn. Ar re zu n'ho doa zoken ket ar gwir chom war-sav en alez. - Penn a-dreñv ar c'harr-boutin a oa miret evit ar re zu, da lavaret eo 75% eus ar veajourien. Ne oa ket bepred a plasoù azezet. -Un askell boutin d'an daou gouenn a oa, met ar re zu a oa rediet lezel ho flas d'ar re gwenn p'ho doa ezhomm. Evit mont-tre er c'harr-boutin, ar re zu a bae a-raok, ha da c'houde, ma oa tud gwenn er penn a-raok, rediet e oent da ziskenn, evit adpignat dre a-dreñv. Alies, ar blenier a zae kuit a-raok ma vefe bet amzer d'an hini du adpignat ennañ. 1943[kemmañ] E-pad bloavezhioù ha bloavezhioù, ar gumuniezh du a glemme ouzh stad an traoù. Parks na oa ket un nemedenn : " Va resistañs ouzh an traetamantoù-se 'barzh ar c'harr-boutin n'en deus ket kroget gant va serriñ. Kerzhet em eus kalz e Montgomery." Ober a raio un anprouv un deizh eus 1943, pa goulenn dezhi blenier ar c'harr-boutin, James Blake, diskenn eus ar bus evit adpignat dre a-dreñv. Padal e oa hi o vont war-zu an nor a-raok, leuskel a ra da gouezañ e yalc'h, azezañ a ra ur pennadig war un azezenn miret evit ar gwenn a-ben gellout dastum anezhañ. Kounnaret bras, ar blenier a laosk just an amzer dezhi diskenn eus ar bus, hag a kendalc'h gant e hent. Rosa Parks he deus kerzhet muioc'h eget 5 miles dindan ar glav. Ar memes blenier a vo ar 1añ a viz Kerzu 1955. 1añ a viz Kerzu 1955[kemmañ] Gwastadourez 'barzh difenn gwirioù ar re zu en Amerika, Rosa Parks en deus kemeret he flas 'barzh istor ar Stadoù-Unanet evit bezañ nac'het, en ur c'harr-boutin, lezel he flas azezet d'un den gwenn. Ar reolenn a oa e oa ret d'ar re zu lezel ho flas azezet d'ar re gwenn 'barzh an trañsportoù publik. D'ar 1añ a viz Kerzu 1955, oadet a 42 bloaz, Rosa Parks a grog gant he devezh evel unan all. Pignat a ra er c'harr-boutin ha paeañ a ra he flas. An deizh-se, Rosa Parks a anavezhe ar blenier, an hini en doa strinket anezhi eus ar c'harr-boutin, 12 vloaz abretoc'h, James Blake e anv. Azezet e oa 'barzh an askell boutin, hag er c'hontrol d'ar veajourien all, nac'het he deus lezel he flas pa oa tud gwenn o doa ezhomm. Erruet e oa skuizh da gouzañv an traetamanchoù abaoe kement a amzer, istimet he deus e oa ret paouez gant ar ouennelouriezh se. N'eo ket bet an hini gentañ o torriñ ar reolenn, tud all o deus paet ker, a-wechoù deus ho puhez. "Bern a dud o deus lavaret em boa nac'het lezel va flas an deizh-se, rak e oan skuizh, met se, n'eo ket gwir. Ne oan ket skuizh a-gorf, ket muioc'h eget boaz goude al labour, n'em boa ket poan dreid, met kentoc'h poan galon, va galon mab-den. Va skuizhder a oa kentoc'h buhezel. Aet e oan skuizh da heuliañ hep protestiñ urzhioù ar re gwenn." (Rosa Parks) D'ar c'houlz-se, stourm a rae dija 'barzh kevredigezhioù difenn ar gwirioù keodedel. Ar blenier en deus rediet anezhi da lezel he flas. Nac'het he deus. Ar paotr a zo deuet da vezañ kounnaret bras, diskennet eo ha distroet gant ur boliser en deus arestet Rosa Parks. Goulenn a ra hi dezhañ : "Perak kement a gwanerezh ? ". Respont a ra dezhi : "N'ouzan ket met al lezenn a zo al lezenn, arestiñ a ran ac'hanoc'h." Evel ma oa kustum d'an amzer-se, Rosa Parks a zo bet barnet kablus, ha kondaonet eo bet da baeañ un dell-gastiz 15 dollar. Tamallet eo evit dizurzh publik hag gwallerezh al lezennoù lec'hel. En he greiz, ar wrierez-se eus 42 bloaz a ouie, adalek an deizh-se e oa ar wech diwezhañ dezhi bezañ mezhekaet mod-se er c'harr-boutin ("That it was the very last time that I would ever ride in humiliation of this kind" R.P.) Rosa Parks he deus bet ar gwir pellgomz d'un den hepken. Profitet he deus evit daremprediñ gant E.D. Nixon, unan eus pennoù-bras NAACP Montgomery. Nixon a oa kounnaret bras, met komprenet en deus e c'helle bezañ Intronez Parks simbol dreist an direizhded a oa er Su, rak un intron digemm e oa, un deskadurezh bras he doa ivez. Nixon a bellgomz d'un alvokad liberal gwenn, Clifford Durr, hag a asant difenn Rosa. Goude kuzuliadenn gant an alvokad, he gwaz hag he vamm, Rosa Parks a asant da elbikat ouzh al lezenn war an hanbarzh en doa kaset anezhi da vezañ arestet. Ne oa ket bet gortozet gant ar bolis e vefe ul lañs a unaniezh ken bras. Buan a-walc'h eo bet divizet boikotiñ ar gompagnunezh c'hirri-boutin, betek ma paouezfe gant he boazamantoù hanbarzhel. An nozvezh goude, 50 penn-bras ar gumuniezh afro-amerikan, kaset gant ur bastor yaouank nann-anavezet d'ar c'houlz-se, Dr Martin Luther King Jr, en em adkav en iliz an Dexter Avenue evit komz diwar-benn an aksionoù a oa ret ober goude harzh Rosa. Krouiñ a reont ar Montgomery Improvement Association, dilennet eo King evit bezañ ar penn-bras. Ledañ a ra teoriennoù war an nann-feulster ha war an disentidigezh sivil. Klemmoù mallus o deus : - Evit ma c'helfe ar re gwenn hag ar re zu azezañ lec'h m'ho deus c'hoant er c'harr-boutin - Evit ma vefe ar blenierien sevenoc'h gant an holl - Evit ma vefe blenierien du engouestlet gant ar gompagnunezh War-nes ar prosez, 35 000 trakt a zo dasparzhet, evit pediñ ar re zu da non pas implijout ar c'hirri-boutin al lun 5 a viz Kerzu. Embannet eo ar bedadenn 'barzh The Montgomery Advertiser, kazetenn lec'hel ar re zu. Penn-kentañ ar boikot eo, padout a raio muioc'h eget ur bloaz, 381 devezh resis. An darn vrasañ a zeas war droad, ha buan ha buan, taksioù, bleniet gant tud du, a deuas war-well, evit transportiñ an dud evit 10 cents, memes priz eget ar c'hirri-boutin. Un nebeud a dud gwenn a heulias anezho. A drugarez d'an heklev etrevroadel, kroget o deus da reseviñ arc'hant hag en deus servijet da lakaat e plas kirri-boutin a-gostez hag da brenañ botoù nevez. Aktoù feuls-tre a zo bet, evel dinamitaj tier King hag Nixon, hag meur a hegerezh a-enep ar re zu. Evel boaz, King a goulennas gant an holl non pas respont d'an aktoù-se. A-benn ar fin, an 13 a viz Du 1956, lez-veur ar Stadoù Unanet a lavaras e oa ret freuzañ hanbarzh ar gouennoù er c'hirri-boutin. Ar c'heloù na erruas e Montgomery an 20 a viz Du hepken. Ar boikot a paouezas an deizh war-lerc'h. Alato, ar feulster a gendalc'has gant tennoù ouzh ti King ha war kirri-boutin, met ivez gant tarzherezh an ilizoù darempreded gant ar re zu. Ur strollad a tud yaouank a grouas ar Freedom Ride, met goude un nebeud a devezhioù, unan eus ho kirri-boutin a zo paouezet gant ar Ku Klux Klan, ar beajourien a zo skoet hag ar bus devet. N'eo nemet e 1964 eo difennet an hanbarzh el lec'hioù publik gant ar Civil Rights Act, da c'houde e 1965 eo nullet an tailhoù evit dont da vezañ elektour. Buhez Rosa Parks goude ar gwallzarvoud[kemmañ] Da c'houde, Rosa Parks a deu da vezañ un ikonenn evit ar gwirioù keodedel. Ar feulster a doubl a-enep lec'hioù bevañ renkerion ar boikot, hag a-enep an ilizoù darempredet gant ar re zu. Ar c'hrougadeg a erru war ar re Parks hag ho familh. An darn vrasañ anezho a goll o labour hag ar re all a zo herallet gant ar re Gwenn.Dre fazi ma ne gave ket a labour, dindan gwask he familh, ankeniet evit he surentez, met ivez peogwir n'en em gleve ket gant levierion du ar gêr, Rosa a kuitas Montgomery e 1957. Mont a reas en Norzh, e Hamptom e Virginia ha da c'houde e Detroit er Michigan. Labourat a ra du-se evel gwrierez, betek ma zafe hi 'barzh skipailh an dileuriad demokratel ar Michigan, an afro-amerikan John Conyers, evit kambr an dileuriadidi ar Stadoù Unanet. Labourat a ra eno deus 1965 betek he leve, an 30 a viz Gwengolo 1988. He gwaz, Raymond Parks, a varvo e 1977. Rosa and Raymond Parks Institute for Self Development[kemmañ] Rosa Parks a grou, gant Elaine Eason Steele, ar Rosa and Raymond Parks Institute for Self Devlopment, e C'hwevrer 1987. Krouet eo bet en enor Raymond Parks, marvet e 1977. Pal an institud a zo bountañ ha bleiniañ a re yaouank a-benn lakaat anezho da dizout penn ho galloudezhioù, ha da lakaat d'an niver brasañ a dud ar goulennoù a levezon dazont ar bed. Ar fondasion a brof d'ar grennarded, ganet ha maget e kenelioù disheñvel, ur programm anvet "Gwenodennoù ar peoc'h", hag a bounte anezho da anavezout o heritaj sevenadurel, istor ar wirioù keodedel... Kelenn a rae dezho sevenadur ar peoc'h. Aozañ a ra ivez beajoù e garr-boutin evit ar rummadoù yaouankañ, er Stadoù Unanet, a-benn gweladenniñ al lec'hioù pouezus 'barzh istor ar gwirioù keodedel. E-kerzh ur weladenn e 1997, ar garr-boutin a-gouezh 'barzh ur stêr, Adisa Foluke, anavezhet evel advab-bihan Rosa, a zo lac'het war an taol, ar meur a reoù all a zo gloazet. He labour evit ar gwirioù keodedel[kemmañ] Kemeret he deus pezh e bale ar peoc'h Washington e 1963, hag e hini Montgomery e 1965. Goude bezañ labouret evit John Conyers, betek 1988, kendalc'het he deus da stourm evit ar gwirioù keodedel. Ezel e oa ouzh an NAACP abaoe pell amzer dija. E 1995, kemer a ra perzh er Million March Man, hag a bodo muioc'h eget ur million a dud du e Washington. E 1992, Rosa Parks a embann ul levr evit ar vugale anavezhet : "Rosa Parks : My Story". Un dezrevell eus he buhez eo betek an deiz lâret e 1955, lec'h m'he deus nac'het lezel he flas er c'harr-boutin. C'hoant he doa lakaat da gompren d'ar vugale n'eo ket bet aes da gounez ar gwirioù o deus hiziv an deiz. Dleet he deus ur bern a amzer d'an institud krouet ganti. Fin he buhez[kemmañ] He bloavezhioù diwezhañ a zo bet diaes. Kaset e voe d'an ospital goude un hold-up c'hoarvezet an 30 a viz Eost 1994, gant un den yaouank eus 28 bloaz, Joseph Skipper, laerañ a reas dezhi 53 dollar. Kondamnet e vo an 8 aviz Eost 1995 da 15 bloaz toull-bac'h. Rosa a bardono dezhañ rak goulennet eo bet ganti e c'halfe an den yaouank en em adprenañ e plas mont en toull-bac'h. Poan he deus da baeañ feurmoù he lojeiz, rediet e vo da goulenn sikour ouzh he iliz a-benn ma paouzfe ar perc'henn e poursuoù a-varn. Rosa Parks a vevo e Detroit betek he marv. Abaoe 2004, Rosa a gouzañv ur follañs, gwasoc'h gwasañ eo. Rosa Parks, skeudenn divinadellek ar stourm evit ar gwirioù keodedel hag a-enep hanbarzh ar gouennoù, a zo marvet ar 24 a viz Here 2005, d'an oad a 92 bloaz, e Detroit. Goude he marv , ar c'hlas politikel a-bezh en deus roet he gourc'hemennoù. Ar prezidant, George W. Bush, en deus enoret he memor e-kerzh un tamm prezegenn er skinwel, he c'horf a zo chomet diskouezet 2 devezh er C'hapitole evit ur gourc'hemenn publik. Privilaj boaz miret evit ar bolitikourien hag ar soudarded, Rosa Parks a zo an 31vet den goude ar prezidant Ronald Reagan e 2004 hag ar vaouez kentañ o reseviñ ar gourc'hemenn-se. An eil den du eo ivez, an hini kentañ a oa Jacob J. Chestnut, hag an eil den na oa ket er gouarnamant, an hini kentañ a oa Pierre L'Enfant e 1990. Miliroù a dud o deus kemeret perzh en he obidoù en iliz Greater Grace Temple e Detroit an 2 a viz Du. War-dro 60 000 amerikaned o deus gourc'hemennet anezhi e-pad devezhioù kentañ a heulie he douaridigezh en Alabama hah e Washington. Meur a dud brudet o deus kemeret perzh ivez, evel Bill Clinton, Hilary Clinton, Jesse Jackson, dilennaidi du ar C'hendalc'h... Ar gannerez Aretha Franklin, he deus kanet evit an digarez. Ar brezidant amerikan en doa dekredet e oa ret lakaat ar banieloù e kañv devezh he douartidigezh. Ar c'harr-kañv a voe heuliet gant ur c'harr-boutin eus ar bloavezhioù 1950 goloet gant ul lien du. Goude he marv, ar c'harr-boutin lec'h ma oa bet herzhet Rosa a zo bet goloet gant ul lien ruz ha du betek an obidoù ofisiel. Añfin eo bet lakaet war plasoù kentañ kirri-boutin Montgomery fotoioù diouzhti, en-droet gant ul lietenn skrivet warni : " Ar gevredigezh RTA a ro he gourc'hemennoù d'ar vaouez a zo chomet war-sav en ur vezañ azezet" Enorioù[kemmañ] - 1979 : Reseviñ a ra gant an NAACP ar Spingam Medal, an hini pouezusañ eo. - 1980 : Reseviñ a ra ar Marthin Luther King Sr. Award. - 1983 : Anvet eo evit ar Michigan's Women Hall of Fame evit he aksioñoù stourm evit ar gwirioù keodedel. - 1990 : Ar greizenn Kennedy e Washington, a diroio dezhi ur priz evit he 77vet deiz ha bloaz. - 1994 : Reseviñ a ra Priz ar Peoc'h Rosa Parks e Stockholm, Sveden. - 1996 : Bill Clinton a diroio dezhi Medalenn prezidantel ar frankiz. - 1997 : Ar published Act no. 28 a lak al Lun kentañ goude ar 4 a viz C'hwevrer da vezañ un deiz gouel. AR wech kentañ e vo d'un den bev kaout un deiz gouel en e enor. - 1998 : Reseviñ a ra diouzh an National Underground Railroad Freedom Center ar Freedom Conductor Award. - 1999 : An Organe Législatif Amerikan a diroio dezhi ar C'hongressional Gold Medal. Reseviñ a raio ivez an Detroit-Windsor International Freedom Festival Freedom Award. E miz Gwendolo e resevo gourc'hemennoù an Alabama Academy of Honor. Ar gazetenn Time a verk anezhi evel unan eus an 20 den pouezusañ en XXvet kantved. - 2000 : Reseviñ a ra an Alabama Academy of Honor hag ar Governor's Medal of Honor for Extraordinary Courage. Miz Kerzu, an Troy State University eus Montgomery a ro he anv d'ul levraoueg ha d'ur mirdi. Igoret e vefont e 2001. Ur straed hag ur skol a dalc'h e anv ivez e Detroit. - 2001 : E miz Mae, The Rosa Parks Story a zo troet e Montgomery. Signet e vo ar 24 a viz C'hwevrer 2002 war ar chadenn CBS. - 2002 : Ar film Mighty Times : The Legacy of Rosa Parks a zo anvet evit an Academy Award. - 2006 : Al Lise Rosa Parks a zo krouet e Neuvill-sur-Saône, e Bro-C'hall. Pascal Obispo a grou ur ganaouenn anvet Rosa. Ur skolaj a digor e dorioù e Villabé, Skolaj Rosa Parks. - 2007 : An 10 a viz Mae ti-kêr Aubervilliers a igor plasenn Rosa Parks, padal m'emañ hini La Courneuve o igoriñ ur straed Rosa Parks.
<urn:uuid:d4ffb9a2-981b-41d0-b076-be5302cd9ef7>
{ "date": "2013-06-20T08:24:41Z", "dump": "CC-MAIN-2013-20", "file_path": "s3://commoncrawl/crawl-data/CC-MAIN-2013-20/segments/1368711005723/warc/CC-MAIN-20130516133005-00017-ip-10-60-113-184.ec2.internal.warc.gz", "language": "bre", "language_score": 0.9999991655349731, "language_script": "Latn", "top_langs": "{\"bre_Latn_score\": 0.9999991655349731}", "url": "http://br.wikipedia.org/wiki/Rosa_Parks" }
Al liv gris (distagadur IPA: ['gri:s]) zo ur c'hemmesk gwenn ha du. Hervez ar c'hementad eus an eil hag egile, e vez sklaer pe sklaeroc'h al liv gris. Pa vesker daou liv enebet (glas hag orañjez, pe melen ha limestra) e kaver liv gris ivez. Skrivañ a reer gris evit an anv-gwan ha griz evit an anv-kadarn, ar griz. Anvioù all [kemmañ] Lavarout a reer ivez "louet" evit al liv-se (ur ger keltiek eo "louet" tra m'eo bet amprestet "gris" digant ar galleg), ur ger hag a gaver ivez evel anv-tiegezh. E brezhoneg e vez graet ivez gant ar ger "glas" (dreist-holl evit ar blev, koulz tud ha loened: «blev glas un den kozh, ur gazeg c'hlas»).
<urn:uuid:7daeaced-2d0d-4378-8359-c91706bc49e0>
{ "date": "2013-05-22T05:07:47Z", "dump": "CC-MAIN-2013-20", "file_path": "s3://commoncrawl/crawl-data/CC-MAIN-2013-20/segments/1368701370254/warc/CC-MAIN-20130516104930-00049-ip-10-60-113-184.ec2.internal.warc.gz", "language": "bre", "language_score": 1.000002384185791, "language_script": "Latn", "top_langs": "{\"bre_Latn_score\": 1.000002384185791}", "url": "http://br.wikipedia.org/wiki/Gris" }
D'an 9 a viz C'hwevrer e oa bodet tud en Naoned, Brest ha Roazhon evit goulenn ur gwir tele publik e brezhoneg e Breizh a-bezh. Sed aze komzoù un nebeud manifesterien deuet da Roazhon dindan ar glav... 2007 2008 2009 2010 2011 2012 a-benn a-enep aozet atersadenn atersiñ aze bet bezañ breizh brezhoneg brezhonegerien bro bzhg den deoc deomp deus devezh diwan diwar-benn douarnenez e-pad eil emgav erer eus evit festival film filmoù gant geñver gouel graet gwagenn gwener hag heuliañ hon karaez kejadenn ket kozh lodenn mae manifestadeg meurzh miz naoned nevez noz oamp omp ouzh pezh raktres redadeg roazhon savet sed sellet setu skipailh sonadeg sonerezh tamm trede vare viz vloaz war yaouank yezh Page 1 / 8 for 151 total videos © 2006-2013 Wevod | Sign In | Subscribe | Legal mentions
<urn:uuid:8c13f5fb-b38c-4f7f-98a6-6676cb8d621f>
{ "date": "2013-05-21T09:39:51Z", "dump": "CC-MAIN-2013-20", "file_path": "s3://commoncrawl/crawl-data/CC-MAIN-2013-20/segments/1368699856050/warc/CC-MAIN-20130516102416-00078-ip-10-60-113-184.ec2.internal.warc.gz", "language": "bre", "language_score": 0.9997468590736389, "language_script": "Latn", "top_langs": "{\"bre_Latn_score\": 0.9997468590736389}", "url": "http://blog.gwagenn.tv/videos/index" }
Exe - Ur stêr Exe all a oa e Bro-Saoz, anvet bremañ Stêr Beaulieu. | | Taolenn An anv [kemmañ] Un anv keltiek eo an anv Exe, eus Isca hag a dalv kement ha dour (isce e gouezeleg). Adkavout a reer an anv a-hed ar stêr: Exford, Up Exe, Nether Exe, Exwick, Exton, Exminster, hag Exebridge. En aber emañ Exmouth el lez reter, ha Dawlish Warren el lez kornok. An anv-se eo a gaver e Kembre, en anv ar stêr anvet Usk e saozneg ha Wysg e kembraeg. Krediñ a c'haller e talveze kement a pesk, pe lec'h-pesked, dre matenn d'ar gerioù latin "pisces" ha gregach "ichthus", kenkoulz ha d'ar ger saoznek "fish". Ar stêr [kemmañ] Eieniñ a ra en Exe Head, e-kichenik kêriadenn Simonsbath, en Exmoor e Somerset, 8.4 km eus aod Mor Havren a zo en hanternoz. Ac'hano neuze e red trema Devon, er c'hreisteiz, hag ar mor. En Exebridge e kembera stêr Barle. Gwechall ne veze ket treuzet kreisteisoc'h eget Exeter, hiziv ez eus ur pont bras evit an hent-red M5, 3 km er c'hreisteiz da Exeter.
<urn:uuid:b8126dcb-6e63-49d6-8ee0-bc304b15f963>
{ "date": "2013-05-21T09:38:46Z", "dump": "CC-MAIN-2013-20", "file_path": "s3://commoncrawl/crawl-data/CC-MAIN-2013-20/segments/1368699856050/warc/CC-MAIN-20130516102416-00078-ip-10-60-113-184.ec2.internal.warc.gz", "language": "bre", "language_score": 0.9997244477272034, "language_script": "Latn", "top_langs": "{\"bre_Latn_score\": 0.9997244477272034}", "url": "http://br.wikipedia.org/wiki/Exe" }
D'an 9 a viz C'hwevrer e oa bodet tud en Naoned, Brest ha Roazhon evit goulenn ur gwir tele publik e brezhoneg e Breizh a-bezh. Sed aze komzoù un nebeud manifesterien deuet da Roazhon dindan ar glav... 2007 2008 2009 2010 2011 2012 a-benn a-enep aozet atersadenn atersiñ aze bet bezañ breizh brezhoneg brezhonegerien bro bzhg den deoc deomp deus devezh diwan diwar-benn douarnenez e-pad eil emgav erer eus evit festival film filmoù gant geñver gouel graet gwagenn gwener hag heuliañ hon karaez kejadenn ket kozh lodenn mae manifestadeg meurzh miz naoned nevez noz oamp omp ouzh pezh raktres redadeg roazhon savet sed sellet setu skipailh sonadeg sonerezh tamm trede vare viz vloaz war yaouank yezh Page 1 / 8 for 151 total videos © 2006-2013 Wevod | Sign In | Subscribe | Legal mentions
<urn:uuid:da3f0090-9287-4ad0-9396-18b2d66fd5cb>
{ "date": "2013-05-23T17:50:08Z", "dump": "CC-MAIN-2013-20", "file_path": "s3://commoncrawl/crawl-data/CC-MAIN-2013-20/segments/1368703662159/warc/CC-MAIN-20130516112742-00078-ip-10-60-113-184.ec2.internal.warc.gz", "language": "bre", "language_score": 0.9997468590736389, "language_script": "Latn", "top_langs": "{\"bre_Latn_score\": 0.9997468590736389}", "url": "http://blog.gwagenn.tv/videos/index" }
gwadegenn Ur pennad eus ar Wikeriadur, ar geriadur liesyezhek frank a wirioù. | | Taolenn Brezhoneg - Ger savet diwar gwad hag -egenn - Meneget er C'hatolikon (goadeguenn). - Da geñveriañ gant ar ger kembraek gwaedogen. gwadegenn benel, liester gwadegennoù
<urn:uuid:407d41f9-ad07-4873-8e55-7dc8a9c819c1>
{ "date": "2013-05-23T17:57:23Z", "dump": "CC-MAIN-2013-20", "file_path": "s3://commoncrawl/crawl-data/CC-MAIN-2013-20/segments/1368703662159/warc/CC-MAIN-20130516112742-00078-ip-10-60-113-184.ec2.internal.warc.gz", "language": "bre", "language_score": 0.9867525100708008, "language_script": "Latn", "top_langs": "{\"bre_Latn_score\": 0.9867525100708008, \"cym_Latn_score\": 0.011069566011428833}", "url": "http://br.wiktionary.org/wiki/gwadegenn" }
Rummad:Diedoù Eus Wikipedia Pennad pennañ : Died Isrummadoù 6 isrummad zo d'ar rummad-mañ diwar un hollad a 6. Niver a bennadoù er rummad "Diedoù" Emañ ar 19 pajenn da-heul er rummad-mañ, diwar un hollad a 19. Pennad pennañ : Died 6 isrummad zo d'ar rummad-mañ diwar un hollad a 6. Emañ ar 19 pajenn da-heul er rummad-mañ, diwar un hollad a 19.
<urn:uuid:68c5af1f-d9a1-4774-8f94-6a36e782c784>
{ "date": "2013-05-26T02:06:39Z", "dump": "CC-MAIN-2013-20", "file_path": "s3://commoncrawl/crawl-data/CC-MAIN-2013-20/segments/1368706484194/warc/CC-MAIN-20130516121444-00078-ip-10-60-113-184.ec2.internal.warc.gz", "language": "bre", "language_score": 0.999011218547821, "language_script": "Latn", "top_langs": "{\"bre_Latn_score\": 0.999011218547821}", "url": "http://br.wikipedia.org/wiki/Rummad:Diedo%C3%B9" }
Kevredad an droourien, reizherien ha jubennerien euskarek EIZIE, pe Euskal Itzultzaile, Zuzentzaile eta Interpreteen Elkartea, eo anv Kevredad an droourien, reizherien ha jubennerien euskarek en Euskal Herria. Aozet e vez ganto stummadur an droourien euskarek ha difennet o gwirioù. | | Taolenn Orin [kemmañ] Krouet eo bet en 1987 gant un dornad troourien a vicher hag a felle dezho aozañ ar vicher . Juan María Lekuona e voe ar prezidant kentañ. Armerzh [kemmañ] Arc'hantet eo EIZIE gant an aozadurioù-mañ: Embannadurioù [kemmañ] Gant EIZIE e vez skoazellet pe renet an embannadurioù-mañ: - Dastumad Lennegezh Hollvedel: ur program treiñ d'an euskareg oberennoù meur al lennegezh etrebroadel, skoazellet gant Gouarnamant Euskadi, kroget e 1989 ; e 2007 e oa bet troet 125 titl. Evezhiadenn [kemmañ] N'eus netra heñvel e Breizh. Liamm diavaez [kemmañ] - http://www.eizie.org/Elkartea/ikastaroak/ Lec'hienn liesyezhek EIZIE
<urn:uuid:f5e9cf75-1d5c-4fac-b488-006b77f2baaf>
{ "date": "2013-05-24T20:57:33Z", "dump": "CC-MAIN-2013-20", "file_path": "s3://commoncrawl/crawl-data/CC-MAIN-2013-20/segments/1368705043997/warc/CC-MAIN-20130516115043-00086-ip-10-60-113-184.ec2.internal.warc.gz", "language": "bre", "language_score": 0.999447762966156, "language_script": "Latn", "top_langs": "{\"bre_Latn_score\": 0.999447762966156}", "url": "http://br.wikipedia.org/wiki/Kevredad_an_droourien,_reizherien_ha_jubennerien_euskarek" }
D'an 9 a viz C'hwevrer e oa bodet tud en Naoned, Brest ha Roazhon evit goulenn ur gwir tele publik e brezhoneg e Breizh a-bezh. Sed aze komzoù un nebeud manifesterien deuet da Roazhon dindan ar glav... 2007 2008 2009 2010 2011 2012 a-benn a-enep aozet atersadenn atersiñ aze bet bezañ breizh brezhoneg brezhonegerien bro bzhg den deoc deomp deus devezh diwan diwar-benn douarnenez e-pad eil emgav erer eus evit festival film filmoù gant geñver gouel graet gwagenn gwener hag heuliañ hon karaez kejadenn ket kozh lodenn mae manifestadeg meurzh miz naoned nevez noz oamp omp ouzh pezh raktres redadeg roazhon savet sed sellet setu skipailh sonadeg sonerezh tamm trede vare viz vloaz war yaouank yezh Page 1 / 8 for 151 total videos © 2006-2013 Wevod | Sign In | Subscribe | Legal mentions
<urn:uuid:7ef387a2-4dfd-471f-8f8d-656fc94d1dfa>
{ "date": "2013-06-19T10:29:00Z", "dump": "CC-MAIN-2013-20", "file_path": "s3://commoncrawl/crawl-data/CC-MAIN-2013-20/segments/1368708690512/warc/CC-MAIN-20130516125130-00086-ip-10-60-113-184.ec2.internal.warc.gz", "language": "bre", "language_score": 0.9997468590736389, "language_script": "Latn", "top_langs": "{\"bre_Latn_score\": 0.9997468590736389}", "url": "http://gwagenn.tv/videos/" }
Glac’haret-bras omp o klevet eo aet hor mignon Pascal Boccou da anaon ; lammet e vuhez digantañ war hent ar vakañsoù. Ur c’holl bras-meurbet eo, evit e familh, Anne-Lise e wreg, Pierre ha Mona, e vugale hag e holl vignoned, met evit kêr z/Douarnenez ha Breizh a-bezh ivez evel-just. Stourm war bep tachenn, sed ar pezh en deus graet Pascal e vuhez-pad : kuzulier-kêr eo bet evit pevar respet, e penn ar gevelouri-mor eo bet ivez hag ezel OPOB, aozadur ar beskerezh e Kornog Breizh. Un den kar e vro hag e yezh e oa Pascal, ha prezidant Emglev Bro Douarnenez (a vod ar c’hevredigezhioù o plediñ gant ar sevenadur e Douarnenez) e oa bepred. Na zisoñjimp ket e c’hoarzh laouen, e farsadennoù pe c’hoazh e ganaouennoù primaozet kaer e-kerzh ur pred bennak. Mil drugarez dit Pascal, evit kement ‘t eus kaset da benn, ur wir gentel a vuhez out bet evidomp-holl. Ra vo skañv douar Breizh dit, e bro ar gavotenn hag an dreujenn-gaol… Kenavo mignon ———————————————————————————————————————————– C’est avec une profonde tristesse que nous apprenions hier le décès de notre ami Pascal Boccou. Il a trouvé la mort sur la route alors qu’il se rendait avec sa femme dans le Cantal. C’est une énorme perte, pour sa famille, Anne-Lise, sa femme, Pierre et Mona, ses enfants et tous ses amis. Une énorme perte également pour la ville de Douarnenez, et aussi pour la Bretagne. Militer, tel était son maître-mot. En effet, Pascal a effectué quatre mandats municipaux, a été responsable de coopérative maritime et membre de l’OPOB, l’organisation des pêcheurs de l’Ouest-Bretagne. Pascal aimait sa langue, le breton évidemment, il était toujours président de « Emglev Bro Douarnenez » (confédération qui regroupe les associations culturelles sur Douarnenez). Nous n’oublierons pas son rire, ses farces, ses complaintes et ses gavottes improvisées au cours d’un repas. Merci Pascal, pour cette leçon de vie et tout ce que tu nous as apporté. Kenavo l’ami Pour Breizhistance, Maelan Joubin, Arno Vannier, Adrien Christophe
<urn:uuid:971c9cc9-f935-4e8b-9111-1f26da174d1f>
{ "date": "2013-05-23T11:06:47Z", "dump": "CC-MAIN-2013-20", "file_path": "s3://commoncrawl/crawl-data/CC-MAIN-2013-20/segments/1368703293367/warc/CC-MAIN-20130516112133-00061-ip-10-60-113-184.ec2.internal.warc.gz", "language": "bre", "language_score": 0.8726938366889954, "language_script": "Latn", "top_langs": "{\"bre_Latn_score\": 0.8726938366889954, \"fra_Latn_score\": 0.08005467802286148, \"frp_Latn_score\": 0.021880080923438072}", "url": "http://www.breizhistance.tv/2010/09/24/kenavo-mignon/" }
Rummad:Yezhoù e katalaneg Ur pennad eus ar Wikeriadur, ar geriadur liesyezhek frank a wirioù. Mont da : merdeiñ , klask Niver a bennadoù er rummad "Yezhoù e katalaneg" Emañ ar 2 pajenn da-heul er rummad-mañ, diwar un hollad a 2. E esperanto G gallec Adtapet diwar « http://br.wiktionary.org/w/index.php?title=Rummad:Yezhoù_e_katalaneg&oldid=131612 » Rummad : Geriaouegoù katalanek Anvioù ar yezhoù Lañser merdeiñ Ostilhoù personel Krouiñ ur gont nevez Kevreañ Esaouennoù anv Rummad Kaozeadenn Adstummoù Gweladennoù Lenn Kemmañ Gwelet an istor Oberoù Klask Merdeiñ Degemer Porched ar gumuniezh Keleier Kemmoù diwezhañ Ur bajenn dre zegouezh Skoazell Roadoù Boest ostilhoù Pajennoù liammet Heuliañ ar pajennoù liammet Pajennoù dibar Stumm da voullañ Chomlec'h ar stumm-mañ Titouroù ar bajenn Yezhoù all Català English Français Frysk Nederlands Português Svenska Kemmoù diwezhañ degaset d'ar bajenn-mañ, d'an 26 Gen 2013 da 16:57. Gallout a reer implijout an testennoù zo dindan an Aotre-Implijout Creative Commons Dereiñ/Kenrannañ ; divizoù ouzhpenn a c'hall bezañ ivez. Gwelet an Doareoù Implijout evit gouzout hiroc'h. Reolennoù prevezded Diwar-benn Wikeriadur Kemennoù Gwel evit an hezoug
<urn:uuid:e9b3ed10-a541-45a6-ba98-6aa5d195ae01>
{ "date": "2013-05-25T04:21:35Z", "dump": "CC-MAIN-2013-20", "file_path": "s3://commoncrawl/crawl-data/CC-MAIN-2013-20/segments/1368705502703/warc/CC-MAIN-20130516115822-00097-ip-10-60-113-184.ec2.internal.warc.gz", "language": "bre", "language_score": 0.9996100068092346, "language_script": "Latn", "top_langs": "{\"bre_Latn_score\": 0.9996100068092346}", "url": "http://br.wiktionary.org/wiki/Rummad:Yezho%C3%B9_e_katalaneg" }
Mahatma Gandhi | | Bet eo Mohandas Karamchand Gandhi (hindeg: मोहनदास करमचन्द गांधी; goudjarateg: મોહનદાસ કરમચંદ ગાંધી; 2 Here 1869 – 30 Genver, 1948) pennlusker speredel ha politikel India . E penn ar stourm evit dizalc'hiezh India diouzh Impalaeriezh Breizh-Veur eo bet, harpet gant milionoù a Indiz. A-hed e vuhez en deus distaolet kement stumm feulster pe sponterezh zo. Savet eo bet gantañ an termen a satyagraha, evit deskrivañ prederouriezh an anfeulster kaset war-raok gantañ. Levezon en deus bet ar satyagraha abaoe war luskadoù emsavel anfeuls en e vro hag er bed a-bezh. Deuet eo da vezañ un ikonenn vroadel e 1918 p'en deus kemeret penn ar stourm evit an dizalc'hiezh ha Kendalc'h Broadel India. Lesanvet eo bet, gant azaouez bras, Mahatma da lavaret eo Ene Meur gant milionoù a Indiz. Daoust ma ne blije ket nemeur dezhañ ar merkoù a enorioù e vez graet c'hoazh gant Mahatma Gandhi, ar pezh a dalvez an eneeg, den a ene, pa gomzer diwar e benn hiziv er bed a-bezh. Ouzhpenn ma seller outañ evel pennrener brasañ an Istor e vez graet "Tad ar Vroad" pe Bapu (Hindi evit Tad) anezhañ en India. Un devezh gouel broadel eo Gandhi Jayanti an 2 a viz Genver, deiz e zeiz-ha-bloaz. Gant doareoù anfeuls ha dre an disuj sivil eo deuet a-benn Gandhi da gaout dizalc'hiezh ar vro digant Breizh-Veur. Un awen eo bet e skouer evit pobloù trevadennet all hag, a-benn ar fin, eo bet diskaret Impalaeriezh Breizh-Veur. Pennaenn Gandhi ar satyagraha (eus ar gerioùsañskritek satya evit gwirionez ha agraha evit striv), bet troet alies gant "hent ar wirionez" pe "klask ar wirionez" zo bet awenet ganti emsaverien evit ar frankiz all evel Martin Luther King, Jr., an Dalai Lama, Lech Wałęsa, Stephen Biko, Aung San Suu Kyi, ha Nelson Mandela. Koulskoude n'o deus ket an holl bennoù-se dalc'het-mort da bennaenn strizh Gandhi an anfeulster hag an anersaviñ. Alies en deus bet Gandhi disklêriet e oa eeun-kenañ e bennaennoù hag e save o mammenn da gredennoù Hindou hengounel : gwirionez (satya) hag anfeulster (ahimsa). "N'em eus ket netra nevez da gelenn d'ar bed. Gwirionez hag anfeulster zo ken kozh har ar menezioù" emezañ. | | Taolenn Yaouankiz[kemmañ] Ganet eo bet Mohandas Karamchand Gandhi (anvet mahatma, "an eneeg; den a ene") en un tiegezh Modh Hindou e Porbandar e Gujarat en India e 1869. Mab e oa da Karamchand Gandhi, anezhañ diwan (melestrour meur) Porbandar, ha da bPutlibai, pevare gwreg Karamchand, hag ezel eus sektenn Vaishnava. Desavet eo bet gant ur vamm Vaishnava devot hag en aergelc'h jahinek ar Gujarat. A-vihanik e tesk Gandhi dogma an doujañs d'ar boudañ bev, ar vejetarianiezh, ar yun evit en em c'hlanaat hag ar c'hendoujañs etre feizidi kredennoù ha sektennoù disheñvel. Ganet e oa bet e kasta ar vaishyaed (kasta an dud a aferioù). E miz Mae 1882, hag eñ 13 vloaz, eo euredet Gandhi gant Kasturba Makharji, a oad gantañ, dre un dimeziñ rakdivizet gant e gerent. Pevar mab a vo : Harilal Gandhi, ganet e 1888; Manilal Gandhi, ganet e 1892; Ramdas Gandhi, ganet e 1897; ha Devdas Gandhi, ganet e 1900. En e yaouankiz eo bet Gandhi ur studier dister e Porbandar ha, diwezhatoc'h, e Rajkot. Tenn eo bet dezhañ bezañ degemeret en arnodenn mont e-barzh Skol-veur Mumbai e 1887. Mont a ra da skolaj Samaldas e Bhavnagar. Ne chomo ket pell eno avat rak fellout a ra d'e familh ez afe da alvokad. Maleürus e oa e Samaldas hag e lammas war an digarez evit mont da studiañ da Vreizh-Veur gwelet gantañ evel "ur vro prederourien ha barzhed, kreizik-kreiz ar sevenadurezh." Da 19 vloaz emañ e University College London evit mont da alvokad. E Londrez, kêr-benn an Impalaeriezh, e talc'h da zoujañ d'ar bromesa graet d'e vamm kent kuitaat India da chom hep debriñ kig nag alkool, hervez erbedadennoù ar manac'h jahinour Becharji. Daoust ma klask reizhañ e emzalc'h diouzh ar boazioù saoz n'eo ket e stomak evit en em ober ouzh kig dañvad ha kaol ar berc'hennez. Kaset e vo ganti war-du unan eus an nebeud pretioù vejetarian saoz a oa e Londrez d'ar mare-hont. N'eo ket trawalc'h dezhañ sujañ d'ar bromesa graet d'e vamm. Kregiñ a ra da lenn war an divoud ha dont a ra da vezañ ur vejetarian a-youl. Lakaat a ra e anv e kevredigezh ar vejetarianed, dilennet eo er c'huzul-merañ ha sevel a ra ur skourr lec'hel. Diwezhatoc'h e lavaro e vo bet talvoudus dezhañ an tamm skiant bet prenet eno evit aozañ frammoù ha ren luskadoù. E-mesk ar vejetarianed a ra anaoudegezh ganto ez eus izili eus ar gevredigezh teozofel bet krouet e 1875 gant H.P. Blavatsky evit kas war-raok ar genvreuriezh hollvedel. Mennet e oa an Deozofourien da studiañ ar voudaegezh hag al lennegezh Hindou brahmanek. Broudañ a reont Gandhi da lenn ar Bhagavad Gita. Daoust dezhañ bezañ chomet diseblant a-walc'h ouzh ar relijion betek neuze, e krog Gandhi da lenn studiadennoù hindou pe diwar-benn an hindouegezh, ar relijion kristen, ar voudaegezh ha relijionoù all. Distreiñ a ra da India goude bezañ bet degemeret e-touez ar vreutaerien. En em staliañ a ra evel alvokad e Mumbai hep ober nemeur a verzh. D'ar mare-hont e oa breutaerien diouzh an druilh en India ha ne oa ket ur mailh eus Gandhi el lezioù-barn. Goulenn a ra bezañ lakaet da gelenner hanter-amzer e skol eil derez Mumbai met ne zeu ket a-benn. A-benn ar fin e tistro da Rajkot evit bevañ-bevaik dre sevel danvez skridoù klemm evit pratikoù met rediet eo da serriñ e stal goude brochañ gant ur c'hargiad saoz. En e vuhezskrid e teskriv an tabut-se evel ur seurt striv c'hwitet a-berzh ul lobby bennak a-benn noazout ouzh e vreur henañ. War-se, e 1893, e ra e soñj asantiñ kemer ur post evit bloaz gant un embregerezh indiat e Natal, Suafrika. Luskad ar gwirioù sivil e Suafrika (1893–1914)[kemmañ] D'ar c'houlz-se eus e vuhez ez eus eus Gandhi un den habask, lentik, diseblant e-keñver ar politikerezh. Lennet en deus ar gazetenn evit ar wech kentañ da 18 vloaz ha krennañ a ra evel ur barr-delioù bep tro m'en devez da gemer ar gaoz el lez-varn. Suafrika a cheñcho anezhañ krenn pa ranko talañ ouzh emzalc'h mac'hom ha mezhus Breizhveuriz e-keñver Indiz er vro-se. Un deiz ma oa el lez e kêr Durban e c'houlenn ur barner outañ tennañ e dulban, ar pezh a nac'h ober. Skarzhet eo er-maez eus al lez. Ur wech all eo bet stlapet-mik er-maez eus un tren e Pietermaritzburg evit bezañ nac'het kuitaat ar c'hentañ klas evit mont d'ar c'hombod trede klas miret evit an dud a liv pa oa bet gwerzhet ur bilhed tren kentañ klas dezhañ. Diwezhatoc'h, graet e soñj gantañ beajiñ gant ar rederig e vo kannet gant ur bleiner evit bezañ nac'het mont war ar stleugoù a-benn leuskel e blas d'ur beajour europat. Mezhekaet ha gwallgaset e vo a-hed e veaj ha nac'het e vo outañ mont tre e meur a leti abalamour d'e ouenn. Treuzfurmet e vo buhez Ganhi gant an darvoudoù-se evel m'en diskouez anat al levrioù bet skrivet diwar e benn pelloc'h. Nerzh a zastumo ennañ e-unan evit e stourm un nebeud devezhioù diwezhatoc'h pa stagas gant ur veaj da Bretoria. Gant ar skiant-prenañ tapet gantañ e krog da sellet pishoc'h ouzh ar poanioù gouzañvet gant e bobl e Suafrika er c'houlz m'emañ e Pretoria. Goude bezañ bet test drezañ e-unan, ha diwar e goust, eus ar ouennelouriezh hag eus an droukziforc'hioù e-keñver e bobl e krog Gandhi da adlakaat e kaoz statud Indiz hag e blas dezhañ e-unan er gevredigezh. E-pad emsavadeg ar Zouloued ez eus aozet gantañ unan eus ar c'hreizennoù louzaouiñ nemeto savet evit ober war-dro ar re zu bet gloazet pa nac'h ar vezeien wenn prederiañ anezho. Echu e gevrat gantañ emañ Gandhi ouzh en em brientiñ evit distreiñ da India. E-ser kimiadiñ avat, en un abadenn en enor dezhañ e Durban, e tichañs dezhañ teuler ur sell war ar gazetenn, hag eñ deskiñ emeur o tanzen ul lezenn e Bodadeg Lezennel Natal a-benn nac'hañ ar gwir da votiñ ouzh Indiz. Goude komz gant e ostizien e oa lakaet da gompren n'emañ ket ganto ar skiant evit enebiñ ouzh an danvez lezenn hag e oa aspedet da chom pelloc'h ha da skoazellañ anezho. Chom a ra ha kinnig a ra meur a glemm da vodad lezenn Natal ha da c'houarnamant Breizh-Veur a-benn enebiñ ouzh ar raktres. Ne zeu ket a-benn da zizarbenn al lezenn met dont a ra a-benn da sachañ an evezh war ar gaou graet ouzh Indiz e Suafrika. Kendrec'het eo gant harperien da chom e Durban ha da stourm a-enep d'ar stad truezus a vez kinniget da Indiz. Krouiñ a ra Kendalc'h Indiz Natal e 1894 ha mont a ra da sekretour ar strollad. Frammañ a ra e aozadur kumuniezh Indiz Suafrika en un nerzh politikel liesdoare a gas klemmoù ha disklêriadurioù a-vil-vern d'ar gouarnamant ha da bed ar c'hazetennoù en ur lakaat anatoc'h-anatañ ar gaou graet ouzh e bobl gant Breizhveuriz e Suafrika. E 1896 e tistro da India evit ur frapadig a-benn degas e wreg hag e vugale en-dro da vevañ gantañ e Suafrika. War e zistro, e Genver 1897, ez eo taget gant un engroeziad tud wenn a glask krougañ anezhañ. Kregiñ a ra ar pennaennoù a lakaio e luskadoù da vezañ brudet diwezhatoc'h da zont war wel neuze ha nac'hañ a ra Gandhi sevel klemm pe goulenn digoll ouzh den. Embann a ra ez eo unan eus e bennaennoù chom hep goulenn tra ebet d'ul lez-varn evit un droug personel bet graet dezhañ e-unan. Pa darzh Brezel Suafrika e tifenn Gandhi ar soñj ma rank Indiz harpañ ar striv brezel evit gellout goulenn bezañ keodedourien leun en eskemm. Lakaat a ra en e sav ur bagad ambulañsourien a-youl vat a ya 300 Indiad hag 800 labourer kevratet d'e ober. Eñ e-unan a ra da gravazher e-kerzh emgann Spion Kop. Medalennet e vo evit se. Pa serr ar brezel avat, ne'z a ket war-raok doare Indiz er vro, kentoc'h e kendalc'h da vont war washaat. E 1906 ez eus embannet ul lezenn nevez gant gouarnamant Transvaal ma rank holl Indiz an drevadenn bezañ marilhet. Da-geñver ar vanifestadeg diniver dalc'het e Johannesburg e miz Gwengolo ec'h embann Gandhi evit ar wech kentañ e brogramm satyagraha (gouestl d'ar wirionez), pe stourm difeuls. Broudañ a ra neuze e genvroidi da stourm a-enep d'al lezenn nevez ha da c'houzañv kastiz evit en ober kentoc'h eget stourm a-enep dre ar feulster. Degemeret eo e strategiezh a gas da seiz vloaz stourm ma vo skourjezet pe bac'het miliadoù a Indiz (en o zouez Gandhi e-unan, meur a wech). Lazhet ez eus tud evit bezañ nac'het bezañ marilhet pe evit bezañ devet o c'hartenn varilh pe bezañ stourmet gant doareoù difeuls a-enep d'ar marilhañ mod pe vod. Berzh a-walc'h a ra gouarnamant Suafrika en e strivoù a-enep d'an emsav indiat met dislavaret eo e zoareoù kriz ha didruez e-keñver manifesterien peoc'hus gant an dud dre vras. A-benn ar fin e rank ar jeneral suafrikan Jan Christian Smuts kevraouiñ gant Gandhi. [Da vezañ kendalc'het] Arroudennoù[kemmañ] - “My nationalism, fierce though it is, is not exclusive, is not devised to harm any nation or individual.” Levrlennadur[kemmañ] - Abennez (Turiaw ar Menteg), Gandhi, Al Liamm, niv. 118, pp. 337-344 Liammoù diavaez[kemmañ]
<urn:uuid:3f45dc37-057b-4336-a236-4e6b2e0e595b>
{ "date": "2013-06-19T18:04:09Z", "dump": "CC-MAIN-2013-20", "file_path": "s3://commoncrawl/crawl-data/CC-MAIN-2013-20/segments/1368709000375/warc/CC-MAIN-20130516125640-00097-ip-10-60-113-184.ec2.internal.warc.gz", "language": "bre", "language_score": 1.0000070333480835, "language_script": "Latn", "top_langs": "{\"bre_Latn_score\": 1.0000070333480835}", "url": "http://br.wikipedia.org/wiki/Mahatma_Gandhi" }
a vo kavet e Kerandafar, ar sanailh ma vez klenket dafar ar Wikipedia. Emañ ar 3 pajenn da-heul er rummad-mañ, diwar un hollad a 3.
<urn:uuid:c37660ad-89b4-4a97-8364-3dfaf9d37320>
{ "date": "2013-06-19T17:44:28Z", "dump": "CC-MAIN-2013-20", "file_path": "s3://commoncrawl/crawl-data/CC-MAIN-2013-20/segments/1368709000375/warc/CC-MAIN-20130516125640-00097-ip-10-60-113-184.ec2.internal.warc.gz", "language": "bre", "language_score": 0.9994621872901917, "language_script": "Latn", "top_langs": "{\"bre_Latn_score\": 0.9994621872901917}", "url": "http://br.wikipedia.org/wiki/Rummad:Alberta" }
Søren Peder Lauritz Sørensen (9 a viz Genver 1868 - 13 a viz C'hwevrer 1939) a oa ur c'himiour danat ganet e Havrebjerg, Danmark. Adalek 1901 e voe e penn labourva Carlsberg, Kopenhagen. Gantañ e voe degaset ar pH, ur skeul evit muzuliañ an trenkter. Anavezet eo c'hoazh en abeg da ditrerezh formol Sørensen.
<urn:uuid:46170b44-ce78-4c58-a31c-04a6f512e87d>
{ "date": "2013-05-21T15:39:24Z", "dump": "CC-MAIN-2013-20", "file_path": "s3://commoncrawl/crawl-data/CC-MAIN-2013-20/segments/1368700132256/warc/CC-MAIN-20130516102852-00028-ip-10-60-113-184.ec2.internal.warc.gz", "language": "bre", "language_score": 0.9961002469062805, "language_script": "Latn", "top_langs": "{\"bre_Latn_score\": 0.9961002469062805}", "url": "http://br.wikipedia.org/wiki/S%C3%B8ren_Peder_Lauritz_S%C3%B8rensen" }
Silabenneg En ur silabenneg rik n'eo ket heñvel stumm al lizherennoù implijet evit skrivañ silabennoù heñvel unan eus o fonem, da skwer e rankfe bezañ disheñvel-poch al lizherenn evit skrivañ ar silabenn "ta" diouzh an hini evit "ti", "to", hag all. Damheñvel ouzh ar silabennegoù eo an abugidaoù, met en eil re ez eo heñvel stumm al lizherenn gensonennel diazez a ra dave d'ur silabenn pa vez cheñchet ar vogalenn enni. Ouzhpenn ar c'harakterioù o tont eus ar sineg (kanji 漢字) implijet dre vras evit skrivañ ar gwiriennoù pe ar gerioù diazez e vez implijet div silabenneg rik ivez gant ar japaneg: an hiragana (平仮名), implijet dreist-holl evit skrivañ ar rannigoù yezhadurel hag ar c'hatakana (片仮名) implijet evit treuzskrivañ gerioù o tont eus yezhoù estren estreget ar sineg. Klotaat-brav a ra an doare-skrivañ-mañ gant ar japaneg a-drugarez da struktur e fonologiezh diazezet war silabennoù savet kazi atav war ur gensonenn + ur vogalenn. Ral a-walc'h eo ar yezhoù ec'h implijer silabennegoù rik evit o skrivañ, en o zouez:
<urn:uuid:71c9927b-f557-45d8-b72c-0e7ddb1ac5c9>
{ "date": "2013-05-25T12:11:50Z", "dump": "CC-MAIN-2013-20", "file_path": "s3://commoncrawl/crawl-data/CC-MAIN-2013-20/segments/1368705948348/warc/CC-MAIN-20130516120548-00028-ip-10-60-113-184.ec2.internal.warc.gz", "language": "bre", "language_score": 1.0000076293945312, "language_script": "Latn", "top_langs": "{\"bre_Latn_score\": 1.0000076293945312}", "url": "http://br.wikipedia.org/wiki/Silabenneg" }
Pyotr Kropotkin Priñs Pyotr Alekseyevitch Kropotkin (1842-1921) (ruseg Пётр Алексе́евич Кропо́ткин). Buhez [kemmañ] Ganet eo bet Piotr d’an 21 a viz Kerzu 1842 e Moskov en ur familh eus an noblañs vras. Studiañ a reas Kropotkin e Sankt Petersbourg e Skol ar Floc’hed adalek e bemzek vloaz. Pa guitaas ar skol pemp bloaz war-lerc’h evel serjant. Ret e voe dezhañ servijout ar tsar Aleksandr II, e lez ar tsar e voe heuget gant emzalc’h ar gourtizaned. A-benn ar fin e teu Piotr Kropotkin da vezañ ofiser. Choaz a ra mont da Sibiria da servij ar jeneral Koukel. Ar jeneral-se en devoa mennozhioù radikal ha meur a levr gant Herzen en e bakadoù, tro en doa bet an den-se da gejañ gant Bakounin pa oa en harluet e Sibiria. Ar bloavezh war-lerc’h eo ret dezhañ klask un hent etre rannvro Baykal hag hini Yakoutsk. E-kezh an ergerzhadeg-se e skrivas Kropotkin teoriennoù diwar-benn ar skornadur. E dibenn ar bloavezh 1867 e kuita an arme hag e tistro da Sankt Peterbourg. Studiañ a ra skiantoù an natur hag an douaroniezh pemp bloavezh pad. Anvet e voe neuze e-penn Kevredigezh Douaroniezh Rusia hag ergerzhañ a reas eviti skornegoù Bro-Finland ha Sveden etre 1871 ha 1873. Dedennet e voe ivez gant ar politikerezh ha lenn a reas oberennoù ar skrivagnerien bennañ. En em dommañ a reas neuze ouzh an teoriennoù diveliour. Pa zistro Kropotkin da Rusia e grog da vrudañ ar mennozhioù diveliour. Prezeg a ra e karterioù pobl Sakt Peterbourg gwisket evel Yann Gouer. E 1874 e vez harzet ha bac’het e kreñvlec’h Pêr ha Paol evit « propaganda dispac’hel ». Tec’hout a ra da Vro-Saoz gant sikour e c’hoar. Kropotkin a tistro neuze da Vro-Suis. E miz Kerzu 1876 emañ e Neuchâtel e-lec’h ma kej gant Malatesta ha Cafiero hag a zo o aozañ ur plan evit un emsavadeg en Italia. En em staliañ a ra neuze er Jura, ha beajiñ a ra un tamm e pep lec’h en Europa : e Belgia, e Frañs, e-lec’h ma kej gant Elisée Reclus. E miz Even 1877, e vez krouet ar gazetenn "l'Avant-garde" gant Kropotkin ha Paul Brousse, ar gazetenn-se a zo etrevroadelour hag etrevroadel. E diskaramzer 1877 e kemer perzh Kropotkin en emvod-meur Verviers, hini rann bakounek an AEL. Goude-se ez a da Gatalonia, souezhet ha plijet eo da welet pegen tost eo ar mennozhioù diveliour ouzh al labourerien gatalan. E Katalonia e kej gant Sophie Ananief hag a vo e gompagnunez betek fin e vuhez. E 1879 ec'h embann Kropotkin ur gazetenn evit ar gevredelezh jurasian : "le Révolté" hag a zeuio da vezañ " la Révolte " e 1887 hag a-benn ar fin "les Temps nouveaux" e 1895. Pa zistro da Vro-Suis e vez kaset kuit rak drouklazhet eo bet Aleksandr II tsar Rusia hag urzh a zo da gas kuit an holl dispac’herien rusian. E 1882 e vez harzet Kropotkin e Bro-C’hall gant 60 diveliour all. Kropotkin ha tri stourmer all a zo kondaonet da bemp bloaz toull-bac’h, ar reoù all a vez kondaonet da bevar bloaz. E-pad ar bloavezhioù-se e kelenn Kropotkin mentoniezh, skiantoù an egor ha fizik d’e gamaladed, ha pep hini anezho a zesk ur yezh estren. Goude ma vefe bet lezet da vont er-maez ez eas Kropotkin d’en em staliañ da Vro-Saoz gant Sophie. Enno e krog ar mennozhioù diveliour d’ober berzh. E 1885 e krog Henry Seymour gant ar gazetenn "The anarchist". En East End Londrez ec'h embann an diveliourien yuzev ur gelaouenn e yiddish (Mignon al labourer). Ar strollad Freedom, m’eo Kropotkin unan eus e grouerien, a embann e gazetenn "Freedom". Embannet eo al levr La morale anarchiste e 1890, e 1892 eo tro la Conquête du Pain. Goude-se e reas un droiad da Vro-Ganada da brezeg diwar-benn ar skornegoù ha stummadur kevandir Azia, heuliet eo an droiad-se gant unan all er Stadoù-Unanet evit komz eus an diveliouriezh, ar wech-mañ. E 1905 emañ an dispac’h rusat kentañ, brudañ a ra Kropotkin an darvoud e Londrez. E 1911 e skriv Kropotkin evit kelaouenn ar Rusianed harluet, "Rabotni Mir". E 1917, e tiviz Kropotkin distreiñ da Rusia. Feuket eo gant kinnig Kerenski : reiñ karg ur ministr dezhañ, ha, pa ’mañ ar galloud gant Lenin e nac’h kemer perzh e pep stumm a gouarnamant e vefe. Kropotkin a zo a-enep-groñs diktatouriezh ar volcheviked, ha stourm a ra enep dezhi. Mervel a ra e Dimitrov d’an 8 a viz C’hwevrer 1921 gant e vignoned nesañ en-dro dezhañ. Interamant Kropotkin a zo an darvoud dieub diwezhañ en URSS. Dodenn bennañ oberennoù Kropotkin a zo diskar ha kas d’an traoñ pep stumm a stad pe a gouarnamant hag aozañ ur gevredigezh komunour diazezet war ar genskoazell hag ar c’henlabour. Skrivañ a reas e galleg koulz hag e saozneg. Oberennoù [kemmañ] E oberennoù pennañ a zo :
<urn:uuid:58de9d7a-262f-43c3-911c-c178d65c9cdc>
{ "date": "2013-06-20T13:31:48Z", "dump": "CC-MAIN-2013-20", "file_path": "s3://commoncrawl/crawl-data/CC-MAIN-2013-20/segments/1368710006573/warc/CC-MAIN-20130516131326-00028-ip-10-60-113-184.ec2.internal.warc.gz", "language": "bre", "language_score": 0.9999904632568359, "language_script": "Latn", "top_langs": "{\"bre_Latn_score\": 0.9999904632568359}", "url": "http://br.wikipedia.org/wiki/Pyotr_Kropotkin" }
PRIZIOÙ FX Berradurioù en implij : PB : priz bugale(etre 7 ha 12 vloaz) / PD : priz digresket / PK : priz koumananterien / PL : priz leun Priz digresket evit ar re a ziskouezo ur brouenn ez int : tud yaouank dindan 18 vloaz, klaskerien labour, tud a zegemer KKI*, KKO** ha SON***, izili SDAY, skolidi ha kelennerien skol sonerezh ar Poc’hêr, astalerien, izili ar poellgorioù embregerezh kevelerien, an dud zo ganto PAS’ Dudi Poc’hêr kumuniezh, izili ar « Plañchod » evit an abadennoù a vez kenbroduet gant ar Plañchod, strolladoù ouzhpenn 10 den. * KKI : korvoderioù kenemprañ izek - **KKO : korvoder kengred oberiant - ***SON : skorenn d'an oadourien nammet MIROUT BILHEDOÙ El Leurenn Glenmor : D’ar Meurzh, d’ar Yaou ha d’ar Gwener eus 9e da 12e hag eus 14e da 18e ; 1 eur a-raok an abadennoù (gant ma chomo plasoù) en deizioù ma vez abadennoù.Ne vez ket miret plasoù ganimp dre bellgomz. Dre lizher : Merkit anv an abadenn, an niver a blasoù hag ar rummoù prizioù. Kasit ho paeamant d’al Leurenn Glenmor (chekenn war anv al Leurenn Glenmor), gant ur golo-lizher skrivet ho chomlec’h warnañ(anez e vo ar bilhedoù da gemer en degemer da zeiz an arvest), ha gant ur brouenn, diouzh an ezhomm, hoc’h eus gwir da gaout un digresk war ar prizioù. Lec’hioù gwerzhañ all : - Karaez : Stal Leclerc, Leti ”Noz Vad”, Ti-kêr. - Rostrenenn : Ti ar C’hazetennoù. - Kastell-Nevez-ar-Faou : Ti an Douristed - Gourin : Stal Leclerc (rouedad Ticketnet) - KOUMANANTIÑ Digoust eo ar c’houmanant ha war anv un den hepken. Trawalc’h eo deoc’h dibab 3 abadenn da nebeutañ e-touez an dibab abadennoù zo skrivet war ar baperenn goumanantiñ (amañ kevret). Ar spletoù : • Digresk etre 2 ha 5 euro dre abadenn. • Miret ha niverennet eo ho plas el lec’h gwellañ eus ar sal. • Trepas tremen a-ratozh evit ar goumananterien.En em gavit 15 munut a-raok an abadenn, mar plij. • Gallout a rit klokaat ho koumanant e-kerzh ar c’houlzad en ur dennañ ho mad eus priz ar goumananterien. • Kinnig an abadennoù dre bostel. MAT DA C’HOUZOUT Digoret e vez dorioù ar sal 20 munut a-raok an abadenn. Dibab a c’haller e blas (nemet ar goumananterien) LEURENN GLENMOR Straed Jean Monnet - Kerampuilh - 29270 KARAEZ Pgz 02.98.99.37.50 - Plr 02 98 99 37 52 Postel : Cette adresse email est protégée contre les robots des spammeurs, vous devez activer Javascript pour la voir. Bilhederezh : d’ar Meurzh, d’ar Yaou ha d’ar Gwener eus 9e da 12e hag eus 14e da 18e ; 1 eur a-raok an abadennoù (gant ma chomo plasoù a-walc’h). Burevioù : Eus ar Meurzh d’ar Gwener eus 9e da 12e hag eus 14e da 18e
<urn:uuid:16bfd49f-dd63-499b-87d6-ba9df126ac01>
{ "date": "2013-05-21T22:01:13Z", "dump": "CC-MAIN-2013-20", "file_path": "s3://commoncrawl/crawl-data/CC-MAIN-2013-20/segments/1368700795821/warc/CC-MAIN-20130516103955-00070-ip-10-60-113-184.ec2.internal.warc.gz", "language": "bre", "language_score": 0.9999823570251465, "language_script": "Latn", "top_langs": "{\"bre_Latn_score\": 0.9999823570251465}", "url": "http://www.glenmor.fr/index.php?option=com_flexicontent&view=items&cid=35&id=47&Itemid=54&lang=fr" }
Goueled kêr Rabat da serr-noz. Rabat (الرباط en arabeg, ⵕⴲⴰⵟ, e tamazight, treuzlizherennet ar-Rabāṭ pe ar-Ribāṭ pe Rbat) eo kêr-benn Maroko, ha trede brasañ kêr ar vro. Emañ war aod ar Meurvor Atlantel, e gwalarn ar vro. 650,000 bennak a dud a oa o chom enni e 2010.
<urn:uuid:6146c435-523a-4b41-ad9e-6f1f191091f9>
{ "date": "2013-05-20T20:56:02Z", "dump": "CC-MAIN-2013-20", "file_path": "s3://commoncrawl/crawl-data/CC-MAIN-2013-20/segments/1368699238089/warc/CC-MAIN-20130516101358-00078-ip-10-60-113-184.ec2.internal.warc.gz", "language": "bre", "language_score": 0.9999536275863647, "language_script": "Latn", "top_langs": "{\"bre_Latn_score\": 0.9999536275863647}", "url": "http://br.wikipedia.org/wiki/Rabat" }
Gresianeg Kiprenez Komzet e vez rannyezh c'hresianek Kiprenez pe gresianeg Kiprenez (gresianeg: Κυπριακή διάλεκτος, "rannyezh kiprenezek" pe Κυπριακά "kiprenezeg") gant muioc'h evit 500.000 den e Kiprenez ha gant kantmiliadoù a ezvroidi. Komzet e vez evel yezh kentañ gant an darn vrasañ eus ar Gipreneziz c'hresianek, an darn vrasañ anezhe o chom e lodenn su ar vro e Republik Kiprenez hag ivez gant un nebeud tud kozh pe goshoc'h e kêriadennoù resis tro-dro da Louroudjina ha Tylliria/Dillirga e Republik Turk Kiprenez an Norzh ha komzet e vez evel eil yezh ivez gant an darn vrasañ eus ar Gipreneziz turkek gozh. Ul liamm diglosia zo etre ar rannyezh c'hresianek komzet e Kiprenez en un tu, implijet dre gomz gant an darn vrasañ eus an dud, hag an dimotiki pe "gresianeg unvan", implijet dre skrid hag evit kas da benn aferioù ofisiel hag a renk uhel, en tu all. Implijet e vez ar gresianeg unvan (gant ur pouez-mouezh lec'hel peurliesañ avat) er skolioù (estreget war porzh ar skol), er breujoù, er mediaoù (skingomz, skinwel, kelaouennoù...) hag ivez pa gomzer dirak ha gant tud o tont eus lec'h all. Implijet e vez stank avat ar c'hiprenezeg war ar genrouedad hag evit kas gerioùigoù a bellgomz da bellgomz. Dre vras, seul greñvoc'h ar rannyezh implijet gant un den bennak (da lâret eo seul dostoc'h ouzh ar vazilektenn), seul vuioc'h e vo lakaet da "blaou" (χώρκατος; "kêriadennad"), da lâret un den dizesk ha paour dreist-holl gant an Kiprenezed a renkad uhel pe uheloc'h. | | Taolenn Istor ha lennegezh[kemmañ] Ne oa ket diorroet ar rannyezh kiprenezeg a-vremañ diwar rannyezh arkadokiprenezek a-gozh met kentoc'h diwar ar gresianeg koine. Abalamour da arsailhoù a-berzh an Arabed warni e vanas troc'het diouzh ar peurrest eus ar c'hresianegerion adal ar 7vet bet an 10vet Kantved. Dont a reas da vezañ ul lodenn eus Impalaeriezh Bizantion e 962 met menel a reas dizarempred adarre e 1191 pa gouezhas etre daouarn ar groaziaded. Keit ha ma chomas disrannet diouzh ar peurrest eus Bizantion pellas ar yezh diouzh ar gresianeg bizantek. Skrivet e veze lezennoù Rouantelezh Kiprenez e kiprenezeg da geñver ar Grennamzer kichen-ha-kichen gant oberennoù a-bouez all, da skouer danevelladurioù Leontios Mac'hairas (Λεόντιος Μαχαιράς) ha George Boustronios hag un dastumad sonedennoù. Implijet e oa bet rannyezh Kiprenez evit sevel barzhonegoù dreist-holl e-kerzh ar c'hant vloaz diwezhañ gant barzhed vudet evel Vasilis Mic'hailidis (Βασίλς Μιχαηλίδης) and Dimitris Lipertis (Δημήτρης Λιπέρτης). Implijet e vez ivez e kanaouennoù hengounel ha doareoù barzhoniezh hengounel, en o zouez τσιαττιστά (barzhonegoù emgannoù). War ar skinwel e kaver ivez abadennoù fent-c'hoari e rannyezh Kiprenez. Perzhioù yezhadurel[kemmañ] Fonologiezh[kemmañ] - Lakaet a reer an diforc'h etre distagadur kreñvoc'h ar c'hensonennoù doubl hag ar c'hensonennoù eeun evel henc'hresianeg: - Staonekadur ar c'hensonennoù drekstaon dirak ur vogalenn a-raok: - Staonekadur kappa (κ): /k/ + /i, e, j/ > [tʃ] (gresianeg unvan]] > [c]), skrivet τζι pe gwelloc'h κ̌, d.s. gresianeg unvan καί [ce] ("ha") > kiprenezeg τζιαί pe κ̌αί [tʃe]. Amprestet e vez gerioù all hep staonekasur digant ar gresianeg unvan avat, d.s. κηδεία, κέρδος, άκυρο ha ρακέττα. - Staonekadur kappa (χ): /χ/ + /i, e, j/ > [ʃ] (gresianeg unvan]] > [ç]), skrivet σι pe gwelloc'h χ̌, d.s. gresianeg unvan χέρι ['çeri] ("dorn; brec'h") > kiprenezeg σιέρι pe χ̌έρι ['ʃeri]. - Mouezhiadur phi (φ), theta (θ) ha khi (χ) dirak ur gensonenn dre fri pe ur gensonenn linkus > beta (β) , delta (δ) ha gamma (γ) respectively. (d.s. γρόνος (kiprenezeg) e lec'h χρόνος (gresianeg unvan) (= "bloaz"); άδρωπος (kiprenezeg) e lec'h άνθρωπος (gresianeg unvan) (= "den")). O vont da get emañ ar perzh-mañ e-touez ar gomzerion yaouankañ dindan levenez ar gresianeg unvan. - Diverkadur ar c'hensonennoù dre daravat mouezhiet β, δ, γ etre div vogalenn, d.s. e.g. κοπελλούδιν > κοππελούιν "bugelig". A-wezhoù e skriver ar gensonenn a vank etre kromelloù, d.s. κοππελού(δ)ιν. - /x/ > /θ/: d.s. άνθρωπος > άχρωπος ("den") - Didaravadur [ʝ] [ç] > [c] en ur gemmañ ar gensonenn diraze, (d.s. ποιός "piv" distaget [pços] e gresianeg unvan, distaget πκοιός [pcos] e kiprenezeg; σπίτια "tiez" distaget ['spitça] e gresianeg unvan, distaget σπίθκια ['spiθca] e kiprenezeg). Klevet a c'heller ivez πσοιός [pʃos] e lec'hioù 'zo eus Kiprenez zoken. - Reolennoù sandhi evit distagadur resis kensonennoù dre fri e dibenn ur ger: - /n/ dirak ur gensonenn diweuz > [m], d.s. τον παπαγάλον [tom bapa'ɣalon] "ar peroked" (akuzativel). - /n/ dirak ur gensonenn drekstaon > [ŋ]: d.s. την κρατικήν [tiŋ grati'kin] "ar gouarnamant" (akuzativel). - Ne dalvez ket ar reolennoù a gaver er gresianeg unvan o tennañ da diorroadur ar son [n] e dibenn ur ger ha kavet e vez jkalz stankoc'h [n] e dibenn ur ger evit er yezh unvan. Morfologiezh[kemmañ] - Stumm-ober ar verb achuet gant -οντα e lec'h -οντας evel e gresianeg unvan. - Henstummoù evel implij an anv-verb evel anv-kadarn (d.s. το δειν "ar sell(ed)") - Implij stank al lostger turkek -lik deuet da vezañ -λίκκι(ν) er yezh komzet evit lakaat ster un anv fetis da vezañ difetis, d.s. "ο πρόεδρος" ("ar prezidant") > "το προεδριλίκκι" ("ar brezidantelezh") - Implij al lostgerioù -ούης (gourel); -ούα (benel) ha -ούι(ν) (nepreizh) (diwar -ούδης/-ούδα/-ούδι(ν) betek diverket an delta (δ) etre div vogalenn) evit sevel stummoù-bihanaat (kv. brezhoneg "-ig") e lec'h -άκης/-ίτσα/-άκι implijet gant ar gresianeg unvan. Geriaoueg[kemmañ] - Ouzhpenn gerioù kiprezenek-rik e kaver ivez meur a amprest digant an turkeg, an italianeg, ar provañseg hag ar saozneg hag implijet e vez lavarennoù arabek evel i(n)shalla(h) ha mashalla(h) gant Kiprenezed gristen. - Implijet e vez c'hoazh gerioù kozh a gaver en henc'hresianeg chomet dizimplij e gresianeg unvan abaoe pell, d.s. συντυχάννω/λαλώ ("kaozeal; komz"). Kevreadurezh[kemmañ] - Implijout a reer ar verb ένι pe εν ("bezañ") e lec'h ar stumm unvan είναι. Talvezout a ra ivez εν da rannig-nac'hañ (kv. gresianeg unvan δεν) d.s. εν πειράζει = δεν πειράζει "ne vern ket" hag ivez da verb-stagañ, d.s. εν καλά = είναι καλά "mat eo; mont a ra mat". - Implijet e vez "έννα" evel rannig an amzer dazont kentoc'h evit ar rannig "θα" implijet e gresianeg unvan, deut o-daou diwar diverradur θέλει νά "fellout a ra ra ma" - Raganvioù gour |kreñv||gwan| |Nom.||Ak.||Gen.||Ak.||Gen.| |1añ gour||Unan. | Lies. |εγιώ / εγιώνι / εγώνι | εμείς |εμένα(ν) | εμάς |με | μας |μου | μας |2l gour||Sg. | Lies. |εσού / εσούνι | εσείς |εσένα(ν) | εσάς |σε | σας |σου | σας |3de gour||Unan.||g. | b. n. |τούτος | τούτη(ν) τούτο(ν) |τούτο(ν)/τούντο(ν) | τούτη(ν)/τούντη(ν) τούτο(ν)/τούντο(ν) |τούτου/τούντου | τούτης/τούντης τούτου/τούντου |το(ν) | τη(ν) το |του | της του |Lies.||g. | b. n. |τούτοι | τούτες τούτα |τούτους/τούντους | τούτες/τούντες τούτα/τούντα |τούτων/τούντων | τούτων/τούντων τούτων/τούντων |τους | τες τα |τους | τους τους Notenn: bremañ ec'h implijer εγιώ/εγιώνι ha εσού/εσούνι nebeutoc'h evit ar stummoù unvan εγώ hag εσύ. Τούντο a zo ur stumm diverraet diwar Τούτον το hag all hag gallout a reer implijout an daou stumm, d.s. Τούτον το πράμαν= τούντο πράμαν. Ouzhpenn ar stumm ledan e ster τούτος ('eñ/hemañ') e c'heller implijout ar stumm τζείνος, -η, -ο ('henhont, hounhont'), savet diwar ar gresianeg unvan εκείνος. - Disheñvel eo urzh ar verb e-keñver ar raganv renadenn e kiprenezeg diouzh an urzh a gaver e gresianeg unvan, d.s. "Me lâret a reas / Lâret a reas din": Είπεν μου ('lâras me') e kiprenezeg e lec'h "μου είπε" ('me lâras') e gresianeg unvan Doare-skrivañ[kemmañ] Alies e implijer an divc'hrafenn σι evit skrivañ ar son [ʃ] met n'heller ket hec'h implijout e dibenn ur ger pe dirak ur gensonenn rak disgaet e rankfe bezañ neuze [si] pe [sj] hervez reolennoù reizhskrivañ ar gresianeg, d.s. /paʃ/ "pennañ" < diwar an turkeg baş n'hall ket bezañ treuzskrivet *πάσι rak rankout a rafer lenn neuze *[pasi]. E lec'h ober gant al lizherenn c'hresianek ispisial χ̌ e reer muioc'h mui gant an divc'hrafenn saoznek sh, d.s. παsh. Levrlennadurezh[kemmañ] - Beaudouin, M. 1884: Étude du dialecte chypriote moderne et medieval [Study of the Modern and Medieval Cypriot Dialect] (Paris). - Horrocks, G. 1997: Greek: A History of the Language and its Speakers (London), ελλ. μτφ. υπό Μ. Σταύρου & Μ. Τζεβελέκου (Αθήνα 2006). - Thumb, A. 1909: Handbuch der griechischen Dialekte [Handbook of Greek Dialects] (Heidelberg). - Κοντοσόπουλος, Ν. 1994(2): Διάλεκτοι και Ιδιώματα της Νέας Ελληνικής [Dialects and Properties of Neo-Hellenic] (Αθήνα). - Μενάρδος, Σ. 1969: Γλωσσικαί Μελέται [Language Studies] (Λευκωσία). - Μηνάς, Κ. 1987: «Αφομοίωση του ερρίνου με τους άηχους κλειστούς φθόγγους στην ελληνική γλώσσα» [Assimilation of Nasal with Silent Closed Sounds in the Greek Language] ― Πρακτικά Β΄ Διεθνούς Κυπριολογικού Συνεδρίου, τόμ. 3, σελ. 253-283 (Λευκωσία). - Μηνάς, Κ. 2000: «Φωνητικά και ετυμολογικά τής Κυπριακής διαλέκτου» [Phonetics and Etymologies of the Cypriot Dialect] ― Νεοελληνική Διαλεκτολογία 3, σελ. 151-188 - Newton, B. 1972: Cypriot Greek. Its phonology and inflexion (The Hague: Mouton). - Παντελίδης, Χ. 1929: Φωνητική των Νεοελληνικών Ιδιωμάτων Κύπρου, Δωδεκανήσου και Ικαρίας [Phonetics of Neo-Hellenic Dialects of Cyprus, Dodecanese, and Icaria] (Αθήνα). - Χατζηιωάννου, Κ. 1996: Ετυμολογικό Λεξικό τής Ομιλουμένης Κυπριακής Διαλέκτου [Etymological Dictionary of the Spoken Cypriot Dialect] (Λευκωσία). - Χατζηιωάννου, Κ. 1999: Γραμματική τής Ομιλουμένης Κυπριακής Διαλέκτου [Grammar of the Spoken Cypriot Dialect] (Λευκωσία). - Χριστοδούλου, Μ. 1970: "Περί των διαλεκτικών ζωνών εν τη νέα Ελληνική γλώσση και της θέσεως της κυπριακής διαλέκτου εν αυταίς" [The Position of the Cypriot Dialect within the Dialectical Zones of the Neo-Hellenic Language] - Επετηρίς Κέντρου Επιστημονικών Ερευνών Κύπρου, τόμ. 3, σελ. 119-138.
<urn:uuid:e4c1b059-cfbd-4a0d-adaf-297f45b121ec>
{ "date": "2013-06-20T08:14:52Z", "dump": "CC-MAIN-2013-20", "file_path": "s3://commoncrawl/crawl-data/CC-MAIN-2013-20/segments/1368711005723/warc/CC-MAIN-20130516133005-00078-ip-10-60-113-184.ec2.internal.warc.gz", "language": "bre", "language_score": 0.9766072630882263, "language_script": "Latn", "top_langs": "{\"bre_Latn_score\": 0.9766072630882263}", "url": "http://br.wikipedia.org/wiki/Gresianeg_Kiprenez" }