audio
audioduration (s)
0.34
8.84
text
stringlengths
5
115
- Salud tud yaouank !
Me gav ganin eo un tamm ker ar mont-tre evit Gouel Broadel ar Brezhoneg ar bloaz-mañ
Rit ket biloù
Me zo vont da ziskouezhañ deoc'h penaos ez aer e-barzh hep paeañ !
Tuto Breizh, deomp dezhi !
Hey !
- Hey Lors !
- Hey ya, Lors Jereg !
- Deus 'ta, deus 'ta !
- Hey, dreist-kenañ, dreist kenañ !
Me zo vont 'barzh hep paeañ tudoù !
- Beh ya, rez ket bil ! Mod-se mañ kont 'ba' Gouel Broadel ar Brezhoneg !
- Hopala, hopala ! Chomit er maez !
- Met petra zo ?
- Gortoz, mat eo, me 'm eus un tiked a youl-vat...
- Me eo Lors Jereg ! LORS JEREG on ! LORS JEREG !
- Kae da sutal !
- Selfie ! Selfie !
- Nan met mat eo, tu zo mont 'barzh !
- Me eo Lors Jereg ! Oh !
- Ale, hop, da sutal !
- Oh, mat eo !
Oh puten ! Petra ne raer ket evit ar stourm...
- Puten, Lors Jereg, me 'oa barzh trankil ha dre da fazi...
- Oh mat eo ! N'ez ket da glemm bremañ ! Eh, oh !
Te 't eus paeet dija ? Boun, eh, mat eo hein !
Ale, deomp d'ober gouel broadel ar brezhoneg en ul lec'h all !
Ale, "Tuto Breizh", echu eo !
- Eh Krismenn, Krismenn !
Un tamm interview evit ma chadenn ?
'P eus ket c'hoant ?
- Petra ?
- Petra... Me 'm eus c'hoant ober un tamm interview ganeoc'h !
Evit ma chadenn, Lors Jereg !
Lors Jereg, ar chadenn e brezhoneg ! N'anavezit ket ?
- 'T eus ket aon !
- Nann, 'm eus ket aon...
- Dont a rez da welet ac'hanon mod-se...
- Ha petra zo ? Bremañ "Krismenn" ne respont 'met ken
da "Fañch Inter" ha da Antoine de Caunes, an dra-se eo an tabud ?
- Nann, met te zo ur genaoueg, sed aze tout !
- Me eo ar genaoueg ?
- Ben... piv all ?
- 'Bah, ouian ket, dit da respont !
- Bah respontet 'm eus !
- Ha perak on ur genaoueg ?
- Bah, gwelet 'vez, dija...
- Boun, trugarez...
- Me oar ! Te zo bet feuket gant ar video 'm eus graet !
- Oh nann, 'm eus ket gwelet !
- 'P eus ket gwelet ?
Ah ya...
- Ha piv out te ?
- Met Lors Jereg ! Lors Jereg memestra ! LORS JEREG !
Ar chadenn...
- Pfff, n'anavezan ket !
- N'anavezit ket ?
- Nann...
- Bah me a anavez ac'hanoc'h setu 'm eus c'hoant...
- Ya bah sur walc'h, ya ! Ya ya !
Bon me 'zo vont kuit.
Keno.
- Dre blec'h ?
Met Krismenn, memestra...
Ale...
- Gout a rez petra ?
- Me 'm eus... Me 'm eus un traktor 'ba'r gêr
- Ya !
- Hag ur vorc'h a zo...
- Ya !
- Daoust hag-eñ vefez bet dija toullet gant vorc'h un traktor ?
- Me 'm eus bevet traoù me !
Ne ouiez ket petra 'm eus bevet dija pa oen bihan...
- Me 'm eus ur maout 'ba'r gêr...
- Ah ya ?
- Ha 'n efe c'hoant, me gav din, da welet ac'hanout...
- Ah setu ! Setu pezh a zo ar-dreñv "barzhonegezh" Krismenn...
- Nann, nann, met traoù all zo...
- Traoù all zo ?
Hmm, bah spi 'm eus ya !
Bah kalon deoc'h !
- Nann, nann met spi 't eus, goût a ran, rag da vuhez a zo un tamm brein...
Ha ma 't eus spi, eo mat evidout...
- Te 't eus chañs 'm aomp ket 'ba un "Duty Free", a hend all, te oar petra vefe bet !
- Petra ?
- Piv eo Karis, piv eo Booba, etrezomp ? Hein ?
En da vlas, ne vefen ket gwall fier !
- N'on ket fier, me ne ran ket foutr !
Me 'm eus peadra da vezhañ fier
N'on ket ur paourkezh genaoueg
o klask kaout traoù ar re all evit bezañ brudet !
't eus ket graet mann ebet 'barzh da vuhez neuze...
- Ah... neuze 't eus gwelet !
Neuze 't eus gwelet ar video !
- Peseurt video ?
- Tristmenn !
- Ah nann 'm eus ket gwelet nann !
- Boun, bah trugarez deoc'h Krismenn...
Laouen bras bezañ graet anaoudegezh ganeoc'h...
- Hey, serc'hed 'm eus